An Amour, pe Stêr-Amour (eveneg: Тамур (Tamour), manchoueg: , Sahaliyan Ula; rusianeg: Аму́р, Amour; sinaeg: 黑龙江, Hēilóng Jiāng), a zo unan dek stêr hirañ ar bed, hag ar pevare hirañ en Azia. War-dro 4 444 km eo e hed hag an harzoù a ra etre Rusia ar reter ha biz Sina war dost da 1 600 km. Aberiñ a ra dirak Enez-Sac'halin e strizh-douar Tartaria ha Meurvor Habask.

An Amour e-kichen Verc'hnaya Ekon, C'habarovsk Krai.
Diazad an Amour (kartenn saoznek).
Diazad an Amour (kartenn saoznek).

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

An anv

kemmañ

Meur a anv zo bet roet dezhañ er reter-pellañ :
Treuzskrivadur an anv rusek Аму́р eo Amour. Dont a rafe eus ur ger bouriatek hag a dalv « fankek », pe eus ar ger toungousek амар pe дамур hag a dalv « stêr vras ».

  • E nanaieg e vez graet Мангбо pe Дāи Маңбо anezhi, ar pezh a dalv « stêr vras ».
  • E manchoueg, he anv   (ᠰᠠᡥᠠᠯᡳᠶᠠᠨ ᡠᠯᠠ), Sahaliyan ula a dalv « stêr an aerouant du » (pe « stêr zu » ?)[1].
  • E sinaeg kozh e oa Yushui, Wanshui ha Heishui he anv, un anv tennet eus ar ger "dour"[2].
  • E sinaeg a-vremañ eo 黑龙江 / 黑龍江 (Heilong Jiang) he anv. Tennet eo anv proviñs Heilongjiang anezhi.
  • E mongoleg eo anvet Khar mörön (Хар мөрөн e sirileg), hag a dalv Stêr Zu.
  • E dibenn ar mare Edo e oa anvet Kanagakawa e japaneg[3].

Kêrioù pennañ

kemmañ

War ribl an Amour e gaver Heihe, e proviñs Heilongjiang e Sina, hag a-dal dezhi ar gêr rusian Blagovechtchensk. En argrec'h dezho emañ C'habarovsk, kêr vrasañ Reter-Pellañ Rusia, ha Komsomolsk-war-an-Amour.

Notennoù ha daveoù

kemmañ