Danevell
Un danevell zo ur gontadenn, komzet pe skrivet, a zanevell darvoudoù pe doareoù un den pe meur a hini.
Danevelloù brudetAozañ
Kalz danevelloù zo bet skrivet, met danevellerien zo hag a zo brudet dreist ar re all. Komz a reer evel-se eus danevelloù Maupassant, Edgar Allan Poe, Anton Tchec'hov, en XIXvet kantved, eus re Somerset Maugham, Ernest Hemingway, en XXvet kantved.
Danevell ha kontadennAozañ
Daoust ma ne vez ket ret implij ar gerioù-se en un doare strizh, e vez graet un tamm kemm etre danevell ha kontadenn
- en un danevell e vo kaoz eus darvoudoù gwir, pe kinniget evel pa vijent gwir, strishoc'h eo ar ster eta,
- en ur gontadenn ne glasker ket atav kontañ darvoudoù gwirheñvel, evel e kontadennoù Andersen, Grimm, pe Fañch an Uhel, met kenkoulz all re Maupassant ivez.