Ar ouennelouriezh zo ur gredenn pe ur mennozh a zo e bennaenn embann ma vije un urzhaz etre ar rummadoù tud hervez o "gouenn" pe o fobl orin.

gouennelouriezh
ideologiezh politikel, obererezh, type of crime
Iskevrennad eusprejudice, social inequality, bigotry, torfed Kemmañ
Arvezblack solitude, human race Kemmañ
Den heverkAristoteles Kemmañ
Efedracial discrimination, racial segregation in the United States, apartheid, racial segregation, Dreistbeliouriezh Kemmañ
Pleustret gantracist Kemmañ
Anaouder WordLifthttp://data.thenextweb.com/tnw/entity/racism Kemmañ
Enebet ouzhenep-gouennelouriezh, equality Kemmañ

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Meur a abeg a c'hell bezañ roet : perzhioù ar c'horf, ar boazioù hiniennel pe sevenadurel. Liammet eo ar ouennelouriezh ivez ouzh an estrengasoni, ar spered a-enep an darempredoù etregouenn hag ar spered brizhbroadelour. Diazezet eo war skeudennoù skouer gouennel.

Diwar spered ar ouennelouriezh ez eus bet savet reolennoù kevredigezhel a-wezhioù, diforc'hidigezh dre ar "ouenn", betek mont da feulsterioù evel ar pogromoù, ar gouennlazhoù hag ar puradur kenelel. Berzet eo an diforc'hidigezh dre ar "ouenn" gant al lezennoù e meur a riez, met n'eo ket aes herzel outi e meur a lec'h. Koulskoude ez eus bet er XXvet kantved riezoù ma oa ar ouennelouriezh diazez ur reizhiad diforc'hidigezh : an Trede Reich savet gant an nazied, Unaniezh Suafrika hag un nebeud riezoù stag ouzh an naziegezh e mare an Eil Brezel-bed, evel Bro-C'hall e 1941-1944, Hungaria, Roumania hag all.

Goude an Eil Brezel-bed, p'eo bet anavezet gouennlazh ar Yuzevien renet gant an nazied ez eo bet sellet ouzh ar ouennelouriezh evel un ideologiezh eus ar re fallakrañ, ha berzet eo bet gant al lezenn e Bro-C'hall (lezenn niv. 90-615 an 13 Gouere 1990, lesanvet "lezenn Gayssot"[1]), met n'eus ket tu da gaout ur c'henasant evit termeniñ ez-ofisiel ha gouennelour eo an den-mañ-den, ar strollad-mañ-strollad.

Ar ouennelouriezh a c'hell bezañ mammenn d'ur brezel diabarzh.

Levlennadur

kemmañ
  • (fr) Wacquant, Loïc. Jim Crow – Le terrorisme de caste en Amérique. Paris : Raison d'Agir, 2024 (ISBN 979-10-97084-38-7)

Notennoù

kemmañ
  1. (fr) 'Légifrance'. Kavet : 29 Ebr 24.