Pyotr Kropotkin
Priñs Pyotr Alekseyevitch Kropotkin (1842-1921) (ruseg Пётр Алексе́евич Кропо́ткин).
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Impalaeriezh Rusia, RSKS Rusia |
Lealded | Impalaeriezh Rusia |
Anv e yezh-vamm an den | Пётр Алексе́евич Кропо́ткин |
Anv-bihan | Пётр |
Anv-familh | Kropotkine |
Patronym or matronym | Alekseyevich |
Titl noblañs | knyaz |
Deiziad ganedigezh | 27 Du 1842 |
Lec'h ganedigezh | Moskov |
Deiziad ar marv | 8 C'hwe 1921 |
Lec'h ar marv | Dmitrov |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | Tanijenn skevent |
Lec'h douaridigezh | Novodevichy Cemetery |
Tad | Aleksey Kropotkin |
Mamm | Ekaterina Nikolaevna Kropotkina (nee Sulima) |
Pried | Sophie Kropotkin |
Bugel | Alexandra Kropotkin |
Familh | Kropotkin family |
Yezh vamm | rusianeg |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg, rusianeg, galleg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg, galleg |
Tachenn labour | prederouriezh |
Bet war ar studi e | Faculty of Physics and Mathematics of the Saint Petersburg University, Page Corps, First Moscow gymnasium |
Contributed to creative work | Encyclopædia Britannica 11th edition, Popular Science |
Luskad | anveliouriezh |
Ezel eus | International Workingmen's Association |
Ideologiezh politikel | anarcho-communism |
Levezonet gant | Mic'hail Bakounin, Pierre-Joseph Proudhon, Narodniks |
Buhez
kemmañGanet e oa bet Piotr d'an 21 a viz Kerzu 1842 e Moskov en ur familh eus an noblañs vras. Studiañ a reas Kropotkin e Sant Petersbourg e Skol ar Floc'hed adalek e bemzek vloaz. Pa guitaas ar skol pemp bloaz war-lerc'h evel serjant (?). Ret e voe dezhañ servijout e lez an tsar Aleksandr II ma voe heuget gant emzalc'h ar gourtizaned.
A-benn ar fin e teuas Piotr Kropotkin da vezañ ofiser. Choaz a reas mont da Siberia da servij ar jeneral Koukel. Ar jeneral-mañ en devoa mennozhioù radikal ha meur a levr gant Herzen en e bakadoù, tro en doa bet an den-se da gejañ gant Bakounin pa oa-eñ harluet e Siberia.
Ergerzhadeg kentañ Kropotkin a voe e Manchouria. Bez' en doa da glask un hent eeun etre rannvro Baikal ha trevadennoù traoñienn ar ster Amour.
Ar bloavezh war-lerc'h e oa bet ret dezhañ klask un hent etre rannvro Baykal hag hini Yakoutsk.
E-kezh an ergerzhadeg-se e skrivas Kropotkin teoriennoù diwar-benn ar skornadur.
E dibenn ar bloavezh 1867 e kuitaas an arme hag e tistroas da Sant Petersbourg.
Studiañ a reas skiantoù an natur hag an douaroniezh pemp bloavezh-pad. Anvet e voe neuze e penn Kevredigezh Douaroniezh Rusia hag ergerzhañ a reas eviti skornegoù Bro-Finland ha Sveden etre 1871 ha 1873. Dedennet e voe ivez gant ar politikerezh ha lenn a reas oberennoù ar skrivagnerien bennañ. En em dommañ a reas neuze ouzh an teoriennoù diveliour.
Goude marv e dad e 1872 ez eas Kropotkin da veajiñ da Vro-Suis. Desachet e voe eno gant Aozadur Etrevroadel al Labourerien (AEL), erruet e Zürich en em emouestlas en ur rann diouzh an AEL.
Goude-se ez eas da weladenniñ ar Jura e-lec'h ma oa tost an diveliouriezh ouzh kalonoù ar saverien horolajoù. E Neuchâtel e kejas gant James Guillaume hag a teuas da vezañ ur mignon bras dezhañ.
Pa zistroas Kropotkin da Rusia e krogas da vrudañ ar mennozhioù diveliour. Prezeg a reas e karterioù pobl Sant Petersbourg gwisket evel Yann Gouer. E 1874 e voe harzet ha bac'het e kreñvlec'h Pêr ha Paol evit « propaganda dispac'hel ». Tec'hout a reas da Vro-Saoz gant sikour e c'hoar.
Kropotkin a zistroas neuze da Vro-Suis.
E miz Kerzu 1876 edo e Neuchâtel e-lec’h ma kejas gant Malatesta ha Cafiero hag a oa oc'h aozañ ur plan evit un emsavadeg en Italia. En em staliañ a reas neuze er Jura, ha beajiñ a reas un tamm e pep lec’h en Europa : e Belgia, e Frañs, e-lec’h ma kejas gant Elisée Reclus. E miz Even 1877, e voe krouet ar gazetenn "l'Avant-garde" gant Kropotkin ha Paul Brousse, ar gazetenn-se a oa etrevroadelour hag etrevroadel. E diskaramzer 1877 e kemeras perzh Kropotkin en emvod-meur Verviers, hini rann bakounek an AEL. Goude-se ez eas da Gatalonia, souezhet ha plijet e voe o welet pegen tost e oa ar mennozhioù diveliour ouzh al labourerien gatalan. E Katalonia e kejas gant Sophie Ananief hag a voe e gompagnunez betek fin e vuhez. E 1879 ec'h embannas Kropotkin ur gazetenn evit ar gevredelezh jurasian : "le Révolté" hag a zeuas da vezañ " la Révolte " e 1887 hag a-benn ar fin "les Temps nouveaux" e 1895.
E 1880 ez eas da Vro-C’hall da genlabourat gant Elisée Reclus evit sevel lodenn rusat "la géographie universelle".
Pa zistroas da Vro-Suis e voe kaset kuit rak drouklazhet e oa bet Aleksandr II, tsar Rusia, hag urzh a oa da gas kuit an holl dispac’herien rusian.
E 1882 e voe harzet Kropotkin e Bro-C’hall gant 60 diveliour all. Kropotkin ha tri stourmer all a voe kondaonet da bemp bloaz toull-bac’h, ar reoù all a voe kondaonet da bevar bloaz. E-pad ar bloavezhioù-se e kelennas Kropotkin mentoniezh, skiantoù an egor ha fizik d’e gamaladed, ha pep hini anezho a zeskas ur yezh estren.
Goude ma oa bet lezet da vont er-maez ez eas Kropotkin d’en em staliañ da Vro-Saoz gant Sophie.
Enno e krogas ar mennozhioù diveliour d’ober berzh. E 1885 e krogas Henry Seymour gant ar gazetenn "The anarchist". En East End Londrez ec'h embanne an diveliourien yuzev ur gelaouenn e yiddish (Mignon al labourer).
Ar strollad Freedom, a oa Kropotkin unan eus e grouerien, a embanne e gazetenn "Freedom". Embannet e voe al levr La morale anarchiste e 1890, e 1892 e voe tro la Conquête du Pain. Goude-se e reas un droiad da Vro-Ganada da brezeg diwar-benn ar skornegoù ha stummadur kevandir Azia, heuliet e voe an droiad-se gant unan all er Stadoù-Unanet evit komz eus an diveliouriezh, ar wech-mañ.
E 1905 e c'hoarvezas an dispac’h rusat kentañ ; brudet e voe an darvoud e Londrez gant Kropotkin.
E 1911 e skrivas Kropotkin evit kelaouenn ar Rusianed harluet, "Rabotni Mir".
Dont a reas Jean Grave d’e welet e 1916, komz a rejont diwar-benn ar brezel ha soñjal a rae dezho e vefe mat dezho bezañ eus tu ar reoù gevredet. Skrivañ a rejont Manifesto ar c’hwezek.
E 1917, e tivizas Kropotkin distreiñ da Rusia. Feuket e voe gant kinnig Kerenski : reiñ karg ur ministr dezhañ, ha, pa oa ar galloud gant Lenin e nac’has kemer perzh e kement stumm gouarnamant a vefe. Kropotkin a oa a-enep-groñs diktatouriezh ar volcheviked, ha stourm a reas a-enep dezhi. Mervel a reas e Dimitrov d’an 8 a viz C’hwevrer 1921 gant e vignoned nesañ en-dro dezhañ.
Interamant Kropotkin e voe an darvoud dieub diwezhañ en URSS.
Dodenn bennañ oberennoù Kropotkin a zo diskar ha kas d’an traoñ pep stumm a stad pe a gouarnamant hag aozañ ur gevredigezh komunour diazezet war ar genskoazell hag ar c’henlabour. Skrivañ a reas e galleg koulz hag e saozneg.
Oberennoù
kemmañE oberennoù pennañ a zo :