Gwelit ivez: LFE, Kensonennoù
A-raok Tost a-raok Kreiz Tost a-dreñv A-dreñv
Serr
i • y
ɨ • ʉ
ɯ • u
ɪ • ʏ
• ʊ
e • ø
ɘ • ɵ
ɤ • o
ɛ • œ
ɜ • ɞ
ʌ • ɔ
æ •
a • ɶ
ɑ • ɒ
Peuzserr
Damserr
Etre
Damzigor
Peuzdigor
Digor
Ront eo ar vogalennoù a-zehoù e pep par

Er yezhoniezh e vez implijet an termen vogalenn digor (saoz.: open vowel) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur vogalenn ma vez lec'hiet an teod an tostañ ar gwellañ ouzh toen ar genoù. A-wechoù e vez graet vogalennoù izel (saoz. low vowels) oute ivez oc'h ober dave d'ar fed m'ac'h a beg an teod war izelaat.

Kavet e vez ar vogalennoù-mañ en darn-vrasañ eus yezhoù ar bed.

Setu ar vogalennoù digor gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel:

  • vogalenn digor a-raok nann-ront: [a], d.s. bzhg.: paper
  • vogalenn digor a-raok ront [ɶ][1], d.s. al. Aostria Seil ("fiselenn")
  • vogalenn digor a-dreñv nann-ront [ɑ], d.s. saoz. father ("tad")
  • vogalenn digor a-dreñv ront [ɒ], d.s. saoz. bother ("strafuilh")

War live fonologel ur yezh resis bennak e c'heller ober "vogalenn digor" eus n'eus forzh peseurt vogalenn digoroc'h evit ur vogalenn etre, da lâret eo vogalennoù digor rik, vogalennoù peuzdigor ha vogalennoù damzigor.

Gwelit ivez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. N'anavezer yezh ebet ma vez diforc'het etrezi ha [œ] evel fonemennoù disheñvel