Emil Masson
Emil Masson, ganet d'an 28 Gouhere 1869 e Brest ha marvet d'an 8 C'hwevrer 1923 e Pariz, zo ur skrivagner ha prederour diveliour breizhat. Skrivet en deus ivez dindan an anvioù-pluenn Brenn, Erwan Gwesnou, ha Ionn Prigent.

Ganet eo bet e Bro-Leon, met ne oa ket bet desavet e brezhoneg. E Pariz e oa bet war e studi (tapet gantañ div aotreegezh, war ar brederouriezh ha war ar saozneg), hag eno e krogas da vezañ dedennet gant ar strolladoù a-du gant Dreyfus hag ivez gant ar strolladoù enep an arme, hag an diveliouriezh dre vras. Kelenner war ar saozneg en Éducation Nationale e teuas da vezañ, e lise Pondi.
Bet eo bet eil prezidant kevrenn lennegel ar Union Régionaliste Bretonne hag e-barzh komite skrivañ Breiz Dishual war un dro. Ar gazetenn-mañ a oa hini Strollad Broadel Breiz. Krouet en doa e 1913 ar gazetenn diveliel divyezhek Brug. Stourm a reas gant e bluenn a-enep mennozhioù enepbrezhoneg embannet e-barzh "La Pensée Bretonne", kelaouenn an alvokad sokialour Yves Lefèvre.
A-hed ar Brezel bed kentañ eo bet e-touez ar re ral en tu kleiz o klask sevel e vouezh a-enep ar brezel. Mignon e oa d'an diveliourien Kropotkin hag Élisée Reclus, da Louise Michel, Jean Grave, ar barzh Charles Péguy, bet sokialour ha troet a-du gant ar vroadelouriezh c'hall, hag ar skrivagner Romain Rolland.
E vuhez-pad en deus klasket Emil Masson liammañ e stourm evit Breizh hag ar brezhoneg, asambles gant an etrebroadelezh. E garantez ouzh pobl e vro c'henidik ne oa, a-benn ar fin, nemet stumm lec'hel e garantez ouzh an denelezh.
Oberennoù Aozañ
- Lettre d'un répétiteur en congé, Pariz, Union pour l'action morale, 1899.
- Yves Madec, professeur de collège, Pariz, Cahiers de La Quinzaine, 1905.
- Les rebelles, Pariz, Librairie les pages libres, 1908.
- Antée - Les Bretons et le Socialisme, Gwengamp, Toullec et Geffroy, 1912[1].
- Les hommes illustres et leurs paroles inouïes, e 1919
- L’Utopie des îles bienheureuses dans le Pacifique, Pariz, Rieder, 1921[2].
-
Yves Madec, professeur de college
-
Utopie des iles bienheureuses
-
Les bretons et le socialisme
-
Les hommes illustres et leurs paroles inouïes
Troidigezhioù Aozañ
Troet en deus e galleg, asambles gant e wreg Elsie Masson, ur C'hallez a orin kembreat anezhi, ur bern levrioù bet skrivet gant Thomas Carlyle.
- Lectures littéraires. Pages choisies des grands écrivains : Carlyle, Pariz, A. Colin, 1905.
Graet en deus war-dro ar gazetenn Brug eus 1913 da 1914. Ehanet e voe an embann abalamour d'ar brezel.
Levrlennadur Aozañ
- Émile Masson, professeur de liberté (J. Didier Giraud ha Marielle Giraud) Embannadurioù Canope, 1991
- Émile Masson, prophète et rebelle (actes du colloque international de Pontivy, 26, 27 hag 28 a viz Gwengolo 2003, dindan renerezh J.-Didier ha Marielle Giraud ; rakskrid gant Edmond Hervé). Roazhon : Presses universitaires de Rennes, 2005. 349 p. ISBN 2-7535-0058-4.
- "Eun dra bennag a zo da jeñch er bed", Fañch Broudig, Brud Nevez. Adembannadur al levr "Al Liberterien hag ar Brezoneg" 1983, dastumet ennañ ar pennadoù brezhonek a oa bet embannet e-barzh Brug, gant tud evel Jos "Dirlemm" ar Bras.
- Broudic (F.). La polémique entre Y. Le Febvre et E. Masson à propos de la langue bretonne. In : Etudes sur la Bretagne et les pays celtiques. Mélanges offerts à Yves Le Gallo. – Brest : CRBC, 1987, p. 47-56.
- Le Coadic (R.). La seconde mort d'Emile Masson. https://web.archive.org/web/20060728133538/http://www.breizh.net/identity/galleg/seconde-mort_emile-masson.htm
Notennoù Aozañ
- ↑ Adembannet e 1919, kinniget ha notennet gant Jean-Yves Guiomar, Paris, Maspéro.
- ↑ Adembannet gant Caligrammes e 1984.