4 C'hwevrer
deiziad
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 1789 : dilennet eo George Washington da gentañ prezidant Stadoù Unanet Amerika.
- 1865 : niverenn gentañ ar gelaouenn vrezhonek Feiz ha Breiz.
- 1945 : penn-kentañ Kendalc'h Yalta.
- 1948 : dizalc'hidigezh Sri Lanka.
- 1994 : kann etre pesketourien ha polised e-kerzh ur vanifestadeg da-geñver gweladenn ar c'hentañ ministr gall Édouard Balladur e Roazhon. Reuz bras e-kêr. Degadoù a dud gloazet. Goude kreiznoz, d'ar 5 neuze, e pegas an tan e Parlamant Breizh en un doare dizispleg. Freuzet-lip e voe gant an tan-gwall.
Ganedigezhioù
kemmañ- 1677 : Johann Ludwig Bach, sonaozer alaman.
- 1688 : Marivaux, aozer pezhioù c'hoari gall.
- 1746 : Tadeusz Kościuszko, jeneral polonat hag a stourmas evit dizalc'hidigezh e vro a-enep Impalaeriezh Rusia hag a-enep Prusia, koulz hag evit dizalc'hidigezh Stadoù Unanet Amerika.
- 1761 : Blasius Merrem, bevoniour alaman.
- 1798 : John Cochrane, breutaer ha mestrc'harier echedoù skosat.
- 1838 : Marie-Anne Praud de La Nicollière, skrivagnerez c'hallek.
- 1860 : Jackson Showalter, mestrc'hoarier echedoù eus SUA.
- 1868 : Constance Markievicz, emsaverez da vare dispac'h Iwerzhon.
- 1881 : Fernand Léger, livour gall.
- 1900 : Jacques Prévert, barzh gall.
- 1902 : Charles Lindbergh, nijer amerikan.
- 1913 : Rosa Parks, stourmerez evit gwirioù ar re zu e Stadoù Unanet Amerika.
- 1969 : Wu Shaobin, mestrc'hoarier echedoù sinaat.
- 1975 : Natalie Imbruglia, kanerez hag aktorez eus Aostralia.
- 1987 : Nikita Vitiougov, meurc'hoarier echedoù rusian.
Marvioù
kemmañ- 708 : Sisinnius, pab an Iliz katolik roman.
- 1642 : Armand-Jean du Plessis, Kardinal Richelieu, den-Stad gall.
- 1837 : John Latham, evnoniour, mezeg ha skrivagner saoz.
- 1894 : Adolphe Sax, ijiner belgiat ar saksell.
- 1949 : René Le Roux (Meven Mordiern e anv-pluenn), skrivagner brezhonek ha yezhour brezhonek.
- 1956 : Savielly Tartakower, meurc'hoarier echedoù gall-polonat.
- 1972 : Armañs ar C'halvez, beleg, brezhonegour, keltiegour ha kelennour.
- 1983 : Lucienne Bogaert, aktourez (c'hoariva, sinema ha skinwel) c'hall.
- 1983 : Karen Carpenter, kanerez ha sonerez taboulin, unan eus izili an daouad kanerien stadunanat The Carpenters.
- 1987 : Liberace (Mr. Showmanship), pianoour stadunant.
- 2016 : Edgar Mitchell, astraer stadunanat, bet war al Loar e 1971 (Apollo 14).
- 2020 : Daniel arap Moi, eil prezidant Kenya.
Lidoù
kemmañ- Devezhioù broadel :
- Katoliked:
- Sent an deiz :
- sant Modan, VIvet kantved,
- sant Lefer, VIIvet kantved, diazezer Sant-Lefer e Bro-Naoned,
- sant Merien,
- sant Morvred.
- Sent an deiz :