Gouennlazh
Ur gouennlazh, pe lazh-gouenn[1], pe lazh-pobl[2] eo an diouennadur fetis, c'hoantaet, reizhiadek hag aozet eus ur strollad pe eus ul lodenn eus ur strollad etnek, broadel, relijius pe gouennel.
Iskevrennad eus | atrocity, lazhadenn a-yoc'h, communal violence, torfed a-enep Mab-Den |
---|---|
Abeg pennañ | genocidal intent |
Studiet gant | genocide studies |
Dizoloer pe ijiner | Raphael Lemkin |
Has contributing factor | Risk factors for genocide |
Dezverket dre | oberiadenn mab-den, genocidal intent |
Istor | genocides in history |
Dezverket dre an ezvezañs a | chañs |
Bukenn | ethnic group, Folk, human race, relijion |
Model item | Loskaberzh |
Roll elfennoù | list of genocides, list of genocides by death toll |
Etimologiezh
kemmañNevez eo meizad ar gouennlazh. Krouet e oa bet ar ger « genocide » e 1944 gant Raphael Lemkin, kelenner war ar gwir amerikan a orin yuzev ha polonat, diwar ar wrizienn henc’hresianek genos, « ganedigezh », « seurt », « spesad », hag al lostger « -cide », a zeu eus al latin caedere, « lazhañ », « lazhadegañ ». Termeniñ a rae ar ger-se en ur studiadenn embannet gant an Ensavadur Carnegie evit ar peoc’h etrebroadel (« Axis Rule in Occupied Europe ») evel an torfed a-enep an denelezh kaset da benn gant an nazied a-enep ar pobloù yuzev ha tzigan e-doug an Eil brezel bed. Skrivañ a ra : « Ret eo kavout gerioù nevez evit meiziadoù nevez. Dre ouennlazh, e fell dimp ober anv eus distruj ur vroad pe eus ur strollad etnek. »
Stricto sensu, ar meiziad gouenn e spesad Mab-Den zo kentoc’h un naoutur sokiologel evit genetek. Koulskoude, gwir pe get, ez eus anezhi e spered ar ouennlazherien. Diazezet eo o zorfed war naoutur un disheñveladur, eus ur seurt pe un all, eus ur boblañs a soñjont eo « mall he c’has » ha war an naoutur e aparchantont dre o ganedigezh da strollad an dud zo anv anezhañ, er c’hontrol eus ar pezh a weler er brezelioù ideogel ma vez an enebourien oc’h en em gemer an eil ouzh ar re all abalamour ma soñjont ez eo an dud a laka ar mennozhioù politikel da skignañ.
Implijet da gentañ diwar-benn an Nazied, hag o « diskoulm diwezhañ » eus ar "gudenn" yuzev, e vez implijet bremañ evit komz eus distruj reizhiadek ur strollad etnek, ha dre astenn, war-dro 1970, eus diouennadur ur strollad e nebeut amzer.
Termenadur
kemmañMellad 2 ar Feurskrid evit diarbenn ha moustrañ an torfed gouennlazh[3], degemeret gant bodadenn-veur ar Broadoù Unanet, d’an 9 a viz Kerzu 1948, a zisklêr :
Er feurskrid-mañ, ar gouennlazh a vez graet eus forzh pe hini eus an oberoù da-heul graet gant ar youl da zistrujañ, ha pa vefe penn-da-benn pe evit lod hepken, ur strollad etnek, broadel, relijius pe gouennel :
a) Muntr eus izili eus ar strollad ;
b) Gaou grevus da anterinder korf pe bred izili ar strollad;
c) Lakaat a-ratozh ar strollad en ur stad bevañ a zegaz e zistruj en un doare fetis ha pa vefe an holl strollad pe ul lodenn anezhañ hepken ;
d) kemer disentezioù a-benn mirout ouzh ar ganedigezhioù e diabarzh ar strollad ;
e) treuzkas bugale dre ret eus ar strollad d’ur strollad all.
Adkemeret eo bet an termenadur e mellad 6 Statud Roma (17 a viz Gouere 1998), a ziazez al lez-varn kastizañ etrebroadel.
Ar gouennlazhoù anavezet en un doare etrebroadel
kemmañTri gouennlazh zo bet anavezet war tachenn ar gwir gant an aozadurioù etrebroadel dindan an ABU :
Gouennlazh an Armenianed kaset da benn gant an Impalaeriezh ottoman.
kemmañAnavezet eo bet en deus lazhadeg ar bobl armenian e 1915 perzhioù a denn d’ar gouennlazh en un danevell eus an ABU diwar-benn kraf an diarbennadur hag ar moustradur eus an torfed gouennlazh savet gant kuzul enklask Gwirioù Mab-Den – iskuzul-enklask evit ar stourm a-enep an disparzherezh hag evit gwarz ar minorelezhioù – e-doug 38vet dalc’h kuzul ekonomikel ha sokial an ABU[4]. An danevell-se, anavet diwar anv he danveller Benjamin Whitaker, zo bet aprouet gant kuzul-enklask Gwirioù Mab-Den an ABU d’an 29 a viz Eost 1985[5]
Gouennlazh ar Yuzevien hag an Dsiganed
kemmañKaset da benn gant an nazied en Alamagn, e Polonia hag e Bro-C’hall (en Elzas e Schirmeck). Ar gouennlazh-se zo bet anavezet gant Lez-varn Nuremberg krouet gant ar Rouantelezh-Unanet, Bro-C’hall, an URSS hag ar Stadoù-Unanet e 1945, war un dro gant krouidigezh an ABU. Gallout a reer lavaret en deus talvezet gouennlazh ar Yuzevien da zave evit termeniñ petra eo an torfed gouennlazh.
Gouennlazh an Dutsied e Rwanda
kemmañKaset da benn gant milisoù hutu dispac’helour krouet gant renad Habyarimana, zo bet anavezet gant an ABU, e danevell e kuzul-enklask diwar Gwirioù Mab-Den d’an 28 a viz Even 1994, ha goude d’ar mare ma oa krouet al Lezvarn kastizañ etrebroadel evit ar Rwanda (disentez 955 degemeret gant ar c’huzul surentez d’an 8 a viz Du 1994. Kadarnaat a ra an disentez-mañ an disentez 935 er memes bloavezh.
Kement se ne dalvez ket ne vo ket anavezet lazhadegoù all eus an istor evel gouennlazhioù en un doare ofisiel.
Levrlennadur
kemmañ- Bernard Bruneteau, Le Siècle des génocides Armand Colin, 2004
- Alisonn Des Forges, Aucun témoin ne doit survivre. Le génocide au Rwanda, Human Rights Watch/FIDH, Karthala, 1999.
- Benjamin Sehene, Le Piège ethnique, Éditions Dagorno, Pariz, 1999 ISBN 2-910019-54-3
- Jacques Sémelin, Purifier et détruire. Usages politiques des massacres et génocides, Seuil, Paris, 2005
- Yves Ternon, Les Arméniens, Histoire d'un génocide (Seuil, 1977, 1996)
- Yves Ternon, Du négationnisme. Mémoire et tabou (Desclée de Brouwer, 1998)
- Yves Ternon, L'État criminel (Seuil, 1995)
- Yves Ternon, L'Innocence des victimes. Regard sur les génocides du XX siècle (Desclée de Brouwer, 2001)
- Louise-Marie Diop-Maes, Afrique Noire, démographie, sol et histoire : une analyse pluridisciplinaire et critique (Présence Africaine, 1997)
- Joseph Ki-Zerbo Unesco (Comité scientifique international pour la rédaction d'une histoire générale de l'Afrique), Histoire générale de l'Afrique (Edicef / Hachette Livres, 1989)
Notennoù
kemmañ- ↑ Gouennlazh e Geriadur Al Liamm, pajenn 1168, ha lazh-gouenn pajenn 509.
- ↑ Klerg e Barr-Heol niv. 94, p. 49
- ↑ Convention pour la prévention et la répression du crime de génocide, aprouet ha kinniget d’ar sinadur ha d’ar peurwiriekadur pe d’an emezeladur gant ar vodadenn-veur en he disentez 260 A (III) d’an 9 a viz Kerzu 1948, lakaet da dalvezout d’an 12 a viz Genver 1951, hervez diferadennoù ar mellad XIII
- ↑ (en) Armenian genocide
- ↑ (fr) Danevel sened Bro-C’hall diwar al lezenn Nnn 2001-70 eus an 29 a viz Genver 2001 diwar-benn anavezadur gouennlazh an Armenianed e 1915