Kostezenn (yezhoniezh)

Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn gostez[1] pe kostezenn[1] (saoz. : lateral consonant) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn heñvel he son e mod pe vod ouzh hini al lizherenn 'l', produet dre serriñ ar genoù en ul lec'h bennak a-hed an teod en ur leuskel an aer o tont eus ar skevent da redek ha da vont kuit dre ar c'hostezioù eus an teod pe dre ur c'hostez eus an teod nemetken.

Doareoù distagañ
Dre serriñ
Klikoù
Tarzhañ
Strakal
Entarzhañ
Fic'hal
Ruzennoù
C'hwibanennoù
Dassonennoù
Fri
Stlakat
Froumal
Tostaat
Linkus
Vogalennoù
Hantervogalennoù
Kostezennoù

Peurliesañ e vez serret ar genoù en un tu bennak dre stekiñ penn an teod ouzh an dent (gw. kensonenn dent) pe ouzh al logigoù (gw. kensonenn logigoù).

Kensonennoù dre dostaat eo an darn vrasañ eus ar c'hensonennoù kostez. Renket e vez ar c'hensonennoù kostez e rummad ar c'hensonennoù linkus.

Kemmañ a ra kalz an niver a gensonennoù implijet gant pep yezh resis, o vont eus unan nemetken e japaneg pe e pachtoueg, betek seitek e !xóõ.

Setu ur roll klok a-walc'h eus ar c'hensonennoù kostez kavet e yezhoù ar bed gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel:

  • [l] kensonenn gostez logigoù dre dostaat (mouezhiet), d.s. bzhg. lemm
  • [ɫ] kensonenn gostez logigoù dre dostaat hogedet (mouezhiet), d.s. port. europek mil ([miɫ]; "mil")
  • [ɭ] kensonenn gostez kilbleg dre dostaat (mouezhiet), d.s. nor. farlig ("dañjerus")
  • [ʎ] kensonenn gostez staon dre dostaat (mouezhiet), d.s. bzhg. boutailh
  • [ʟ] kensonenn gostez ouel dre dostaat (mouezhiet), d.s. melpaeg
  • [ɬ] ruzenn gostez logigoù divouezh, d.s. kemb. llaeth ("laezh")
  • [ɮ] ruzenn gostez logigoù mouezhiet, d.s. zoulou. dlala ([ˈɮaːla]; "c'hoari")
  • [ɬ̢] ruzenn gostez kilbleg divouezh, d.s. todaeg
  • [ʎ̥] ruzenn gostez staon divouezh, d.s. dahaloeg
  • [ʟ̝̊] ruzenn gostez drek-logigoù divouezh, d.s. artchieg
  • [ɺ] kensonenn gostez logigoù dre $flap (mouezhiet), d.s. japaneg
  • [ɺ̢] kensonenn gostez kilbleg dre $flap (mouezhiet), d.s. tamileg
  • [] kensonenn gostez logigoù dre fic'hal divouezh, d.s. navac'hoeg
  • [tɬʰ] kensonenn gostez logigoù dre fic'hal divouezh c'hwezhet, d.s. navac'hoeg
  • [tɬʼ] kensonenn gostez logigoù dre strakal divouezh, d.s. navac'hoeg
  • [] kensonenn gostez logigoù dre fic'hal mouezhiet, d.s. tlingiteg
  • [tʎ̥] kensonenn gostez staon dre fic'hal divouezh, d.s. hadzaeg
  • [tʎ̥ʼ] kensonenn strakal gostez staon dre fic'hal (divouezh), d.s. dahaloeg
  • [kʟ̝̊ʼ] kensonenn strakal gostez ouel dre daravat (divouezh), d.s. zouloueg

Implijet e vez arouezennoù ad hoc all a-wezhioù ivez evit treuzskrivañ ruzennoù kostez kilbleg, staon ha gouel divouezh en ur c'hoût n'int ket bet degemeret ez-ofisiel gant LFE.

A-gleiz : ar ruzenn gostez logigoù divouezh, heuliet gant he stummoù kilbleg, staon ha divouezh.


  Kensonennoù Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn  
Skeventel Diweuz Gweuz-dent Dent Logigoù Drek-logigoù Kilbleg Rak-staon Staon Gouel Hugenn Gargadenn Ankoue Tarzh Nann-skeventel hag arouezennoù all
Dre fri m ɱ n ɳ ɲ ŋ ɴ Klikoù  ʘ ǀ ǃ ǂ ǁ
Dre serriñ p b t d ʈ ɖ c ɟ k ɡ q ɢ ʡ ʔ Entarzh.  ɓ ɗ ʄ ɠ ʛ
Dre daravat  ɸ β f v θ ð s z ʃ ʒ ʂ ʐ ɕ ʑ ç ʝ x ɣ χ ʁ ħ ʕ ʜ ʢ h ɦ Dre strakal 
Dre dostaat  β̞ ʋ ð̞ ɹ ɻ j ɰ A-gostez all  ɺ ɫ
Dre froumal ʙ r ʀ Kendistaget dre dostaat ʍ w ɥ
Dre stlakat ⱱ̟ ɾ ɽ Kendistaget dre daravat ɧ
A-gostez dre daravat ɬ ɮ Dre fic'hal  ʦ ʣ ʧ ʤ
A-gostez dre dostaat l ɭ ʎ ʟ Kendistaget dre serr.  k͡p ɡ͡b ŋ͡m
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout.

Gwelit ivez

kemmañ

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 An termenoù 'kostez' ha 'kostezenn' a gaver e-barzh : Studi fonologel brezhoneg Lanijen, Erwan Evenou, tezenn renet gant Per Denez, 1987.