Digeriñ al lañser pennañ

Erwan Evenou

skrivagner brezhonek
Erwan Evenou
Anv ofisiel Yvon Évenou
Obererezh Yezhour, skrivagner
Ganedigezh d'ar 14 a viz C'hwevrer 1940
en Aljer, Flag of Algeria.svg Aljeria
Yezh skrivañ Brezhoneg, galleg
Enorioù Priz Langleiz e 1992


Erwan Evenou (ez-ofisiel:Yvon Évenou), ganet d'ar 14 a viz C'hwevrer 1940 en Aljer, zo yezhour, skrivagner brezhonek ha skrivagner gallek. Bet eo ivez kelenner saozneg ha brezhoneg, hag emsaver sindikadel, yezhel ha politikel. Bevet en deus en Aljeria e-pad darn e yaouankiz, evel ma kont en e romant diazezet war e vuhez. Kelenn a reas saozneg e skolaj ar Faoued a-raok mont da Aljeria da gelenn ha dont da gelenner brezhoneg pa voe tapet gantañ ar c’h-CAPES brezhoneg. Goude-se e voe anvet da enseller brezhoneg evit an eil derez war-lerc’h Pierre Bernard.

Labour emsavelAozañ

War un dro gant e labour er sindikad SNI-PEGC e voe unan eus emsaverien bennañ Unvaniezh Demokratel Breizh. Bet eo sekretour Galv (e galleg: « comité d'action progressiste pour la langue bretonne ») er bloavezhioù 1970. Gant e skipailh voe aozet ar gerzhadeg a voe e 1971 etre Ploue hag an An Oriant. En noz kent e voe lojet an dud er Faoued.

Hiziv e ra war-dro skol gouren ar Faoued, bet krouet gantañ pell zo, er barrez m'emañ o chom.

E skridoùAozañ

Evel ezel eus Unvaniezh Demokratel Breizh e savas meur a bennad evit kelaouennoù ar strollad, ken e galleg evit ar Peuple Breton, ken e brezhoneg evit Pobl Vreizh hag ivez evit Al Liamm, dreist-holl ur pennad "kleiz ha Breizh", a zo a dalvoudegezh vras.

Embannet en deus ivez ul levr barzhonegoù, tri romant e brezhoneg, ur romant e galleg hag ur studiadenn e galleg a-zivout ar brezhoneg en deskadurezh hag er vuhez foran.

LevrioùAozañ

Liamm diavaezAozañ