Gant ar yezhoù daspegel (saozneg : agglutinative languages) e vez savet gerioù dre sammañ morfemoù an eil war-lerc'h eben.
Gant ar yezhoniour prusian Wilhelm von Humboldt (1767-1835) e voe goveliet an termen agglutinierenden Sprachen (diwar al latin agglutinare) evit dont a-benn da renkañ holl yezhoù ar bed hervez o morfologiezh[1].

Renkadur morfologel

Renket e-touez ar yezhoù sintezel e vez ar yezhoù daspegel. Enne, pep morfem stag zo ur c'henger hag en devez ur ster resis nemetañ (evel gourel, amzer dremenet, liester, hag all). Seurt yezhoù ne implijont ket kemmoù diabarzh evit sevel gerioù nevez, evel kornkerniel met kengerioù stag nemetken. Dreist-holl, pep morfem a c'hell bezañ disrannet diouzh ar re all ha morfem ebet ne verk meur a perzh[2]. Da skouer, e turkeg :

göz ("lagad") > gözlük ("lunedoù") → gözlükçü ("un den a werzh lunedoù") → gözlükçülük ("gwerzhañ lunedoù") → gözlükçülükte ("gwerzherezh lunedoù")

Setu un nebeud yezhoù daspegel : ar yezhoù ouralek, ar yezhoù altaek, ar japaneg, ar c'horeaneg, ar yezhoù dravidek, an inuktitut, ar swahilieg, ar malayeg hag un nebeud yezhoù mesoamerikanek evel an nahuatl, an huastekeg hag an totonakeg.
Gwechall e veze komzet yezhoù a seurt-se ivez dre ar Reter-Nesañ hag en Iran, evel ar sumerieg, an elamiteg, an hurrieg, an urartieg, an hatieg, ar gutieg, al lullubieg hag ar c'hasiteg.

Yezhoù gante an hevelep doare morfologiezh n'int ket dre ret en un hevelep familh yezh, da skouer : yezhoù par eo ar finneg hag ar hungareg diouzh un tu met n'o deus netra da welet gant ar japaneg diouzh an tu all daoust dezhe bezañ holl yezhoù daspegel.

Meur a vorfem en devez pep ger dre vras er yezhoù dapsegel, ha peurliesañ e vezont yezhoù reizh-tre. E turkeg, da skouer, n'eus nemet ur verb amreizh.

Gwelet ivez

kemmañ

Notennoù

kemmañ