Mouladurioù Hor Yezh

Puzzle stub cropped.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Mouladurioù Hor Yezh a zo un ti-embann brezhonek e Kemper. Daoust d'e anv eo distag a-grenn diouzh ar gelaouenn Hor Yezh hag embannadurioù homañ.

IstorAozañ

Krouet e voe e 1980 gant Per Denez a oa c'hoazh d'an ampoent rener ar gelaouenn Hor Yezh a oa bet krouet e 1954, met distag e oa diouzh ar gelaouenn, ha bremañ eo distag a-grenn an daou di-embann. Darn eus al labour pleustrek a zo bet graet gant Yann ha Tereza Desbordes hag e Kemper emañ staliet an ti-embann ez-ofisiel.
An darn vrasañ eus ar 150 bennak a levrioù embannet a zo levrioù lennegezh: romantoù, danevelloù, barzhonegoù (e-barzh ar gelaouenn Skrid deuet da vezañ un dastumadeg diabarzh e-pad ur pennad ha deuet da vezañ un ti-embann distag bremañ a-gevret gant Barn), un nebeud buhezskridoù, 1 levr da zeskiñ brezhoneg ha geriadurioù yezh.

E mareoù kent an ti-embann e veze liesskrivet al levrioù war ur mekanik-skrivañ elektronik. Tamm-ha-tamm eo bet gwellaet neuz al levrioù a-drugarez d'ar yalc'hadoù publik.

Ur pouez bras en deus obererezh Mouladurioù Hor Yezh p'o deus embannet hag adembannet koulz lennegezh vrezhonek Gwalarn hag an hini a zo bet embannet goude ar bloavezhioù 1960. Klasket o deus embann troidigezhioù diwar al lennegezh e yezhoù estren, (barzhoniezh gresianek modern ha lennegezh sinaek).

Levrioù gallek diwar-benn ar brezhonegAozañ

Levrioù gallek allAozañ

  • François-Marie Luzel, Contes traditionnels de Bretagne III, 1994.
  • François-Marie Luzel, Contes traditionnels de Bretagne VI, 1995.

TudAozañ

Anna ar Beg a ra war-dro ar gwerzhañ levrioù.

Sellet ivezAozañ

  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.