Elamiteg
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
An elamiteg a zo ur yezh varv komzet e reter eus ar pezh a zo hiziv Iran e-pad an henamzer. Yezh ofisiel an impalaeriezh Elamitek ha, goudezi, an Impalaeriezh Ac'hemenid e oa. War-dro amzer aloudabeg Aleksandr ar Meur a voe skrivet an destenn diwezhañ en elamiteg met diwezhatoc'h e voe komzet moarvat, marteze betek deroù ar grennamzer.
Elamiteg (?) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Iran |
Rannved : | Azia |
Komzet gant : | yezh varv |
Renkadur : | yezh varv |
Familh-yezh : | Yezh digenvez Elamiteg |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | - |
Akademiezh : | - |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | |
ISO 639-2 | elx |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | ELX |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Doare skrivañ
kemmañHervez ar marevezh e voe skrivet an elamiteg e teir skritur disheñvel :
- Ar rak-elamitek a zo an doare skrivañ koshañ implijet en Iran. Gantañ e rejod e-pad ur marevezh berr (w-d 3100 - 2900 K J-K). Tablezennoù a bri a oa bet kavet e meur a lec'h e Iran. Krediñ a reer en-doa en em furmet diwar un eilstumm eus ar skritur c'hennheñvel abred. War-dro 1.000 sinoù ez eus enni ha krediñ a reer e oa dam-logografek. Evel ne oa ket bet digejet n'ouzer ket hag e oa implijet evit notenniñ an elamiteg pe ur yezh arall.
- An Elamiteg linennek a zo ur skritur implijet en un nebeud ag enskrivadurioù hervekel. Krediñ a reer e oa implijet da notenniñ un eilstumm kozh eus an elamiteg met evel ne oa ket bet digejet c'hoazh n'eur ket sur eus an dra-se.
- An Elamiteg gennheñvel a voe implijet etre 2500 kt J-K ha 331 kt J-K. Un eilstumm eus an Akadianeg gennheñvel e oa. 130 a sinoù a endalc'he, kalz nebeutoc'h eget darn vrasañ ar skriturioù gennheñvel arall.
Liammoù gant yezhoù arall
kemmañDarempredoù ebet en-deus an elamiteg gant ar familhoù-yezh eus ar rannvro. Amprestet en-deus e zoare-skrivañ digant ar sumerieg met n'eo ket ur c'har eus ar yezh-se tamm ebet.