Mignoned Feiz ha Breizh
Mignoned Feiz ha Breizh zo ur gevredigezhig hag a ra war-dro koun Yann-Vari Perrot hag e gelaouenn Feiz ha Breiz.
Ganet eo bet e penn kentañ ar bloavezhioù 2000, war-lerc'h un disrann eus Unvaniezh Koad Kev gant tud ha na felle ket dezho meskañ politikerezh eus an tu-dehou pellañ gant an eñvor da rentañ da Yann-Vari Perrot.
Bep bloaz ez eo aozet un oferenn d'an 12 a viz Kerzu gant Mignoned Feiz ha Breizh, deiz ma voe lazhet Yann-Vari Perrot, e chapel Koad-Kev, e Skrigneg, lidet gant an tad Yann Talbot.