Manchoueg
yezh
Ur yezh altaek eus ar skourr yezhoù toungousek ar mervent eo ar manchoueg (, manju gisun), komzet gant tro-dro da 20-70 den (diwar 1,8 milion a dud en holl) e Manchouria ha Xinjiang e Sina. Komzet e vez marteze ivez gant un nebeudig tud e Norzhkorea ha Siberia.
Manchoueg (ᠮᠠᠨ᠋ᠵᡠ ᡤᡳᠰᡠᠨ manju) | |
---|---|
Hogozik marv | |
Perzhioù | |
Komzet e : | Sina |
Rannved : | Manchouria, Xinjiang |
Komzet gant : | 20-70 |
Familh-yezh : | Yezhoù altaek |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | |
Akademiezh : | hini ebet |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | hini ebet |
ISO 639-2 | mnc |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | mnc |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Daoust ha m'emañ damvarv ar yezh-mañ, ec'h eo peurheñvel ouzh ar chibeg komzet e kornôg-pellañ Xinjiang.
Ur yezh daspegel an hini eo, evel an holl yezhoù altaek met gant nebeudig a gensonerezh vogalennek dres evel ar djourcheneg ma oa bet diorroet ar manchoueg diwarnañ.
Levezonet eo bet ar geriadur dreist-holl gant ar mongoleg hag ar sinaeg.
Bremañ e vez implijet ar sinaeg evel yezh dre skrid. Gwechall avat e veze skrivet gant ur skritur ispisial anvet ar skritur henvanchourek.
Gwelet ivez
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ- Ethnologue
- Benveg evit skrivañ gant ar skritur henvanchourek
- Blog diwar-benn ar manchoureg
- Lec'hienn diwar-benn ar manchoureg
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |