Kensonenn beg an teod
Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn beg an teod (saoz.: apical consonant) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn ganti beg an teod da lec'h distagañ pennañ.
Ret eo ober an diforc'h etre kensonennoù distaget gant beg an teod ha kensonennoù distaget gant lavnenn an teod, dreist-holl ar c'hensonennoù dre daravat hag ar c'hensonennoù dre fic'hal.
Peurliesañ ne dalv ket an diforc'h resis-se evit diforc'hañ fonemennoù, da skouer e brezhoneg c'hell bezañ distaget gant beg an teod pe gant lavnenn an teod ar c'hensonennoù dre serriñ [t, d] hep ma talvez an diforc'h-se da lakaat kemm etre gerioù disheñvel o ster, hag e rannyezhoù arabek zo e vez distaget [t] gant lavnenn an teod keit ha ma vez distaget [d] gant beg an teod.
E yezhoù all zo avat, an euskareg hag ar serbeg-kroateg en o zouez, e talvez an diforc'h etre al lec'h stagañ resis etre ur gensonenn distaget gant beg an teod hag ur gensonenn distaget gant al lavnenn da ziforc'hañ fonemennoù, da skouer en euskareg:
Kensonennoù | Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn | |||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout. |