Yann Talbot
Yann Talbot
Anv pluenn Yann Talbot
Obererezh Beleg
Kazetenner
Troer
Ganedigezh e 1940
e Lannuon, Breizh
Marv e 2018
e Plerin, Breizh
Yezh skrivañ Brezhoneg
Oberennoù pennañ
An Treuzstummadur (Troidigezh)


Yann Talbot (1940 Lannuon-2018 Plerin) zo ur skrivagner brezhonek hag ur beleg katolik.

Person Landreger e oa bet goude bezañ bet hini Rostrenenn, a-raok dont da barrez Lannuon. Un toullad troidigezhioù en deus bet embannet el Liamm diwar danevelloù Jorge Luis Borges, William Faulkner ha re all. Troet en deus ivez Franz Kafka. Bet eo bet kelenner war ar skiantoù armerzhel ha sokial ha war ar brezhoneg.

Ganet eo bet Yann Talbot e Lannuon, e Treger, er bloavezh 1940. Bevet en deus eno gant e dud, e c'hoar hag e vreur (marv eo hemañ d'e 14 vloaz). Kroget eo da zeskiñ brezhoneg e skolaj Sant-Jozef (Lannuon) peogwir e oa troet gant sevenadur Breizh hag ivez peogwir ne oa ket bet savet e brezhoneg met e galleg. Klevet a rae brezhoneg er gêr memestra.

Diwezhatoc'h e krogas gant studioù war an istor e Roazhon hag eno eo e krogas da gompren, da gomz ha da lenn brezhoneg tro-dro da 17/18 vloaz. E studioù uhel war ar brederouriezh hag an doueoniezh a reas en Añje.

Pan erruas war an oad e voe anvet da berson Landreger goude bezañ bet hini Rostrenn met a-raok e voe kelenner war an istor hag an douaroniezh, ar studioù ekonomikel ha sokial hag evel-just war ar brezhoneg e skol Campostal e Rostrenn.

Plediñ a ra gant ar gevredigezh Breuriezh Sant Erwan en doa krouet e 1962 gant ar veleion Armañs ar C'halvez ha Per Bourdellez. Alies a-walc'h e lid oferennoù evit tud an Emsav evel obidoù Yann Fouere e 2011 pe gant ar gevredigezh Mignoned Feiz ha Breizh.

E varv

kemmañ

Marvet eo e Plerin[1],[2], ha beziet e Lannuon.

Oberennoù

kemmañ

Skrivet ez eus bet kalz a bennadoù gant Yann Talbot, dreist-holl e-barzh Al Liamm ha Kannadig Imbourc'h. Met skrivet en deus ivez un nebeud danevelloù, barzhonegoù ha troidigezhioù.

Levrioù

kemmañ

Pennadoù

kemmañ

Al Liamm

kemmañ
  • Añjela Duval : ur plac'h hag he stourm, niv.210, p.55
  • Pa vin marv, niv.211, p.49
  • Prezegenn da-geñver obidoù an Aotrou Klerg, niv.226, p.247
  • Gwilherm Dubourg, beleg (1928-1988), niv.247, p.85
  • Per Bourdellez : va mestr, niv.256, p.243
  • Homelienn evit dekvet deiz-ha-bloaz marv Añjela Duval, niv.269, p.398

Kannadig Imbourc'h

kemmañ
  • Ar Feiz, an Esperañs, ar Garantez, niverenn 18
  • Ar mogerioù ouzh hon dispartiañ diouzh Doue, niverenn 86, Mezheven 2014
  • Kentañ Sul ar c’horaiz : « Karc’hariet e oan ha deuet oc’h betek ennon », niverenn 26
  • Mark 16, 9-20 Oferenn Sant Loup, niverenn 22
  • Teneridigezh Doue, niverenn 74, Genver-C'hwevrer 2012

Barzhonegoù

kemmañ
  • Recife, niv.108, p.7
  • Ho trugarekaat a ran, va Doue, niv.122, p.217
  • Ne fell ket din mont d'o skol, niv.134, p.172
  • Devet hon eus an ilizoù, niv. 195, p.262

Danevelloù

kemmañ
  • Angelloù ar Morvleiz, niv.107, p.422

Troidigezhioù

kemmañ
  • Ar groaz houarn, Al Liamm, niv.242, p.214
  • Nolly Lost-Kotoñs, niv.253, p.121
  • Ar c'hampion, niv.257, p.364
  • Merc'heta, niv.259, p.136
  • An Aviel hervez sant Mark, niv.269, p.387
  • Ur rozenn evit Emili, gant William Faulkner, niv.302, p.300

Liamm diavaez

kemmañ
  1. Pennad e-barzh Ouest-France
  2. Pennad e-barzh [1]