Vogalenn damserr a-raok ront
LFE – niverenn | 310 |
LFE – unicode | ø |
LFE – skeudenn | |
X-SAMPA | 2 |
Selaou |
---|
Unan eus ar vogalenn a eil renk eo ar vogalenn damserr a-raok ront, treuzskrivet [ø] hervez reolennoù al lizherenneg fonetikel etrebroadel, ganti an niverenn dave 310. Klotaat a ra gant ar vogalennoù a gentañ renk [e].
E brezhoneg e talvez ar vogalenn [ø] da alofonenn an arc'hfonem |Œ| e vogalennou berr, d.s. "meurded" ['mœrdet] keit ha ma kaver an alofonenn damzigor a-raok ront [œ] pa vez hir ar vogalenn, d.s. "breur" ['brø:r].
Skouerioù
kemmañYezh | Ger | LFE | Ster |
---|---|---|---|
Brezhoneg | breur | ['brø:r] | '-' |
Daneg | købe | [ˈkøːb̥ə] | 'pernañ' |
Izelvroeg | |keuken | [køːkən] | 'kegin' |
Galleg | peu | [pø] | 'nebeut' |
Alamaneg | schön | [ʃøːn] | 'kaer' |
Hungareg | nő | [nøː] | 'maouez' |
Vogalenn etre a-raok ront
kemmañE yezhoù 'zo, en o zouez ar japaneg, ar soazneg unvan (R.U.), ar spagnoleg, ar c'horeaneg hag an turkeg, e kaver ur vogalenn etre a-raok disheñvel-mik koulz diouzh ar vogalenn damserr a-raok plaen [ø] hag diouzh ar Vogalenn damzigor a-raok ront [œ]. Neaozh, dre ma n'anavezer yezh ebet ma vez enebiet ganti an teir vogalenn-se war un dro n'eus arouezenn ispisial ebet evit treuzskrivañ ar vogalenn etre-se ha peurliesañ e reer gant an arouezenn [ø] hepmuiken pe c'hoazh mar bez ezhomm gant ar sin diakritek ispisial a dalvez da verkañ ar fed m'emañ produet ur vogalenn izeloc'h evit boaz, da skouer [ø̞̞].
Skouerioù
kemmañAmañ eo bet graet war-eeun gant an arouezenn [ø] kentoc'h evit [ø̞] evit eeunaat an treuzskrivadurioù:
Yezh | Ger | LFE | Ster |
---|---|---|---|
Hungareg | öl | [øl] | 'lazhañ' |
Turkeg | göz | [ɟøz] | 'lagad' |