Anv kelaouenn vrezhonek UDB eo Pobl Vreizh. Renet e voe da gentañ gant Jean Jaouen (o skoazellañ Jean-Paul Gourmel ?), adalek 1973 gant Loig Kervoas, adalek 1976 gant Fañch Morvannou. E 1982 ez eas Fañch Morvannou war-du obererezhioù all hag an diaesterioù arc'hant a lakaas UDB da baouez gant ar gelaouenn gant he 140vet niverenn. Dont a reas e-dro Pobl Vreizh e miz Kerzu 1984 e stumm ur c'haier e niverenn 252 Le Peuple Breton. Adalek 1986 e teuas Pobl Vreizh da vezañ eil titl Le Peuple Breton hag e voe kavet e pep niverenn etre div hag eizh pajennad e brezhoneg. Ur seurt kelaouenn er gelaouenn. Buan a-walc'h eo bet lamet an eil titl-se, ha bremañ ne chom nemet ar bomm gallek LE PEUPLE BRETON, e lizherennoù bras ha tev.

Maxime Touzé a zo e-karg eus ar c'haier Pobl Vreizh abaoe 2019. Jean-Claude Le Gouaille en doa dalc'het ar post-se en e-raok.

Evit mont pelloc'h kemmañ

Diwar-benn Pobl Vreizh e c'heller lenn pennad Cédric Choplin Pobl Vreizh, le petit frère bretonnant du Peuple Breton (pp 171-186) e "L'Union Démocratique Bretonne, Un parti autonomiste dans un Etat unitaire".

Pennad kar kemmañ