Detroit (Michigan)
Detroit (API : /ˈdiːtɹɔɪt/ e saozneg) zo anezhi kêr bennañ stad Michigan er Stadoù-Unanet. Pennlec'h kontelezh Wayne eo ivez. Ur porzh bras eo e korn-bro ar Middle West war ar stêr Detroit. Unnekvet kêr vrasañ SUA eo.
Diazezet e voe e 1701 gant marc'hadourien feur gall. Hiriv eo brudet Detroit evel kêr-benn ar c'hirri-tan, hag ivez ul lec'h a-bouez evit ar sonerezh modern stadunanat.
IstorAozañ
DouaroniezhAozañ
ArmerzhAozañ
Kêr-benn an oto amerikan eo Detroit. Eno e kaver an tri firm amerikan General Motors, Ford ha Chrysler. Koulskoude e treuzlec'hiont mui-ouzh-mui o unvezioù produiñ da vroioù marc'hadmatoc'h o zud labour.
SevenadurAozañ
Meur a zoare sonerezh zo bet ganet eno, ar punk hag an techno da skouer. Arzourien vrudet o deus kroget eno : Iggy Pop, Eminem, Diana Ross, Marvin Gaye, Stevie Wonder, MC5, ar Stooges hag ar Supremes, Aaliyah, The Jackson Five, Jay Dilla, Mike Banks, Juan Atkins, Derrick May, Kevin Saunderson, Jeff Mills, D12, Obie Trice, ar White Stripes...
Tud brudet liammet gant Detroit, ganet pe marvet enoAozañ
- Sonerezh
- Madonna he deus bevet e banlev Détroit pa oa yaouank araok mont da New York City
- Eminem en deus bevet eno pa oa yaouank
- Paul Rosenberg
- Jackie Wilson, kaner soul
- Bob Seger, kaner ha soner rock'n'roll
- Alice Cooper, kaner ha soner heavy metal
- Xzibit, raper
- Meg White, sonerez er strollad White Stripes
- Jack White, soner ha kaner e White Stripes
- Derrick May, Juan Atkins, Kevin Saunderson, DJoù, produerien hag tri diazezour ar sonerezh techno
- Jeff Mills, DJ, produer sonerezh techno
- Carl Craig, DJ, produer sonerezh techno
- Proof, raper, ezel ha kendiazezour ar strollad D-12
- Bugz, raper hag ezel D-12
- Jay Dee, raper ha produer
- Diana Ross
- Sinema
- Francis Ford Coppola, filmaozer
- Tom Selleck, aktour
GevellerezhAozañ
Detroit zo gevellet gant
- Dubai (Emirelezhioù Arab Unanet)
- Kitwe (Zambia)
- Minsk (Belarus)
- Nassau (Bahamas)
- Toyota (Japon)
- Torino (Italia)
Detroit he deus ul liamm tost gant he amezeg ar gêr ganadian Windsor (Ontario).