Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Unvaniez Arvor a oa un aozadur politikel gouestlet d'ar vuhez publik e Breizh ha kentañ lodenn e anv a oa Fédération régionaliste de Bretagne (FRB). Krouet e voe d'an 29 a viz Here 1911, e Roazhon. Un disrann e oa eus Kevredigez Broadel Breiz (KBB) da vare an Emsav kentañ, an eil aozadur oc'h embann mennozhoù ar Rannvroelouriezh hag an emrenerezh e Breizh.

Diazezadur

kemmañ

Pa voe krouet Kevredigez Broadel Breizh e 1899 e teuas un niver bras a skrivagnerien vrezhonek, hogos holl varzhed ha divizout a rejont en em vodañ en ur vreuriezh drouized, anvet Goursez Breizh a voe krouet e Gwengamp tri miz goude. Tarzhañ a reas an dizemglev e-barzh Kevredigez Broadel Breiz er vodadeg veur dalc'het en hañv 1912. E-doug bodadeg kentañ Unvaniez Arvor e voe roet kazi holl ar c'hargoù da izili ar Gorsedd. En o zouez e oa Jos Parker (Barz Kloarek Kerne) anvet da gadoriad, André Mellac (Barzh Gwenedour), anvet da deñzorer (ur garg heñvel a oa gantañ e KBB), Maurice Duhamel, sonaozour, Émile Masson, kelenner lise ha stourmer eus an tu kleiz, Camille Le Mercier d'Erm, barzh ha skrivagner, Jean Choleau, anvet da veskadoriad, Leon ar Berr, kelaouenner ha skrivagner brezhonek, anvet da sekretour, Frañsez Vallée (Drouiz Abherve), yezhoniour ar brezhoneg, anvet da veskadoriad, Joseph Duchauchix (Barz Ar Meneziad), anvet da sekretour, Frañsez Jaffrennou (Barzh Taldir), mouller ha rener kelaouenn brezhonek, Iwan an Diberder, kelaouenner ha dastumer lennegezh dre gomz, ha Loeiz Herrieu, labourer-douar ha skrivagner brezhonek, anvet da vessekretour.

Mennozhioù

kemmañ

E niverenn gentañ ar Bulletin de la Fédération régionaliste de Bretagne e voe skrivet n'en doa an aozadur nevez netra da welout gant un obererezh politikel. Un dislavar ne oa ket, pa ne oa ket intent, hervez Alain Déniel, eus ober kampagn ha kemer perzh en dilennadegoù. Displeget e voe abegoù an disrann :

  • En emsilet ez eus (e-barzh KBB) mondianed estren hag a gemer ar plas a dlefe bezañ roet d'ar Vrezhoned wir ha d'ar Varzhed, ken ez a an Emsav da vezañ troet war-zu embannoù politikel, kontrol-mik d'ar reolennoù
  • Dre faot aotrouniusted ar c'hadoriad a sav harzoù da frankiz ar c'hevrennoù en ur gemer plas an izili hag ar c'huzul-ren zoken ha sparlet eo al labour solut adal tri bloaz
  • Doareoù tud deuet evit gronnañ ar c'hadoriad nevez zo hag a glask aozañ ar Gevredigezh diwar o froudennoù ma yafe-hi da vezañ ur gevredigezh diduamant

E-doug ar c'hendalc'h kentañ, dalc'het e Ploermael, e C'hwevrer 1912, e embannas ar c'hadoriad : "Un digreizennadur hag un emrenerezh normal evit ma vo diorroet kreñv o teurioù ha perzhioù hor gouenn a fell deomp kaout ha doujañ evit hengounioù hon hendadoù ivez". […]. Pelloc'h e adlavar " e tleer skarzhañ ar politikerezh kuit, pa 'z eo un abeg evit an droukrañs hag ar gerteri."

Eus 1920 betek ar bloavezhioù 50 e chomas Jean Choleau, hag eñ hêr da wiaderien e Gwitreg hag ur greantour en obererezh-se, e penn an aozadur. Degas a reas ur savboent armerzhel ha ne oa ket anezhañ en Emsav kentañ. Ur renkad tud gant micherioù a denne d'an aferioù a zeuas da vezañ dedennet gant Breizh ha ne oa ket an holl anezho brezhonegerien ha pa glaske lod anezho adpiaouiñ ar yezh. E komzoù berr eo bet displeget an dra gant Michel Nicolas : "Un torradur diwar ar bloc'had maeziad, hag eñ an hini mestroniour betek-henn, ha dilec'hiadur ar rannvroelouriezh war dachenn an diorreadur lec'hel, hemañ armerzhel dreist-holl, koulz hini ar greanterezh hag hini ar c'henwerzh[1]". Tolpañ energiezhioù evit kreskiñ pinvidigezhioù ar Vrezhoned e voe diaz ar prezeg broadel a gloto gant interestoù darn eus ar vourc'hizelezh bihan hag ar vourc'hizelezh krenn e Breizh.
E 1920 e embannas Unvaniez Arvor e vefe gwelloc'h broudañ Breiz arvorigat, ur rannvro armerzhel, Naoned ar gêr-benn anezhi, a vefe enni Anjev, Kotentin, Maine ha Poatev ha ne voe ket resevet mat ar c'hinnig gant an holl izili. Ne oa ket dre zegouezh e klaske Jean Choleau klotañ ouzh ar prederiadennoù a rene en amzer-se, ar rannvroioù da vezañ krouet ha deurioù ar pennadurezhioù naonedat a gave dezho e c'hell bezañ ur rannvro re strizh pa oa ar gêr-benn o kaout liammoù stank gant tiriadoù all.

Dre ma oa ar brezel o ren, ne voe nemet daou emvod en e brantad, e Pondi (Gwengolo 1917) hag en Alre (Gwengolo 1918) hag adlañset e voe e 1920 gant Frañsez Vallée, kadoriad. Erlec'hiet e voe e diwezh ar bloaz gant Jean Choleau a oa bet pennibil an aozadur goude marv Jos Parker e 1917.
E miz Kerzu 1921, hervez ster he daou anv, Unvaniez Arvor a ya da vezañ ur c'hevredad savet etre 5 aozadur breizhek : ar Bleun-Brug, Brediah ar brehoneg, Breuriez Breiz, Goursez Breiz hag Unvaniez Yaouankiz Breiz, Met nac'het e oa bet gant Kevredigez Vroadel Breiz mont e bourzh. Cheñchet e voe titl ar gelaouenn ofisiel (ne voe nemet 4 niverenn anezhi) a yeas da vezañ "Le Pays Breton", ur gelaouenn drimiziek.

Levrlennadur

kemmañ
  • Georges Cadiou, Emsav : Dictionnaire historique et critique, Coop Breizh, 2013. Pennad : Fédération régionaliste de Bretagne.
  • Michel Nicolas, Histoire de la revendication bretonne, Coop Breizh, , 2007. ISBN978-2-84346-312-9
  • Michel Nicolas, Histoire du mouvement breton, Pariz, Syros, 1982.
  • Lukian Raoul, Un siècle de journalisme en Bretagne, Ar Gelveneg, Le Signor, 1982.
  • Alain Déniel, Le mouvement breton (1919-1945), Pariz, Éditions Maspéro, 1976 (ISBN 270710826X).

Notennoù

kemmañ
  1. Michel Nicolas, Histoire du Mouvement breton : Emsav, 1982.