Frañsez Jaffrennou

skrivagner brezhonek
Frañsez Jaffrennou
Frañsez Jaffrennou
Frañsez Jaffrennou, e Kendalc'h keltiek
Caernarfon e 1904
Anv ofisiel François Joseph Claude Jaffrennou
Anv pluenn Taldir
Julien Carentoir
Fanch
Ar Furcher
Gwilherm
Herninn
Jean du Tacotac
Teod Lem
Wel Skler
Obererezh Barzh, kazetenner, saver pezhioù-c'hoari
Ganedigezh 15 a viz Meurzh 1879
Karnoed, Kernev Kernev,
Breizh
Marv 23 a viz Meurzh 1956
Brageirac, Banniel Okitania Okitania
Yezh skrivañ Brezhoneg
Galleg
Luskad lennegel Emsav kentañ, Goursez Vreizh
Enorioù Ofiser ar palmez akademek (1931), Marc'heg al Lejion a Enor (1938)
Oberennoù pennañ
An Hirvoudoù
An Delenn Dir
Prosper Proux, studiadenn war e vuhez, e lizerou, e varzoniez (tezenn)
Barzaz Taldir ab Herninn
Ur wech e oa... ur c'hrennard, un deskard, ur soudard
Traoù ouzhpenn
Difennet chom e Breizh outañ adalek 1946

Frañsez Jaffrennou a oa un embanner, ur marc'hadour, ur c'hazetenner hag ur skrivagner brezhonek, ganet e Karnoed d'ar 15 a viz Meurzh 1879 ha marvet d'ar 26 a viz Meurzh 1956 e Brageirac[1] (departamant an Dordogne, en Okitania). Goude bezañ bet kentañ diskibl kentelioù brezhonek Frañsez Vallée ha troour kan broadel Breizh — Bro gozh ma zadoù — e kemeras ur perzh bras e-barzh an Emsav kentañ p'en deus bet unan eus diazezerien Kevredigez Broadel Breiz hag ivez pennadurezh pennañ Goursez Vreizh, ma zo bet lakaet da zrouiz ennañ er vodadeg kentañ. Dibab a reas Taldir ab Herninn evel anv-drouiz ha Taldir da anv-pluenn ha reoù all.

Mab e oa da Glaoda Jaffrennou, bet noter e Karnoed ha da Anna Roparzh, houmañ barzhez ha saverez-ganaouennoù e brezhoneg, eus Bolazeg. Tad e voe d'ar soner Gweltaz Jaffrennou. Goude e studi e skolaj Itron-Varia Wengamp ez eas da hini Sant-Charlez e Sant-Brieg. Eno e c'houlennas ma voe roet kentelioù brezhonek hag diouzh-se e tarempredas gant Frañsez Vallée, a voe anvet da gelenner war ar brezhoneg.
E Roazhon e tapas e aotreegezh war ar gwir, evel e dad, dre heuliañ kentelioù brezhoneg Joseph Loth, asambles gant Pêr ar Rouz. Tremen a reas un doktorelezh lennegezh diwar-benn ar barzh ha kaner Prosper Proux. Bet eo Taldir-Jaffrennoù an den kentañ o skrivañ un dezenn skol-veur e brezhoneg. Gant Vallée en doe heuliet kentelioù kembraek ken e voe gouest treiñ kan broadel Bro-Gembre, Hen Wlad fy Nhadau.
Goude embannedennoù teskadoù barzhonegoù brezhonek (1899, 1900, 1902…), e voe merzet e voe e varregezhioù lennegel, rak e veze gwelet evel modern.
E brezhoneg e tesavas e vugale, ar pezh a oa dibaot-kaer a-berzh ur bourc'hiz ; an hini nemetañ e kêr Garaez e voe oc'h ober kement-se. Prenañ a reas un ti-moullerezh evit gallout sevel kazetennoù kenwerzhel ha skignañ e vennozhioù rannvroelour ha diorren ar wask brezhonek. E 1904 ec'h embannas ur gelaouenn viziek e brezhoneg anvet Ar Vro, hag ur gazetenn sizhuniek brezhonek-gallek anvet Ar Bobl, an daou skignet er Poc'hêr.
Emezelañ a reas er vuhez bolitikel, koulz en e vro pa voe cheu etre e gostez rannvroelour ha kristen hag hini ar radikaled-sokialourien a voe e penn ar Poc'hêr hag e Breizh a-bezh ha pelloc'h. Kemer a reas perzh en daou aozadur nevez, ar Gevredigez Broadel Breiz (Union Régionaliste Bretonne) e 1898 hag Unvaniez Arvor (Fédération régionaliste bretonne) e 1911. O vezañ ma oa unan eus an drouized bennañ, a-raok ma vo Drouiz-Meur e 1933, e e tapas ul levezon bras war al luskad rannvroelour ao ennañ kalz a embregerien vihan eveltañ.
A-ratozh-kaer en em vode an Drouized pep bloaz e-doug gouelioù keltiek a veze aozet ganto asambles gant o mignoned lec'hel ha pennadurezhioù ar pastell-vro. Un den o taremprediñ meur a uhelad e voe F. Jaffrennou ha gouest da vezañ degemeret mat gant ar pennadurezhioù. Div wezh e tapas arouezennoù enor roet d'an dud ur spered republikan asur ganto.

Ne c'hellas mui kendalc'h gant an embann goude ar Brezel-bed kentañ ha, goude bezañ bet gwerzhet ar voullerezh e chanchas e vicher da hini marc'hadour gwin, sistr ha alkohol.
Adkregiñ a reas gant an embann kazetennoù e 1921, pa kavas un den prest da fiziañ dezhañ ur gelaouenn pa glask hemañ sevel un emglev armerzhel, Kevre Breiz (Le Consortium breton) evit bodañ embregerezhioù Breîzhen ur rouedad klozarmerzhez.

Obererezh politikel

kemmañ

Er bloaz 1900 e savas strollad ar "Studieren Vreton" gant Leon ar Berr a chomas ur c'heneil feal, koulz evel kazetenner hag evel drouiz. E 1899 e kemeras perzh er bodadeg a diazezzas Kevredigez Broadel Breiz, kentañ aozadur a zo bet krouet gant an emsaverien e Breizh. Bloaz goude e voe anvet da zrouiz asambles gant Yann ar Fustek ha Erwan Bertoù e-doug kentañ bodadeg ar Goursez e 1900.
Er bloaz 1903 en doa tapet lakaat anaout "Bro Goz ma Zadou" da "gan broadel" e kendalc'h Kevredigez Vroadel Breiz.
Evitañ da vezañ ur barzh hag istimet mat e klaske tolpañ ar varzhed vrezhonek ken e teufent da vezañ embannerien spered kelt Breizh diwar patrom luskad ar varzhed kembraek a ambroug buhez sevenadurel o bro. Ar "varzhelezh" e rae eus al luskad kelt hag e soñje-eñ, asambles gant izili Skolaj ar Varzhed (un eil anv a veze implijet gantañ evit Goursez Vreizh), e c'hellfe kreñvaet saviad ar Broioù kelt (Breizh, Kembre, Kernow, Man ha Skos) ma vije staliet liammoù strizh etrezo e framm an Hollgeltiegezh pe Geltiegezh.
Klask a reas lakaat da ziwanañ un "dispac'h sevenadurel" hep ma vefe disrannet Breizh diouzh Bro-C'hall. Daremprediñ a reas tud ar vegenn evit o c'hendrec'hiñ e oa un dra vat kelenn ar brezhoneg e Breizh-Izel ha broudañ ur santad brezhon e Breizh a-bezh.

Er par denel n'emañ ket ar voul ganeomp tamm ebet. En degouezhioù-mañ, gant ma ya ar Spered da vezañ trec'h war an Danvez e ya d'an Emsav sezizañ an uhelidi. Ma teu Moloch da ren a-raok ma c'hellimp frammañ ac'hanomp war savlec'hioù deskadurel ez aimp da goll. Hag ur brezegenn c'houllo a vo ac'hanomp !

Testenn c'hallek orin gant Ronan Caerléon, Complots pour une république bretonne, La Table ronde, 1968, p. 111.

E 1911, goude kendalc'h Kevredigez Vroadel Breiz ma tarzhas diemglevioù etre kostezenn an dudjentil rouelour hag hini an izili gant ur spered kristen ha sokial digoroc'h e tibabas mont gant ar re a oa liammet ouzh ar vourc'hielezh vihan a veze o tiorren, a-feur ma kreske an deskadurezh[2]. Darn eus ar "Varzhed" a yeas da sevel un aozadur nevez, Unvaniez Arvor (Fédération régionaliste de Bretagne) ha Poellgor ar Goursez a oa hogos kuzul-ren an UA. Hervez Michel Nicolas, pennrener gwir an aozadur (kadoriet gant an Varzh Jos Parker) e oa Jean Choleau, nann-brezhoneger, met barrek war an armerzh. Lezet e veze Taldir hag e genseurted da ren war an temoù lennegel ha yezhel, rak kevrennoù arbennik a voe evel e KBB hag er c'hevarzheoù gouiziek.
Da-geñver kendalc'h Unvaniez Arvor e Douarnenez e miz Eost 1912 e voe savet abadennoù a bep seurt (ha prezegennoù.kanaouennoù, dañsoù, sonerezh, gouren) gant skoazell an ti-kêr. Bodadeg ha lid a veze graet ar Goursez digor anezhi a voe dalc'het er mare-se ivez. Kenstrollañ abadennoù a bep seurt, breizhek o livioù, a voe barregezh dibar an Drouized. Unan eus ar gouelioù keltiek-se gant 150 kouviad o tont eus ar Rouantelezh-Unanet a voe aozet gant Taldir hag ranvroelourien lec'hel evel Pêr Mokaer a voe arc'hantaouet gant kêr Vrest e 1908. En degouezh-se e kanas laz-kanañ bugale Karaez ar Vro gozh mz zadoù war kae ar porzh-houarn.

Etre an daou vrezel-bed e stourmas F. Jaffrennou evit ar brezhoneg hag e klaskas broudañ ar Vretoned da chom stag ouzh o gwrizioù ha hengounioù. Evel un toullad kefredourien vreton eus Emsav brezhonek ar mare-se, levezonet gant emsav Kembre, e oa ezel Taldir eus Goursez Breizh, a glaskas kas war-raok.

D'ar 1añ a viz Kerzu 1940 e sinas, a-gevret gant Markiz an Estourbeillon ha Roparz Hemon, ur reketig titlet Placet au Maréchal Pétain, Chef de l’État Français evit ma vije kelennet ar brezhoneg er skolioù[3].

 
Bez Taldir e bered Karaez

E dibenn an Eil Brezel-bed e voe karc'hariet Taldir e toull-bac'h Kemper evel ar pep brasañ eus an emsaverien bolitikel ha sevenadurel vreizhat. Tamallet e oa dezhañ bezañ flatret al levrdier Adolf ar Gwazhioù, ar pezh a nac'has groñs. Kondaonet e voe ha harluet da Vro-C'hall, difennet ma voe outañ chom da vevañ e Breizh. Mervel a reas eno en harlu e Brageirac, Okitania. Skrivet en deus Taldir ur pikol deizlevr brezel, diwar-benn ar Brezel-bed Kentañ hag an Eil Brezel-bed. E Levraoueg Vroadel Kembre en Aberystwyth eo miret an darn eus e eñvorennoù a zo chomet diembann.

Oberennoù

kemmañ
  • Buez Sant Erwan, Sant-Brieg, moul. Sant Gwilherm, 1896. C'hoariva.
  • Buez Sant Briek, Sant-Brieg, moul. Sant Gwilherm, 1896.
  • An Hirvoudou, Sant-Brieg, moul. Prudhomme, 1899. Barzhonegoù.
  • Gwerziou AbHerve ha Taldir, brezouneg ha keumraeg kenver-ouz-kenver, Sant-Brieg, moul. Gwion, 1899.
  • C'hoari fentus ar bourc'hiz lorc'hus, pe histor plijadurus eun aotrou divrezhounek deut da veza eur Breizad mad (3 arvest), Montroulez, moul. Hamon, 1899.
  • An Delen Dir, Sant-Brieg, moul. Prudhomme, 1900. Barzhonegoù.
  • Nigoudenn Berehar mestr-skol (2 arvest), Montroulez, emb. La Résistance, 1900.
  • En tu all d'ar maro, Sant-Brieg, moul. Sant Gwilherm, 1900.
  • Kanaouennou brezhonek, (3 levr), Gwened, moul. Lafolye, 1900-1901.
  • Kanaouennou poblus (war follennou distag), Karaez, moul. Ar Bobl, 1902-1914.
  • Barzaz Taldir Ab Herninn, Pariz, moul. Champion, 1903, 1911, 1923 ha 1934. Barzhonegoù.
  • Pontkallek, pe buez kaër ha maro mad eun dijentil a Vreiz, bet dibennet e Naoned er bloavez 1720 (5 arvest), Brest, moul. Derrien, 1903.
  • Ar barz hag ar prokulor, (4 arvest), Karaez, moulerezh Ar Bobl, 1904.
  • Janedig ar plac'h divroet, (2 arvest), Karaez, Ar Bobl, 1904.
  • Malo Korret an Tour d'Auvergne, (4 arvest), Karaez, Ar Bobl, 1906.
  • Seiz-ha-seiz-ugent divunaden, Karaez, Ar Bobl, 1908.
  • Breiziz 1810-1910, Karaez, moul. Ar Bobl, 1901.
  • Teatr brezonek poblus, (teskad), Karaez, Ar Bobl, 1911.
  • La genèse d'un mouvement - Ganedigez eun emzao, Karaez, Ar Bobl, 1912.
  • Prosper Proux, studiadenn war e vuhez, e lizerou, e varzoniez, (tezenn), Karaez, Ar Bobl, 1913.
  • Giriadur Gallek ha Brezonnek - Le grand dictionnaire français-breton de poche, Karaez, Ar Bobl, 1914.
  • Kenteliou labour-douar gant Gwilherm, mêrour, Karaez, Ar Bobl, 1914.
  • Histoire anecdotique de Carhaix, (Ancienne Vorganium) en sept veillées, contée par un Génie romain, 1924 ; ademb. Kemper, moul. ATR, 1984. Istor lec'hel.
  • 20 chansons populaires pour les Écoles de Bretagne sur les airs du Folklore celtique. Chant Breton et Chant Français, 1936 ; ademb. Pariz, moul. H Lemoine, 1954.
  • Kanaouennou evit ar yaouankiz, Gwened, 1942.
  • Ur wech e oa... Envorennou yaouankiz, Brest, emb. Armorica, 1944, 218 p. ; ademb. Ur wech e oa... ur c'hrennard, un deskard, ur soudard, Lesneven, emb. Mouladurioù Hor Yezh, 1985, 288 p. Emvuhezskrid.
  • Trois Orphées aux enfers, asambles gant Ronan Pichery-Abroc'hell hag Auguste Boncors, 1952.

Levrlennadur

kemmañ
  • Francis Favereau, Jaffrennou-Taldir, erlamet diouzh Lennegezh ar brezhoneg er XXvet kantved, Skol Vreizh, 2002, pp. 53-94
  • Francis Favereau, Kazetennerezh Ar Bobl (1904-1914), e-barzh Breizh ha pobloù Europa...en enor da Per Denez, Hor Yezh;PUR, 2000, pp. 223-238.
  • Gwenc'hlan Le Scouëzec, L'Affaire Taldir: Le Grand Druide était innocent.(ISBN 2-9516454-3-1)
  • Philippe Le Stum, Le Néo-druidisme en Bretagne, Éditions Ouest-France, 1998.(ISBN 2-7373-2281-2). Diwar ar c'hounskrid mestroniezh, Skol-Veur Breizh-Izel, Brest.
  • Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien vrezhonek, Al Liamm, 1992. Pennad : Jaffrennou, François Joseph Caude.(ISBN 2-7368-0034-6)
  • À la cour de justice: l'épilogue de l'affaire Jaffrennou. In : La voix de l'Ouest, N°129, juin 1945.

Notennoù

kemmañ
  1. Bergerac hervez ar stumm ofisiel gallek.
  2. Michel Nicolas, Histoire du Mouvement breton, Pariz, Syros, 1982. P. -67.
  3. Gw. Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved, Levrenn gentañ, Frañsez Favereau, p. 71.