Feiz ha Breiz
Feiz ha Breiz | |
---|---|
![]() | |
Padelezh | Sizhuniek 1865 - 1884 |
Kentañ niverenn | 4 a viz C'hwevrer 1865 ha Genver 1899 |
Niverenn ziwezhañ | 1884 ha Meurzh 1944 |
Bro | ![]() |
Doare | ![]() |
Sujidigezh | ![]() ![]() |
Anvioù all | Feiz ha Breiz, Arvorig ha Kroaz ar Vretoned |
Koumananterien | 10 000 skouerenn d'an uhelañ |
Pennoù | Léopold de Léseleuc 1865 Goulven Morvan 1865-1875 |
ISSN [2025-6736] | |
kemmañ ![]() |
Feiz ha Breiz a oa ur gelaouenn e brezhoneg a oa bet embannet etre 1865 ha 1884 da gentañ, hag etre 1899 ha 1944 goude.
Bet e oa ivez ur gelaouenn Feiz ha Breiz evit ar re yaouank anvet Feiz ha Breiz ar Vugale.
Feiz ha Breiz kentañ (1865-1884)Aozañ
Savet e voe ar gelaouenn Feiz ha Breiz gant Léopold-René Leséleuc de Kerouara, ur beleg hag a voe vikel-vras eskopti Kemper ha Leon hag eskob Autun diwezhatoc’h. Eñ an hini a alias da eskob Kemper, an aotrou Sergent, krouiñ ur gelaouenn e brezhoneg evit annezidi an eskopti, e 1865. Eñ eo ivez a ginnigas e vije fiziet renerezh ar gelaouenn-se e Goulven Morvan, ur beleg genidik eus ar Forest-Landerne hag ur brezhoneger ampart anezhañ. E penn Feiz ha Breiz e chomas Goulven Morvan eus 1865 da 1875.
D’ar 4 a viz C'hwevrer 1865 e teuas er-maez an niverenn gentañ. Bep sizhun e teue er-maez, mui pe vui. Er gelaouenn e veze kavet skridoù relijiel, pennadoù diwar-benn istor an iliz hag ar sent, kentelioù a skouer vat, hag « ivez un istor all bennak gaeoc’h ha zoken ur marvailh bennak evit lakaat [al lenner] da c’hoarzhin ». E dibenn ar bloavezh kentañ e oa 2000 den koumanantet. Paouez a reas Goulven Morvan da ren Feiz ha Breiz e 1875 hag un tamm ehan a voe a-raok ma voe adstaget gant ur beleg all, Gabriel Morvan. Goude se e voe tud all c’hoazh e penn ar gelaouenn : Yann-Vari Nedeleg, Arsène de Kerangal, ha Gabriel Milin a voe he rener diwezhañ. Gant Milin, kenlabourer ar c'horonal Troude, e voe degaset tamm-ha-tamm doare-skrivañ ar Gonideg er gelaouenn. Hogen d’ar 26 a viz Ebrel 1884 e teuas an niverenn diwezhañ er-maez.
Eil Feiz ha Breiz (1899-1944)Aozañ
Goude diskar Feiz ha Breiz kentañ e oa splann d’an Iliz e vanke ur gelaouenn vrezhonek evit katoliked Breizh-Izel. Aon a oa gant ar veleien ez aje an dizoueegezh war-raok gant ar galleg war ar maezioù. D’ar 25 a viz Mae 1899 e voe bodet un nebeud beleien e Landerne, en-dro d’an tad Yann-Loeiz ar Gwenn (Tad Kaourintin a Gerbenead), evit krouiñ, en eskopti, ur gevredigezh hag ur gelaouenn da gas ar brezhoneg war-raok. Ar gevredigezh, anvet Feiz ha Breiz ivez, a oa he fal broudañ ar c’helenn brezhoneg er skolioù hag embann levrioù ha danvez lenn e brezhoneg evit ar gatoliked. E miz Genver 1899 e teuas er-maez niverenn gentañ ar rummad nevez eus Feiz ha Breiz. Bep daou viz e teue er-maez da gentañ. An Tad Kaourintin e oa ar rener kentañ. War e lerc’h e voe meur a hini all, an aotrou Yann-Vari ar Gall, person ar Folgoad, hag an aotrou Frañsez Kardinal en o zouez. E 1907 e teuas ar gelaouenn da vezañ miziek. E 1911 e voe sammet ar renerezh gant Yann-Vari Perrot a genlaboure gant ar gelaouenn abaoe 1902, hag a oa eilrener abaoe un nebeud bloavezhioù. E penn ar gelaouenn e chomas Yann-Vari Perrot betek e varv e miz Kerzu 1943.
Gant Yann-Vari Perrot e voe degemeret doare-skrivañ emglev 1907 (emglev Sant-Brieg, gant Frañsez Vallée hag Émile Ernault), pa ne oa doare-skrivañ unvan ebet gant ar pennadoù embannet e Feiz ha Breiz er bloavezhioù kentañ. Istor ar vro, ar relijion, ar stourm a-enep ar vezventi pe an hini a-enep "ar skolioù dizoue"… a oa danvez ar pennadoù. Un ton brogarour a-walc’h a voe kemeret gant ar pennadoù-se dindan renerezh an aotrou Perrot, en doa displeget e soñjoù e 1907 en ur pennad anvet "Va gouenn, va yez, va bro". Etre miz Eost 1914 ha miz Gouere 1919 e voe paouezet da embann Feiz ha Breiz, dre ma oa Yann-Vari Perrot war an talbenn, evel « kravazher ». Alies e veze savet tresadenn golo ar gazetenn gant Xavier Haas. E-pad an Eil brezel-bed e teuas anv ar gelaouenn Feiz ha Breiz da vezañ staget ouzh ar vroadelouriezh vreizhek prest da genlabourat gant an Alamaned, pa asantas Yann-Vari Perrot mont e-barzh ar c'h-Comité consultatif de Bretagne. Abalamour da se, ha d’e enepkomunouriezh, e voe lazhet Perrot d’an 12 a viz Kerzu 1943. Goude e varv e voe kemeret stur ar gelaouenn gant Laorañs Bleunven, person Gwitalmeze, e-pad ur pennadig amzer. An niverenn diwezhañ a zeuas er-maez a voe hini miz Meurzh 1944.
A-raok ar Brezel-bed kentañ e voe ar muiañ a lennerien gant Feiz ha Breiz : 7 000 e miz Here 1912. Kalz skrivagnerien a genlabouras gant ar gelaouenn. Menegiñ a c’haller Frañsez Vallée, Frañsez Jaffrennou (Taldir), Kristof Jezegou, Frañsez Kadig, Glaoda ar Prad, Paotr Treoure, Aogust Bocher, Erwan ar Moal, Loeiz Dujardin…
Etre 1919 ha 1923 e voe embannet ar gelaouenn Arvorig, krouet gant Erwan ar Moal, a-gevret gant Feiz ha Breiz, dindan renerezh Yann-Vari Perrot evit Penn-ar-Bed hag Erwan ar Moal evit Aodoù-an-Hanternoz.
Goude an Eil brezel-bedAozañ
Laorañs Bleunven a savas ar gelaouenn Kroaz Breiz gant Yann-Frañsez Falc'hun e 1948, evel kelaouenn ar Bleun-Brug. Cheñch anv a reas ar gelaouenn avat e 1951 evit kemer an anv Bleun-Brug, just a-walc’h.
An anv Feiz ha Breiz a chomas un aspadenn anezhañ e titl leun ar gelaouenn Barr-Heol, embannet etre 1953 ha 1978, a oa Barr-Heol war Feiz ha Breizh.
KrennlavarAozañ
LevrlennadurAozañ
- Fañch Elegoet, Feiz ha Breiz 1900-1914 – Notes sur un nationalisme breton, er gelaouenn Pluriel niv. 18, 1979.
- Ronan Calvez, Vie et mort du paysanisme breton : Feiz ha Breiz (1865-1875), La Bretagne linguistique, niv. 11, Brest, CRBC-UBO, 1998, pp. 77-96.
- Ronan Calvez, Le politique du sacré : Feiz ha Breiz et les pardons, KREIZ 6, "Hauts lieux du sacré en Bretagne", Brest, CRBC-UBO, 1997, pp. 49-70.
- Cédric Choplin, Feiz ha Breiz (1865-1884) ou la genèse d’une langue journalistique, La Bretagne linguistique niv. 16, 2011, pp. 19-36.