X-SAMPA
X-SAMPA pe Extended SAM Phonetic Alphabet (X-SAMPA) ("Lizherenneg fonetik SAM ledanaet") a zo ur sistem evit gallout kas da-benn treuzskrivadennoù fonetik pe fonologek gant lizherennoù boutin al lizherenneg latin hep lizherennoù pe sinoù diakritek ispsial, da lâret eo oc'h ober gant an arouezennoù 7-bit an ASCII hepken.
Diorroet e oa bet e 1995 diwar ar sistem SAMPA kent gant John C. Wells, kelenner war ar fonetik e University of London, unan eus skolioù-meur Londrez. Pal pennañ X-SAMPA a oa unvaniñ an holl sistemoù SAMPA implijet evit treuzskrivañ bep ur yezh disheñvel a-benn krouiñ ur sistem unvan gouset da vezañ implijet evit treuzskrivañ sonioù holl yezhoù ar bed, kevatal ouzh al lizherenneg fonetik etrebroadel (LFE).
Roll alfabetek Aozañ
Amañ e vez kavet roll an holl arouezennoù renket hervez urzh al lizherenneg gant bep o c'hevatalder hervez al LFE.
Notennoù Aozañ
- Kevatal eo talvoudegezh abn holl arouezennoù al LFE ha re X-SAMPA.
- Gant X-SAMPA e vez implijet an arouzenn "\" evit krouiñ arouzennoù nevez, d.s. O a ra dave d'ur son disheñvel diouzh O\ hep liamm ebet kenetreze o-daou.
- Hervez reolennoù X-SAMPA e vez skrivet ar sinoù diakritek diouzhtu war-lerc'h an arouezenn ma'z int stag oute etreget ar re-mañ: ~ (friadur; = (kensonenn silabennek) ha; ` (kensonenn tro-gil pe vogalenn rotek), stag ar re-mañ ouzh an arouezenn ma reont dave outi gant an arouezenn-liammañ ispisial _.
- Gant X-SAMPA e vez implijet an hevelep arouezenn _ evit liammañ div elfenn ur gensonenn kendistaget.
- Implijet e vez an niveroù _1 - _6 evit merkañ buan-ha-buan tonennoù resis kavet e yezhoù resis.
Arouezennoù diazezet war lizherennoù bihan Aozañ
Arouezennoù diazezet war bennlizherennoù Aozañ
Arouezennoù all Aozañ
Sinoù diakritek Aozañ
Setu roll an arouezennoù kevatal d'ar sinoù diakritek implijet gant al LFE
Liammoù diavaez Aozañ
- Computer-coding the IPA: A proposed extension of SAMPA
- Online converter between IPA and X-Sampa
- Web-based translator for X-SAMPA documents. Produces Unicode text, XML text, PostScript, PDF, or LaTeX TIPA.
Gwelit ivez Aozañ
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |