Ernest Miller Hemingway, ganet d'an 21 a viz Gouere 1899 en Oak Park en Illinois hag aet d'an anaon d'an 2 a viz Gouere 1961 e Ketchum, en Idaho, a oa ur romantour hag un danevellour amerikan, bet resevet gantañ Priz Nobel al lennegezh e 1954.

Ernest Hemingway
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denErnest Miller Hemingway Kemmañ
Anv-bihanErnest, Miller Kemmañ
Anv-familhHemingway Kemmañ
MoranvPapa Kemmañ
Anv berrErnest Hemingway Kemmañ
Deiziad ganedigezh21 Gou 1899 Kemmañ
Lec'h ganedigezhOak Park Kemmañ
Deiziad ar marv2 Gou 1961 Kemmañ
Lec'h ar marvKetchum Kemmañ
Doare mervelEmlazh Kemmañ
Abeg ar marvgloaz dre arm-tan Kemmañ
Lec'h douaridigezhKetchum Kemmañ
TadClarence Hemingway Kemmañ
MammGrace Hall Hemingway Kemmañ
Breur pe c'hoarLeicester Hemingway, Marcelline Hemingway Sanford, Madelaine Hemingway Miller, Carol Hemingway, Ursula Hemingway Kemmañ
PriedHadley Richardson, Pauline Pfeiffer, Martha Gellhorn, Mary Welsh Hemingway Kemmañ
BugelJack Hemingway, Patrick Hemingway, Gloria Hemingway Kemmañ
Yezh vammsaozneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg, galleg, spagnoleg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Tachenn labourroman à clef Kemmañ
Bet war ar studi eOak Park and River Forest High School, James F. Byrnes High School Kemmañ
Lec'h annezKey West, Pariz, Ketchum, Ernest Hemingway House Kemmañ
Lec'h labourAlassio Kemmañ
Deroù ar prantad labour1917 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour1961 Kemmañ
Kleñvedalcoholism, HFE hereditary haemochromatosis Kemmañ
BrezelBrezel-bed kentañ, Eil Brezel-bed, Brezel Spagn Kemmañ
List of worksErnest Hemingway bibliography Kemmañ
Diellaouet gantBeinecke Rare Book & Manuscript Library, University of Maryland Libraries, Princeton University Library, Harry Ransom Center, Eberly Family Special Collections Library Kemmañ
TachennKomz-plaen, opinion journalism, memoir Kemmañ
Levezonet gantRobert Louis Stevenson, Mario Berrino Kemmañ
Darvoud-alc'hwezNazi book burnings Kemmañ
Bet kinniget evitPriz Nobel al Lennegezh, Priz Nobel al Lennegezh, Priz Nobel al Lennegezh, Priz Nobel al Lennegezh Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://librarycatalog.usj.edu.lb/cgi-bin/koha/opac-authoritiesdetail.pl?authid=174744, https://librarycatalog.usj.edu.lb/cgi-bin/koha/opac-authoritiesdetail.pl?authid=337313 Kemmañ
Dileuriad ar gwirioù a aozerreproduction right not represented by CISAC member Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadJ. Paul Getty Museum Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer, Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken, part of the copyrights on oeuvre has expired Kemmañ
Documentation files atSAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts Kemmañ
Hemingway, e 1923

Buhezskrid

kemmañ

Yaouankiz

kemmañ
 
Ernest Hemingway, e 1900
 
Lec'h ma oa ganet Hemingway en Oak Park. Poltred eus 2008.

Ernest Miller Hemingway a oa bet ganet e d'ar 21 a viz Gouere 1899 en Oak Park, ur banlev eus Chicago, en Illinois. Hemingway a oa ar c'hentañ mab hag an eil bugel eus Clarence Edmonds "Doc Ed" Hemingway, ur mezeg diwar ar maez, ha Grace Hall Hemingway. Tad Hemingway a oa o c'hortoz ganedigezh Ernest hag e c'hwezhas en ur c'horn-boud dirak e di da reiñ da c'hoût d'an amezeien e oa bet ganet ur mab dezhañ ha d'a wreg. Edo an Hemingwayed o chom en un ti viktorian a c'hwec'h kambr savet gant tad-kozh Ernest a-berzh mamm, Ernest Miller Hall, un divroad saoz hag ur soudard kozh eus Brezel diabarzh a oa o vevañ gant ar familh.

Mamm Hemingway a oa bet fellet dezhi labourat en opera hag e c'houneze e vuhez o reiñ kentelioù kan ha sonerezh. Aotrouniek e oa ha relijius en un doare strizh, diwar skouer buhezegezh protestant strizh Oak Park, he doa, da lâras Hemingway diwezhatoc'h "straedoù ledan ha speredoù strizh"[1]. Fellout a rae d'he mamm kaout gevelled, ha, pa ne oa ket c'hoarvezet, e wiskas Ernest yaouank hag he c'hoar Marcelline (18 miz koshoc'h) gant dilhad heñvel hag e lakaas fichañ o blev er memes doare. Derc'hel a reas da lavaret e oa gevell an daou vugel. Lod eus ar buhezskrivourien o deus lavaret e veze graet "Ernestine" eus Ernest Hemingway en e yaouankiz zoken, met bugale val ha krouadurien ar rummadoù viktorian etre a veze gwisket alies evel ar merc'hed[2]. Kalz dodennoù en oberennoù Hemingway a bouez war darempredoù a zistruj zo etre paotred ha merc'hed er c'houbladoù (s.o. Hills Like White Elephants), en euredoù (s.o. Now I Lay Me, The Short Happy Life of Francis Macomber), hag e-touez ar pep brasañ eus an darempredoù etre gwazed ha merc'hed (s.o. The Sun Also Rises). Ouzhpen-se, lod eus e bezhioù-c'hoari dalif zo enne un doare displann da ziskouez roll ar reizhoù. Koulskoude n'eus bet prouet liamm ebet etre deskrivadurioù an darempredoù-se gant Hemingway hag e yaouankiz tener.

Tra ma felle d'e vamm e plijfe ar sonerezh d'he mab, Hemingway a dommaas ouzh hobbioù e dad : jiboesat, pesketa ha kampiñ er c'hoadoù ha war lez al lennoù e norzh ar Michigan. Perc'henn e oa an tiegezh war un ti anvet Windemere e-kichen al lenn Walloon hag a yae alies di da chom da goulz an hañv. An amzer tremenet evel se en e yaouankiz, e darempred tost gant an natur, a roas da Hemingway karantez, e vuhez pad, evit an avanturioù en natur hag evit bevañ e lec'hioù pell ha digenvez.

Studiañ a reas Hemingway en "Oak Park and River Forest High School" eus miz Gwengolo 1913 betek miz Even 1917. Barrek-kenañ e oa both academically and athletically. Boksiñ a rae, c'hoari a rae ar mell-droad amerikan, ha donezonet-kenañ e oa er c'hentelioù saozneg. Prenañ a reas skiant da gentañ o skrivañ evit Trapeze ha Tabula (Kazetenn ar skol ha levr ar bloaz) en e vloavezh kentañ, ha goude se evel embanner e-doug e vloavezh senior. A-wezhioù e skrive dindan an anv-pluenn "Ring Lardner, Jr.", un taol-lagad d'e haroz lennegel Ring Lardner[3].

Goude se e felle dezhañ mont d'ar skol-veur. E-lec'h an dra-se, da driwec'h vloaz, e krogas e espet skrivañ evel kazetenner evit The Kansas City Star. Daoust ma oa bet o labourat evit ar gazetenn 6 miz hepken (miz Here 1917-miz Ebrel 1918), e implijas holl e vuhez kuzulioù ar Star' evel diazez e zoare da skrivañ : "Implijout frazennoù berr. Implijout rannbennadoù kentañ berr. implijout saozneg yac'h. Bezañ yaus, n'eo ket nac'hus."[4] En enor da gantved deiz-ha-bloaz ganedigezh Hemingway (1899), The Star a anvas Hemingway e gazetenner kentañ eus ar c'hant vloaz tremen.

Brezel Bed kentañ

kemmañ
 
Ernest Hemingway en e lifre eus ar Brezel Bed Kentañ

Hemingway a zilezas e labour kazetenner goude un nebeud mizioù hepken, en desped da youl e dad, hag a glaskas mont en arme evit kemer perzh er Brezel Bed Kentañ. C'hwitañ a reas bizitadenn ar mezeg abalamour d'e zaoulagad, ha lakaat a reas neuze e anv er Groaz ruz. War an hent etrezek an talbenn en Italia e reas un ehan e Pariz, a veze bombezet dibaouez gant kanolioù an Alamaned. E-lec'h chom e surentez en e ostaliri, an Hotel Florida, e klaskas Hemingway mont an tostañ a c'halle d'an emgannoù.

Nebeut amzer goude bezañ degouezhet war an talbenn italian e reas Hemingway anaoudegezh gant feulster ar brezel. An devezh kentañ e tarzhas ul labouradeg pourvezioù-brezel e-kichen Milano. Ret e oa da Hemingway mont da zastum dilerc'hioù ar c'horfoù, korfoù merc'hed dreist-holl. Strafuilhet-kenañ e oa bet gant ar gejadenn gentañ-se gant ar marv.

Ar soudarded a gejas gante da-c'houde ne skañvjont ket e euzh. Unan anezhe, Eric Dorman-Smith, a zibunas da Hemingway unan eus gwerzennoù Herri IV gant Shakespeare[5] : "Dre ma le, ne ran ket forzh ; un den ne c'hall mervel ken ur wezh ; ur marv a zleomp da Zoue ... ha ra c'hoarvezo e-giz ma tigouezho, hemañ hag a varv ar bloaz-mañ zo kuitez ar bloaz goude[6],[7] (Hemingway, diouzh e du, a venegas ar werzenn-se e The Short Happy Life of Francis Macomber, unan eus e istorioù berr brudet a c'hoarvez en Afrika). Da Hemingway, en doa lavaret d'ur soudard un dro bennak, "troppo vecchio oc'h[8] evit ar brezel-se.", e respontas ar gwaz 50 vloaz : "Gallout a ran mervel kenkoulz ha kement gwaz[9].".

D'an 8 a viz Even 1918 e oa gloazet Hemingway pa oa o kas boued d'ar soudarded, ar pezh a lakaas un termen d'e espet evel bleiner ambulañs. Tizhet e oa gant ur vombezenn tennet gant ur mortez klazioù a lezas skolpennoù en e zivesker. Gloazet e oa daou eus e gamaraded ivez ha lazhet e oa unan all. Gloazet e oa ur wezh all gant gant un tenn mindrailherez e-keit ha ma oa o klask kas unan eus ar gamaraded-se en a-dreñv. Nebeut amzer goude e oa roet dezhañ ar medaglia d'argento (medalenn arc'hant) digant ar gouarnamant italian dre m'en doa kaset ur soudard italian gloazet e surentez en desped d'e c'hloazadennoù.

Labourat a reas Hemingway goude se en un ospital renet gant ar Groaz ruz amerikan e Milano. Dre ma oa nebeut a dra d'ober evit en em ziduiñ e eve kalz hag alies ha lenn a rae ar c'hazetennoù evit tremen an amzer. Anaoudegezh a reas eno gant Agnes von Kurowsky, a orin eus Washington, D.C., unan eus an 18 klañvdiourez a rae war-dro pep a strollad pevar c'hlañvour, a oa c'hwec'h vloaz koshoc'h. Kouezhañ a reas Hemingway e karantez ganti, met ne badas ket o darempred goude e zistro d'ar Stadoù-Unanet. E-lec'h distreiñ er Stadoù-Unanet da-heul Hemingway, evel ma oa raktreset da gentañ, e chomas gant un ofiser italian. Lezel a reas an darvoud-se ur merk war e bsiche ne zeuas ket a-benn da zilemel morse hag a bourchasas dezhañ awen ha danvez evit unan eus e romantoù kentañ, A Farewell to Arms. Ar c'hentañ istor diazezet war an eñvorennoù-se gant Hemingway, "A Very Short Story," a oa embannet e 1925. Diwezhatoc'h en e vuhez, Hemingway a hevelebekaas muioc'h c'hoazh ouzh tudenn ar romant, o tisklêriañ (e gaou) e oa deuet da vezañ Letanant en arme italian hag en doa kemeret perzh e tri emgann[10].

Romantoù kentañ hag oberennoù abred

kemmañ
 
Ranndi Ernest Hemingway e 1921 e Chicago, 1239 North Dearborn.

Goude ar brezel e tistroas Hemingway da Oak Park. E 1920 e tiannezas d'ur ranndi, 1599 Bathurst Street, anavezet hiziv evel The Hemingway, e karter Humewood-Cedarvale e Toronto, en Ontario[11]. Kavout a reas labour eno er gazetenn anvet Toronto Star. Dont a reas da vezañ mignon d'ur c'hazetenner all eus ar Star, Morley Callaghan. Kroget e oa Callaghan da skrivañ istorioù berr d'ar mare-se ; o diskouez a reas da Hemingway a brizas kalz anezhe. Tonket e oa dezho en em gavout adarre e Pariz diwezhatoc'h.

E-doug nebeut amzer, adalek diwezh 1920 hag e-pad lodenn vrasañ 1921, e oa bet Hemingway o chom e bevenn norzh Chicago, en ur labourat evit an The Toronto Star. Labourat a reas ivez evel kenembanner eus ar Co-operative Commonwealth, ur gazetenn viziek. E 1921 e euredas Hemingway e wreg kentañ, Hadley Richardson. Dianneziñ a rejont en ur ranndi enk er block 1300 eus Clark Street, e Chicago[12] E miz Gwengolo e tiannezas adarre ar c'houblad d'ur ranndi enk all, er pevare solier[13]. en 1239 North Dearborn en ul lodenn brudet-fall eus karterioù norzh Chicago. Emañ atav ar savadur en e sav, gant ur bladenn ouzh an talbenn a ra anezhañ "The Hemingway Apartment." Hadley a gavas dezhi e oa teñval ha digalonekaus, met e miz Du 1921, e kuitaas an Hemingwayed Chicago hag Oak Park, da viken, da vevañ en estrenvro.

War ali Sherwood Anderson ez ejont da Bariz da chom, e Bro-C'hall, e lec'h ma reas Hemingway war-dro ar Brezel gresian-ha-turkat evit an Toronto Star. Anderson a roas dezhañ ul lizher erbediñ evit Gertrude Stein.

Dont a reas da vezañ he mentor hag e lakaas anezhañ e darempred gant an "Emsav parizian modern" a oa en e vleuñv er c'harter Montparnasse. An deroù e oa ivez eus kelc'h an amerikaned divroet a zeuas da vezañ anavezet evel al "Lost Generation" (ar remziad kollet), un anv brudet gant Hemingway en enskrivadenn da unan eus e romantoù, The Sun Also Rises, hag en e eñvorennoù, A Moveable Feast. An anv, "Remziad kollet" a oa goveliet gant perc'henn ur c'harrdi a rae war-dro Ford-T Gertrude Stein hag e oa bet adkemeret ha troet ganti[14].

Levezonet e oa kalz gant ur mentor all, Ezra Pound,[15] krouer an "imagism". Hemingway a lavaras diwezhatoc'h eus ar strollad liesseurt-se, "Ar wirionez a veze gant Ezra an hanter eus an amzer, ha pa veze ar gaou gantañ, e veze ken gaou n'o peze morse an disterañ arvar diwar e benn. Atav e veze ar wirionez gant Gertrude."[16]. Daremprediñ a rae alies ar strollad stal-levrioù Sylvia Beach, "Shakespeare & Co.", 12 Rue de l'Odéon. Goude embannadur Ulysses, skrivet gant James Joyce, e 1922 hag an difenn graet da werzhañ anezhañ er Stadoù-Unanet e implijas Hemingway e vignoned eus Toronto evit lakaat skouerennoù eus ar romant da dremen harzoù ar Stadoù-Unanet (Skrivañ a ra Hemingway diwar-benn e gejadenn gant Joyce e Pariz e A Moveable Feast). Embannet e oa e gentañ levr dezhañ, anvet Three Stories and Ten Poems e 1923, e Pariz, gant Robert McAlmon.

 
La Closerie des Lilas restaorant (e 1909 amañ), ma skrivas Hemingway ul lodenn eus The Sun Also Rises.

Goude kalz berzh evel kenskriver en estrenvro, Hemingway a zistroas da Doronto, e 1923. E-doug an eil prantad-se e Toronto, e teuas kentañ mab Hemingway er gouloù. Badezet e oa John Hadley Nicanor Hemingway, met anavezet e vo diwezhatoc'h evel "Jack". Hemingway a c'houlennas digant Gertrude Stein bezañ maeronez e vab.

War-dro ar mare-se end-eeun e vroc'has Hemingway ouzh e embanner, Harry Hindmarsh, a grede dezhañ e oa bet kollet Hemingway gant an amzer tremenet tramor[17] Hindmarsh a roas Hemingway kefredioù mondian. Hemingway a zeuas da vezañ c'hwerv hag e skrivas ul lizher dilez fuloret e miz Du 1923. Koulskoude, pe ne oa ket kemeret e zilez e kont pe e oa nullet, rak Hemingway a gendalc'has da skrivañ ur wezh an amzer evit an The Toronto Star e 1924.[18]. Embannet e oa ar pep brasañ eus labour Hemingway evit ar Star e 1985.

Komañs a reas esped lennegel Hemingway er Stadoù-Unanet gant embannadur ar c'helc'hiad istorioù berr In Our Time, e 1925. An arvstoù a yae neuze d'ober etrerannbennadoù ar stumm amerikan a oa bet embannet en Europa da gentañ gant an anv in our time (1924). A-bouez e oa bet an oberenn-se evit Hemingway, rak diskouez a rae dezhañ en-dro e c'halle bezañ degemeret e c'hiz izekour[19] da skrivañ gant ar gumuniezh lennegel. "Big Two-Hearted River" eo istor brudetañ an dastumad. E miz Ebrel 1925, div sizhun goude ma oa deuet er-maez The Great Gatsby, e kejas Hemingway gant F. Scott Fitzgerald en Dingo Bar. Fitzgerald ha Hemingway a zeuas da vezañ mignoned vras da gentañ, hag alies e komzent hag e event asambles. Eskemm a raent o dornskridoù alies, ha Fitzgerald a reas kalz evit esped Hemingway hag embannadur e gentañ dastumad istorioù, daoust ma teuas o mignoniezh da vezañ klouaroc'h diwezhatoc'h ha ma kevezjont muioc'h etreze.

Buhez Hemingway e Bro-C'hall a awenas anezhañ evit e gentañ romant gwirion, The Sun Also Rises, e 1926. Awenet e oa an oberenn gant e vuhez evit kalz, pa zanevell buhez ur strollad Amerikaned divroet e Pariz hag e Bro-Spagn. C'hoarvez a ra an arvestoù pouezusañ eus ar romant e Pamplona, e-doug ar fiesta a oa brudet en Europa a-bezh hag en Amerika gant ar romant. Berzh mat a reas al levr ha prizet-bras e oa gant ar vurutellerien. Daoust m'en doa disklêriet Hemingway da gentañ e oa ur stumm lennegel diamzeret e oa bet atizet d'e skrivañ goude lenn dornskrid Fitzgerald evit The Great Gatsby.

Dispartiañ a reas Hemingway digant Hadley Richardson e 1927 hag eurediñ a raes Pauline Pfeiffer, ur gatoligez roman deol eus Piggott, en Arkansas. Pfeiffer a oa ur gelaouerez a skrive diwar-benn ar c'hiz a-wezhioù e kelaouennoù evel Vanity Fair ha Vogue[20]. Treiñ a reas Hemingway d'ar gatoligiezh e-unan d'ar mare-se. Ar bloaz-se e embannas Men Without Women, un dastumad danevelloù, ma kaver The Killers, unan eus e skridoù brudetañ hag embannet ar muiañ. E 1928, Hemingway ha Pfeiffer a ziannezas da gKey West, e Florida, evit loc'hañ o buhez nevez a-gevret. Koulskoude e oa trubuilhet o buhez nevez buan gant un darvoud skrijus all eus buhez Hemingway.

E 1928, Tad Hemingway, Clarence, strafuilhet gant kleñved ar sukr ha kudennoù arc'hant, en em bersekutas gant ur bistolenn gozh eus ar Brezel diabarzh. Ur gloaz don e oa bet evit Hemingway ha marteze e kaver roud eus an emlazh-se en emlazh tad Robert Jordan er romant For Whom the Bell Tolls. Distreiñ a reas diouzhtu da Oak Park evit aozañ an interamant ha lakat a reas breud da sevel o lâret a vouez uhel ar pezh a soñje hervez kredenn ar Gatoliged, da lâret eo ez ae an dud en em lazhe d'an ifern. D'ar memes koulz, war-bouez nebeut, Harry Crosby, diazezer ar "Black Sun Press" ha mignon da Hemingway abaoe e brantad e Pariz, en em bersekutas ivez.

Oberennoù

kemmañ


Filmoù diwar e oberennoù

kemmañ

Filmoù skinwel[22]

Oberennoù troet e brezhoneg

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. From Childhood e The Hemingway Resource Center.
  2. Div vammenn zisheñvel zo dizali diwar-benn pegeit e padas implij ar gwiskamant-se. Diouzh un notenn gant a PBS lecture series e vije padet ar boaz-se e-doug daou vloaz; Grauer a zisklêr e padas betek e 6 vloaz.
  3. [http://www.tridget.com/friends.htm title = "Lardner Connections", 22/03/2007
  4. Kalz istorioù evel se zo kontet e centennial commemoration page of the Kansas City Star.
  5. Rann III, arvest II
  6. "By my troth, I care not; a man can die but once ; we owe God a death...and let it go which way it will, he that dies this year is quit for the next."
  7. Burgess, 1978, p. 24.
  8. Italianeg re gozh
  9. "I can die as well as any man."
  10. Ferguson, Pity of War, xxiv.
  11. eus an National Post article diwar-benn karter Humewood-Cedarvale e Toronto
  12. Brown, Alan, "Literary Landmarks of Chicago," 2004, Starhill Press, ISBN 0-913515-50-7.
  13. An 3e solier diouzh boazioù Chicago
  14. Evel m'en danevell Hemingway er rannbennad "Ur remziad kollet," eus A Moveable Feast.
  15. E miz Eost 1943 e skrivas Hemingway ul lizher da Archibald MacLeish diwar-benn yec'hed spered Pound ha danvezioù lennegel all.
  16. E-doug un diviz gant John Peale Bishop, danevellet e Hemingway, Cowley, 1944, p. XIII.
  17. 'Dateline: Toronto, rakskrid, pp xxv-xxvii, Charles Scribner Jr.
  18. "Hem and The Star: Parting was inevitable", The Toronto Star, 02/02/1986
  19. minimalist
  20. Hemingway Resource Center
  21. Hemingway, Ernest, A. E. Hotchner, Dear Papa, Dear Hotch: The Correspondence of Ernest Hemingway And A. E. Hotchner, University of Missouri Press, 2005, Columbia, Missouri, ISBN 0-8262-1605-6
  22. Hemingway Ernest, A. E. Hotchner, Dear Papa, Dear Hotch: The Correspondence of Ernest Hemingway And A. E. Hotchner, University of Missouri Press, 2005, Columbia, Missouri, ISBN 0-8262-1605-6