Rannvroelouriezh
Ar rannvroelouriezh eo an ideologiezh a ra eus ar rannvroioù ar skeul gwellañ evit sammañ kirriegezhioù a-bouez eus an emsavadurioù, o rannañ anezho memestra gant ur galloud uheloc'h, a c'hall bezañ ur Stad, ur c'hevread pe ur c'hengevread.
Gallout a ra bezañ ivez un tech da zifenn poblañs, ekonomiezh pe sevenadur ur rannvro bennak, ar c'hoant da sevel ur rannvro pa ne vez ket anezhi, pe c'hoazh ar c'hustum da blantañ danvez rannvroel e-barzh oberezhioù arzel (komz a reer da skouer "romantoù rannvroelour" ha n'eus netra politikel enno).
Alies mat e vez graet "rannvroelour" eus strolladoù a zo dizalc'hour pe emrenour e gwirionez, gant ar mediaoù, an emsavadurioù, pe c'hoazh gant ar strolladoù-se ganto o-unan, e Bro-C'hall dreist-holl.