Gwelit ivez: LFE, Kensonennoù
A-raok Tost a-raok Kreiz Tost a-dreñv A-dreñv
Serr
i • y
ɨ • ʉ
ɯ • u
ɪ • ʏ
• ʊ
e • ø
ɘ • ɵ
ɤ • o
ɛ • œ
ɜ • ɞ
ʌ • ɔ
æ •
a • ɶ
ɑ • ɒ
Peuzserr
Damserr
Etre
Damzigor
Peuzdigor
Digor
Ront eo ar vogalennoù a-zehoù e pep par

Er yezhoniezh e vez implijet an termen vogalenn etre (saoz.: mid vowel) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur vogalenn ma vez lec'hiet an teod hanter-hent etre ur vogalenn digor hag ur vogalenn serr.

Liveoù digoradur kemmañ

Tri live digoradur a zo roet gant al lizherenneg fonetik etrebroadel evit ar vogalennoù etre, hag ent-ledan e vez komzet eus vogalennoù etre evit an tri rummad vogalennoù-mañ :

Peurvuiañ e vez komzet eus vogalennoù etre evit an tri rummad-se pa studier yezhoù ma n'eus nemet unan anezho, ma n'eus ket pe ma'z eus nebeut-tre a enebadur etrezo.

Ent-strizh e vez anvet evel-se ar vogalennoù etre gwirion hepken.

Treuzskrivadur kemmañ

N'eus nemet ur vogalenn etre rik ganti un arouezenn ispisial hervez al LFE. Ar vogalenn etre greiz, anvet ivez schwa, eo. Skrivet e vez [ə].

Evit ar re all ez eo ret implijout un adarouezenn. Da skouer, ur vogalenn etre a-raok nann-ront a c'hall bezañ treuzskrivet pe evel ur vogalenn izelaet ⟨e̞⟩ (gant un adarouezenn diskenn) pe evel ur vogalenn uhelaet ⟨ɛ̝⟩ (gant un adaourezenn bignat).

Roll darnel kemmañ

Setu amañ roll ar vogalennoù etre gwirion rizhek :

  • ar vogalenn etre a-raok nann-ront [e̞] or [ɛ̝],
  • ar vogalenn etre a-raok ront [ø̞] or [œ̝],
  • ar vogalenn etre greiz nann-ront [ɘ̞] or [ɜ̝] (skrivet ⟨ə⟩ peurvuiañ),
  • ar vogalenn etre greiz en-diweuz [ɵ̞] or [ɞ̝] (skrivet ⟨ɵ⟩ peurvuiañ, evel pa vefe ur vogalenn etre serr, da lavaret eo ur vogalenn damzigor),
  • ar vogalenn etre greiz ez-diweuz [əᵝ],
  • ar vogalenn etre a-dreñv nann-ront [ɤ̞] or [ʌ̝],
  • ar vogalenn etre a-dreñv ront [o̞] or [ɔ̝].

Gwelit ivez kemmañ