Feur-emglev Lausanne (1923)
Feur-emglev Lausanne, sinet d'ar 24 a viz Gouhere 1923, a gemeras lec'h feur-emglev Sèvres (1920), a voe krouet gantañ Turkia a hiziv gant he harzoù. Hennezh eo ar feur-emglev diwezhañ deuet da-heul ar C'hentañ Brezel-bed. Resisaat a rae harzoù Turkia, ar stad nevez-savet diwar dismantroù an Impalaeriezh Otoman. Adaozet e voe an harzoù evit unvaniñ ar pobloù hervez o c'hredennoù relijiel.
Dre ar feur-emglev-se e tisklêrie Turkia e paoueze da glask adkemer an tiriadoù a oa bet dindan an Impalaeriezh Otoman.
D'ar 24 a viz Gouhere 1923 e voe sinet ar feur-emglev gant Turkia, d'ar 24 a viz Eost 1923 gant Bro-C'hres, gant Italia d'an 12 a viz Meurzh 1924, gant Japan d'ar 15 a viz Mae 1924, gant ar Rouantelezh-Unanet d'ar 16 a viz Gouhere 1924.
Lakaet e voe ar feur-emglev da dalvezout d'ar 6 a viz Eost 1924, pa voe kaset an holl baperioù ofisiel da Bariz.
-
Emled Bro-C'hres etre 1832-1947 : e melen e weler an tiriadoù roet dezhi dre Feur-emglev Sèvres met a voe tennet e 1923
-
Harzoù Turkia hervez Feur-emglev Sèvres e 1920. A-benn ar fin e voe nullet an emglev ha lakaet da dalvezout Feur-emglev Lausanne e 1923. Brezel Dieubidigezh Turkia renet gant Mustafa Kemal Atatürk en devoa kemmet ar c'heñver nerzhioù politikel.
-
Ludresadenn stadunanat embannet en Dayton Ohio Daily Newspaper e 1924. Goap a vez graet eus Emglev Lausanne dre ma laosker Republik Turkia da nac'hañ eo kiriek da Ouennlazh an Armenianed (1915-1923).
Kenarroud
kemmañGoude kiladeg lu Bro-C'hres en Anatolia, goude skarzhet ar Sultan Otoman gant lu Turkia renet gant Mustafa Kemal Atatürk, gouarnamant Ankara al Luskad Broadel Turk a nac'he Feur-emglev Sèvres a oa bet sinet gant an Impalaeriezh Otoman.