Digeriñ al lañser pennañ
Arouez Apollo 14

Apollo 14 e oa an eizhvet kefridi eus ar Programm Apollo hag an trede da ziskenn war al Loar. Loc'het e oa ar fuzeenn d'an 31 a viz Genver 1971 ha distreiñ a reas ar glozenn d'an 9 a viz C'hwevrer 1971. Ar gefridi gentañ eo gant ur pal skiantel (dastum maen loar resis en ul lec'h resis) pa oa ur pal teknikel gant ar re a-raok (gouzout diskenn war al loar). Pal ar gefridi e oa ober ar pezh na oa ket bet gallet kas da benn gant Apollo 13, da heul ar gwallzarvoud a c'hoarvezas e-kerzh penn kentañ ar gefridi-se.

An egorlestradAozañ

 
A-gleiz da zehoù: Roosa, Shepard, Mitchell


Liammoù diavaezAozañ