Gouennlazh an Armenianed
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Gouennlazh an Armenianed a c'hoarvezas eus miz Ebrel 1915 da viz Gouhere 1916[1]. Muioc'h-mui e vez degemeret ar bloavezh 1923 evel hini fin ar gouennlazh.
An div drederenn eus an Armenianed a oa o vevañ er pezh a zo Turkia bremañ a voe lazhet e-kerzh deportadurioù ha lazhadegoù. Aozet e oa an traoù gant renerien Impalaeriezh Otoman an ampoent, anavezet dre an anv Jöntürkler ("Turked-Yaouank"). Alies e kaver ar sifr ur milion pemp kant mil Armenian eus Anatolia marvet diwar se. Hervez an istorourien ez eo etre 800 000 hag 1 milion eizh kant mil an niver a dud marvet. Nac'h a ra c'hoazh gouarnamant Turkia degemer eo al lazhadegoù-se ur gouennlazh, met un toullad stadoù (23 e 2014) o deus degemeret ar fed (Uruguay e oa an hini gentañ e 1965).
D'an 12 a viz Ebrel 2015, ar Pab Frañsez en deus bet komzet war gouennlazh an Armenianed evit lakaat war wel ar feulster-sot o tiwan er bed a-hiziv[2]. Implijet a oa bet gantañ ar gerioù «gouennlazhadeg kentañ an XXvet kantved.»
D'ar 15 a viz Ebrel 2015 en deus savet Parlamant Europa ur pennad hag ur gaoz war gouennlazh an Armenianed oc'h adkemer ul lod eus kaozioù ar pab Frañsez hag o saludiñ e youl[3].
D'ar 17 a viz Ebrel 2015, er skinwel, en deus roet prezidant Rusia, Vladimir Poutin, e harp da gaozioù ar pab Frañsez ha da pennad parlamant Europa war gouennlazh an Armenianed[4].
Levrlennadur
kemmañe brezhoneg
kemmañ- Haroutioun Mertchian, Steudad an Ankoù, eñvorennoù un Armenian da vare ar ouennlazhadeg, Hor Yezh, 2005, (ISBN 2-910699-47-1)