Rosa Parks
Rosa Louise McCauley Parks, bet ganet d'ar 4 a viz C'hwevrer 1913 e Tuskegee, Alabama (SUA) ha marvet d'ar 24 a viz Here 2005 e Detroit, Michigan (SUA) a oa ur wrierez du hag a stourmas a-enep hanbarzh ar "gouennoù" er Stadoù-Unanet.
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Rosa Louise McCauley Parks |
Anv ganedigezh | Rosa Louise McCauley |
Anv-bihan | Louise, Rosa |
Anv-familh | McCauley, Parks |
Anv e kana | ローザ・パークス |
Deiziad ganedigezh | 4 C'hwe 1913 |
Lec'h ganedigezh | Tuskegee |
Deiziad ar marv | 24 Her 2005 |
Lec'h ar marv | Detroit |
Doare mervel | abeg naturel |
Lec'h douaridigezh | Woodlawn Cemetery |
Pried | Raymond Parks |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Micher | autobiographer, human rights activist, civil rights advocate, public figure, stourmer politikel |
Tachenn labour | civil rights movement, Great Kingdom of Sudan, racial segregation, activism, civil rights |
Bet war ar studi e | Alabama State University |
Lec'h annez | Detroit |
Strollad etnek | Afroamerikaned |
Relijion | United Methodist Church |
Kleñved | dementia |
Ezel eus | Alpha Kappa Alpha |
Perc'henn war | Q128483103 |
Darvoud-alc'hwez | civil disobedience |
Oral history at | Black Women Oral History Project |
Deuet eo da vezañ brudet d'ar 1añ a viz Kerzu 1955 e Montgomery (Alabama), pa nac'has lezel he c'hador karr-boutin d'un den gwenn. Harzet e voe gant ar boliserien ha kondaonet, en abeg da zizurzh foran ha da wallerezh al lezennoù lec'hel, da baeañ un dell-gastiz a 10 dollar, mui 4 dollar a vizoù justis. Pevar devezh goude e reas engalv war ar varnadenn-se. Martin Luther King, ur pastor du oadet a 26 vloaz, a grogas neuze gant ur c'houlzad enebiñ hag ur boikot enep ar gompagnunezh kirri-boutina badas 381 devezh.
Yaouankiz
kemmañE Tuskegee, Alabama, e voe ganet Rosa Parks e 1913. He zad James McCauley a oa kalvez hag he mamm Leona Edwards a oa skolaerez. Merc'h henañ ur familh daou vugel e oa, Sylvester a oa anv he breur. Goude dizimez he zud ez eas da vevañ en un ti-feurm gant he mamm, he breur hag he zud-kozh. Leona a oa mennet-start da reiñ d'he bugale un deskadurezh pinvidik, eus ar gwellañ, daoust da ziaezamantoù skoliataerezh ar re zu, setu perak e tivizas ober skol er gêr d'he merc'h betek he 11 vloaz.
E 1924 e voe kaset Rosa d'an Industrial School for Girls, ur skol bet savet gant familhoù gwenn eus an Norzh evit ar vugale zu, e Montgomery, nepell diouzh annez he moereb.
En Alabama State Teachers College for Negroes e reas he studioù eil-derez, met rediet e voe da baouez ganto a-raok ar fin evit mont d'ober war-dro he mamm hag he mamm-gozh, a oa klañv-bras. He zad-kozh a rae ar ged dirak o zi gant ur fuzuilh evit diwall ouzh paotred ar C'hu Klux Klan, ur strollad a oa a-enep ar re zu, abalamour m'o doa lakaet an tan e skol Rosa dre ziv wech. A-hed he yaouankiz e voe rediet Rosa da vevañ gant ar gouennelouriezh, gouzañvet he deus an holl gunujennoù. Da skouer, ar c'hirri-boutin a oa difennet d'ar skolidi du, ne oa nemet ar re wenn a oa aotreet da vont e-barzh ; ret e oa d'ar re zu mont war droad.
Pa oan bihan e soñje din e oa gwelloc'h blaz an dour er feunteunioù evit ar re wenn eget er re evit ar re zu
– Rosa Parks
Endalc'hioù politikel kentañ
kemmañE 1932 e timezas Rosa McCauley gant ar barver Raymond Parks, un emsaver evit ar gwirioù keodedel d'an holl. Broudañ a reas e wreg da echuiñ gant he studioù eil-derez, ar pezh a reas Rosa betek 1934. D'ar c'houlz-se, he gwaz a oa o tastum arc'hant evit sikour ur strollad tud yaouank du, ar Scottboro Boys, a oa tamallet e gaou da vezañ gwallet div blac'h yaouank wenn.
Rosa Parks a labouras evel gwrierez eus 1930 betek 1955, met meur a labour bihan he deus graet a-gostez, evel skoazellerez. E miz Kerzu 1943, Parks a emezelas en emsav evit ar gwirioù keodedel (American Civil Rights Movement), hag a labouras e-giz sekretourez, rak ar plac'h nemeti e oa e Montgomery evit an NAACP (National Association for the Advancement of Colored People) renet gant Edgar Nixon. Betek 1957 e labouras eno.
E 1945 e labouras buan-ha-buan er bon nijerezioù Maxwell, un takad kevreadel ma ne oa ket a hanbarzh. Bez' e voe ivez plac'h-tiegezh evit ur c'houblad frankizour, Clifford ha Virginia Durr a vroudas Rosa da heuliañ ur stummadur war gwirioù al labourerien hag ar gevatalder etre ar "gouennoù" e Highlander Folk School, e Monteagle (Tennessee). C'hwec'h miz a-raok an "darvoudenn" e oa.
Adalek 1965 betek 1988, da goulz he leve, e labouras Rosa Parks evel eilerez ar c'hannad afrikan-amerikan John Conyers.
Kirri-boutin
kemmañMont en-dro
kemmañReolennoù strizh a oa e-ke~ver lec'h an du du hag har re wenn er c'hirri-boutin d'ar c'houlz-se :
- Evit ar re wenn e veze miret penn a-raok ar c'harr-boutin, da lavaret eo ar 4 renkennad kentañ ; ar re zu n'ho doa ket ar gwir da chom war o sav en alez zoken.
- Evit ar re zu e veze miret penn a-dreñv ar c'harr-boutin, da lavaret eo 75% eus ar veajourien ; ne veze ket bepred kadorioù evito.
- Ur rann boutin d'an daou "c'houenn" a oa, met ar re zu a veze rediet da lezel o flas d'ar re gwenn p'o doa ezhomm.
Evit mont-tre er c'harr-boutin, ar re zu a bae a-raok, ha da c'houde, mard oa tud wenn er penn a-raok, e vezent rediet da ziskenn evit adpignat dre an tu a-dreñv. Alies e loc'he ar c'harr-boutin kuit a-raok ma vije bet amzer d'un den du adpignat ennañ.
1943
kemmañE-pad bloavezhioù ha bloavezhioù e klemmas kumuniezh an dud du a-zivout stad an traoù. Parks ne voe ket un nemedenn.
Va stourm ouzh ar gwallgaserezh-se er c'hirri-boutin n'en deus ket kroget gant va serriñ. Kerzhet em eus kalz e Montgomery.
– Rosa Parks
D'un deiz e 1943 e reas Rosa Parks un amprou pa c'houlennas diganti blenier ar c'harr-boutin, James Blake, diskenn eus ar bus evit adpignat dre an tu a-dreñv. Hi a yeas war-du an nor a-raok, leuskel a reas he yalc'h da gouezhañ, azezañ a reas ur pennadig war un azezenn a oa miret evit ar re wenn evit gellout he dastum. Kounnaret-bras an tamm anezhañ, ar blenier a lezas just an amzer dezhi da ziskenn diouzh ar bus hag a gendalc'has gant e hent. Rosa Parks a rankas kerzhout tremen 5 miles (8 km) dindan ar glav. Ar memes blenier a voe d'ar 1añ a viz Kerzu 1955.
1añ a viz Kerzu 1955
kemmañUr wastadourez en difenn gwirioù ar re zu en Amerika e voe Rosa Parks, he deus kemeret he flas en Istor ar Stadoù-Unanet evit bezañ nac'het, en ur c'harr-boutin, lezel he c'hador d'un den gwenn.
D'ar 1añ a viz Kerzu 1955, oadet 42 vloaz, Rosa Parks a voulc'has he devezh evel unan all. Pignat a reas er c'harr-boutin ha paeañ he flas. En deiz-se ez anavezas ar blenier, an hini en doa he strinket diouzh ar c'harr-boutin 12 vloaz abretoc'h, James Blake e anv.
Er rann voutin ez eas Rosa da azezañ, hag en enep d'ar veajourien du all e nac'has lezel he flas pa fellas d'un den gwenn e gemer, rak skuizh e oa gant gouzañv gwallgaserezh gwerso, kavout a reas dezhi e oa ret paouez gant ar c'houennelouriezh-se. Ne voe an hini gentañ o terriñ ar reolenn, tud all o doa paeet ker, gant o buhez a-wechoù.
Kalz tud o deus lavaret em boa nac'het lezel va flas an deiz-se abalamour ma oan skuizh, met se n'eo ket gwir. Ne oan ket skuizh a-gorf, ket muioc'h eget boaz goude al labour, n'em boa ket poan dreid, met kentoc'h poan galon, va c'halon den. Buhezel e oa ma skuizhder, kentoc'h. Aet e oan skuizh o heuliañ hep enebiñ ouzh urzhioù ar re wenn.
– Rosa Parks
D'ar c'houlz-se e stourme dija e kevredigezhioù difenn ar gwirioù keodedel.
Ar blenier he redias da lezel he flas. Nac'h a reas-hi. Kounnar vras a savas er paotr, a ziskennas hag a zistroas gant ur poliser a harzas Rosa Parks. Goulenn a reas hi dezhañ : « Perak kement a wanerezh ? » ha respontet e voe dezhi : « N'ouzon ket, met al lezenn eo al lezenn, emaoc'h harzet ganin. »
Evel ma oa kustum d'an amzer-se, Rosa Parks a voe barnet kablus ha kondaonet da baeañ un dell-gastiz 15 dollar. Tamallet e voe dezhi un dizurzh foran ha gwallerezh al lezennoù lec'hel. En he c'hreiz e ouias ar wrierez-se 42 vloaz dezhi, e vije en deiz-se ar wech diwezhañ dezhi bezañ mezhekaet evel-se er c'harr-boutin ([...] that it was the very last time that I would ever ride in humiliation of this kind).
Rosa Parks he doe ar gwir da bellgomz d'un den hepken. Tennet he deus splet evit mont e darempred gant E.D. Nixon, unan eus pennoù-bras NAACP Montgomery. Nixon a voe kounnaret-bras, met kompren a reas e c'hellje an itron Parks bezañ arouez dreist an direizhded a oa er Su, rak un itron digemm e oa, un deskadurezh vras he doa ivez. Nixon a bellgomzas d'an alvokad frankizour gwenn Clifford Durr, e oa bet Rosa o labourat en e di, hag a asantas he difenn. Goude kuzuliadenn gant an alvokad, he gwaz hag he mamm, Rosa Parks a asantas da elbikat ouzh al lezenn war an hanbarzh a oa pennabeg dezhi bezañ bet harzet.
Ne oa ket bet ar polis en gortoz eus ul lañs a unaniezh ker bras. Buan a-walc'h eo bet divizet boikotiñ ar gompagnunezh kirri-boutin, betek ma paouezje gant he boazioù hanbarzhel.
En nozvezh goude, 50 penn-bras ar gumuniezh afrikan-amerikan, kaset gant ur pastor yaouank dianav d'ar c'houlz-se, an Dr Martin Luther King, Jr, en em vodas en iliz Dexter Avenue evit komz diwar-benn ar pezh a oa ret ober goude harzidigezh Rosa. Krouiñ a rejont ar Montgomery Improvement Association (MPI), gant King da benn-bras dilennet abalamour ma skigne teoriennoù war an nann-feulster ha war an disentidigezh keodedel. Klemmoù mallus en doe an MPI :
- evit ma c'hellje ar re wenn hag ar re zu azezañ el lec'h m'ho dije c'hoant er c'harri-boutin ;
- evit ma vije ar vlenierien sevenoc'h gant an holl, gwenn pe zu o c'hroc'hen ;
- evit ma vije blenierien du gopret gant ar gompagnunezh.
War-nes ar prosez, 35 000 brudfollenn a voe dasparzhet evit pediñ ar re zu da na implijout ar c'hirri-boutin d'al Lun 5 a viz Kerzu 1955. Embannet e voe ar bedadenn e The Montgomery Advertiser, kazetenn lec'hel ar re zu. Penn-kentañ ar boikot e voe, padout a reas tremen ur bloavezh, 381 devezh resis. An darn vrasañ eus an dud a yeas war droad, ha buan-ha-buan e voe gwelet taksioù bleniet gant tud du o tont war wel evit treuzkas an dud evit 10 cent, rik=ha-rik priz ar c'hirri-boutin. Un nebeud tud wenn a heulias al lusk ivez. A-drugarez d'an heklev etrebroadel e krogas kumuniezh an dud du da resev arc'hant hag en deus servijet da staliañ kirri-boutin a-gostez hag da brenañ botoù nevez. Oberoù feuls-tre a voe ivez, evel dinamitañ ti King hahini Nixon, ha meur a hegerezh a-enep ar re zu. Evel boaz, King a c'houlennas digant an holl na respont d'an oberoù-se.
A-benn ar fin, d'an 13 a viz Du 1956, lez-veur ar Stadoù Unanet a varnas e oa ret freuzañ hanbarzh ar gouennoù er c'hirri-boutin. Ne erruas ar c'heloù e Montgomery nemet ur sizhun goude. D'an 21 e voe paouezet gant ar boikot.
Evelkent, ar feulster a gendalc'has gant tennoù ouzh ti King ha war kirri-boutin, koulz ha gant tarzherezh an ilizoù darempreded gant ar re zu. Ur strollad yaouankizoù du emanvet Freedom Riders a stalias linennoù busoù etre Stadoù hanbarzhour ar Su, met goude un nebeud devezhioù, unan eus o c'hirri-boutin a voe harzet gant ar C'hu Klux Klan, ar beajourien a voe skoet hag ar bus devet. E 1964 hepken e voe difennet an hanbarzh el lec'hioù forangant ar Civil Rights Act ; goude e 1965 e voe nullet an tailhoù a oa ret evit mouezhiañ.
Goude an darvoudenn
kemmañGoude-se e teuas Rosa Parks da vezañ un arouez evit ar gwirioù keodedel. Daougementet e voe ar feulster enep annezioù aozerion ar boikot hag enep an ilizoù darempredet gant ar re zu. Ur c'hrougadeg a erruas war ar re Barks hag o familh. An darn vrasañ anezho a gollas o labour hag ar re all a voe herallet gant ar re wenn. Dre ma ne gave ket labour ha dindan gwask he familh ankeniet evit he surentez, hag ivez peogwir n'en em gleve ket bepred gant levierion du kêr, Rosa Parks a guitaas Montgomery e 1957. Mont a reas d'an Norzh, e Hamptom e Virginia ha da c'houde e Detroit e Michigan.
Labourat a reas du-se evel gwrierez, betek ma'z emezelas e skipailh dileuriad demokratel ar Michigan, an afrikan-amerikan John Conyers, evit kambr an dileuridi ar Stadoù-Unanet. Labourat a reas eno eus 1965 betek he leve, d'an 30 a viz Gwengolo 1988, unnek vloaz goude marv Raymond Parks, he gwaz, e 1977.
Rosa and Raymond Parks Institute for Self Development
kemmañE miz C'hwevrer 1987, Rosa Parks hag Elaine Eason Steele a grouas ar Rosa and Raymond Parks Institute for Self Devlopment en enor da Raymond Parks, evit broudañ ha bleniañ a re yaouank a-benn o lakaat da dizhout penn ho galloudezhioù, ha da lakaat d'an niver brasañ a dud ar goulennoù a levezon dazont ar bed. Ar fondezon a brof da grennarded bet ganet ha maget e kenelioù disheñvel ur programm anvet "Gwenodennoù ar Peoc'h", hag o broud da anavezout o hêrezh sevenadurel,Iistor ar wirioù keodedel, hag all. Kelenn a ra dezho sevenadur ar peoc'h.
Aozañ a ra ivez beajoù dre garr-boutin evit ar rummadoù yaouankañ, er Stadoù-Unanet, evit gweladenniñ al lec'hioù pouezus en Istor ar gwirioù keodedel.
E-kerzh ur weladenn e 1997, ar c'harr-boutin agouezhas en ur stêr ; Adisa Foluke, anavezet evel advab-bihan Rosa, a voe lazhet war an taol, ha meur a vugel all a voegloazet.
Labour evit ar gwirioù keodedel
kemmañKemeret he doa Rosa Parks perzh e Baleadeg ar Peoc'h e Washington e 1963, hag e hini Montgomery e 1965.
Goude bezañ labouret evit John Conyers betek 1988 e kendalc'has da stourm evit ar gwirioù keodedel. Ezel e oa eus an NAACP abaoe pell amzer dija.
E 1992 ez embannas ul levr evit ar vugale, Rosa Parks : My Story, a dezrevell he buhez betek an deiz-se e 1955 ma nac'has lezel he flas er c'harr-boutin. C'hoant he doa da lakaat ar vugale da gompren n'eo ket bet aes gounez ar gwirioù o deus hiziv an deiz.
E 1995 e kemeras a perzh er Million March Man hag a vodas tremen ur milion a dud du e Washington.
Gouestlet he deus klz amzer d'an ensavadur bet krouet ganti hag Elaine Eason Steele.
Diwezh
kemmañDiaes eo bet bloavezhioù diwezhañ Rosa Arks. Kaset e voe d'an ospital goude un hold-up c'hoarvezet d'an 30 a viz Eost 1994 : Joseph Skipper, 28 vloaz, a laeras 53 dollar diganti. Kondaonet e voe d'an 8 a viz Eost 1995 da 15 vloaz toull-bac'h. Rosa a bardonas dezhañ rak goulennet e oa bet ganti ma c'hallje an den yaouank en em zasprenañ e-lec'h mont d'an toull-bac'h.
Poan he deveze o paeañ feurmoù he lojeiz, rediet e voe da c'houlenn sikour digant he iliz a-benn ma paouezje ar perc'henn d'he c'has dirak al lez-varn.
E Detroit e vevas Rosa Park betek he marv d'ar 24 a viz Here 2005n oadet 92 vloaz. Abaoe 2004 e c'houzañve ur follentez a yae war washaat.
Goude he marv, ar renkad politikel a-bezh a gasas he gourc'hemennoù. Ar prezidant George W. Bush a enoras he memor e-kerzh un tamm prezegenn er skinwel.
E-pad daou zevezh e voe lakaet he c'horf war ziskouez er C'hapitol e Washington evit ur gourc'hemennoù foran, ar pezh a vez miret evit ar bolitikourien hag ar soudarded ; Rosa Parks e voe an 31vet den, goude ar prezidant Ronald Reagan e 2004; hag ar vaouez kentañ o resev ar gourc'hemennoù-se. An eil den du e voe ivez, goude Jacob J. Chestnut, hag an eil den na oa ket er gouarnamant, an hini kentañ a oa Pierre L'Enfant e 1990.
Milieroù a dud a gemeras perzh en he obidoù en iliz Greater Grace Temple e Detroit d'an 2 a viz Du. War-dro 60 000 Amerikan he gourc'hemennas e-pad an devezhioù kentañ da-heul he obidoù ofisiel e Washington ha prevez en Alabama. Meur a zenbrudet a gemeras perzh ivez, evel Bill Clinton, Hillary Clinton, Jesse Jackson, dilennidi du ar C'hendalc'h... Ar gannerez Aretha Franklin a ganas evit an digarez. Ar prezidant amerikan a zekredas e oa ret lakaat ar bannieloù e kañv da zevezh he obidoù. Ar c'harr-kañv a voe heuliet gant ur c'harr-boutin eus ar bloavezhioù 1950 goloet gant ul lienenn du. Goude he marv, ar c'harr-boutin ma oa bet harzet Rosa a voe goloet gant ul lienenn ruz ha du betek an obidoù ofisiel. Luc'hskeudennoù anezhi a voe lakaet war plasoù kentañ kirri-boutin Montgomery, kevret gant ul liketenn skrivet warni "Ar gevredigezh RTA a ro he gourc'hemennoù d'ar vaouez a zo chomet war-sav en ur vezañ azezet".
Enorioù
kemmañ- 1979 : Spingam Medal, enor meur an NAACP.
- 1980 : Marthin Luther King Sr. Award.
- 1983 : Michigan's Women Hall of Fame en abeg d'he stourm evit ar gwirioù keodedel.
- 1990 : Priz ar greizenn Kennedy e Washington, evit he 77{{vet]] deiz-ha-bloaz.
- 1994 : Priz ar Peoc'h Rosa Parks e Stockholm, Sveden.
- 1996 : Medalenn prezidantel ar Frankiz, deroet gant ar prezidant Bill Clinton.
- 1997 : ar published Act no. 28 a lakaas al Lun kentañ goude ar 4 a viz C'hwevrer da vezañ un deiz gouel ; ar wech kentañ e voe d'un den bev kaout un deiz gouel en e enor.
- 1998 : Priz an National Underground Railroad Freedom Center ar Freedom Conductor Award.
- 1999 : Congressional Gold Medal ha Detroit-Windsor International Freedom Festival Freedom Award ; e miz Gwengolo e resevas gourc'hemennoù an Alabama Academy of Honor ; ar gazetenn Time a verkas Rosa Parks evel unan eus an 20 den pouezusañ en XXvet kantved.
- 2000 : Alabama Academy of Honor ha Governor's Medal of Honor for Extraordinary Courage ; e miz Kerzu, an Troy State University eus Montgomery a roas he anv d'ul levraoueg ha d'ur mirdi, a voe digoret e 2001 ; ur straed hag ur skol a zalc'h he anv ivez e Detroit.
- 2001 : e miz Mae, ar film The Rosa Parks Story a voe troet e Montgomery ; kkignet e voe d'ar 24 a viz C'hwevrer 2002 war ar chadenn CBS.
- 2002 : ar film Mighty Times : The Legacy of Rosa Parks a zo anvet evit an Academy Award.
- 2006 : al Lise Rosa Parks a voe krouet e Neuville-sur-Saône (Metropol Lyon) ; Pascal Obispo a savas ur ganaouenn anvet Rosa ; ur Skolaj Rosa Parks a zigoras e zorioù e Villabé (Essonne).
- 2007 : D'an 10 a viz Mae, ti-kêr Aubervilliers a zigor plasenn Rosa Parks, padal m'emañ hini La Courneuve o zigeriñ ur straed Rosa Parks.
- E Yaoundé, kêr-benn Kameroun, emañ Kannati ar Stadoù Unanet er straed Rosa Parks.
- E Roazhon, d'al Lun 31 a viz Eost 2009, penn-linenn linenn 7 ar rouedad kirri-boutin a voe badezet "Rosa Parks".