Yezh sintezel
Ur yezh sintezel (saoz. synthetic language) a zo ur yezh renket hervez he doare morfologiezh (Gw. Renkadur hervez ar vorfologiezh) ganti meur a vorfem e pep ger well-wazh. Ur pennad rummad morfologel eo ar sintezelezh, ennañ isrummadoù ispisial evel ar yezhoù liessintezel.
Renkadur morfologel |
---|
Dre vras, met n'eo ket dre ret, e klot seurt yezhoù gant an doare ma vez implijet ar morfemoù en ur yezh resis bennaket, d.s. peurliesañ e vez sintezel ur yezh daspegel.
Yezhoù sintezel ha yezhoù dezrannelAozañ
Alies e vez keñveriet ar yezhoù sintezel gant ar yezhoù dezrannel, met ret eo goût ez eo kentoc'h un heuliad (pe continuum) o vont diouzh ar re liesssintezel pe oligosintezel diouzh un tu d'ar re dezrannel diouzh an tu all. Etre an daou benn e vefe neuze ar re sintezel.
SkouerioùAozañ
Meur a yezh sintezel a zo er bed holl, ha sintezel eo ivez an darn vrasañ eus ar yezhoù komzet en Europa. Setu un nebeud skouerioù: ar yezhoù indez-europek evel an alamaneg hag ar rusianeg; tost d'an holl yezhoù altaek (en o zouez an turkeg, ar mongoleg hag ar yezhoù toungousek); ar yezhoù ouralek (en o zouez ar finneg, an estoneg hag ar hungareg); ar japaneg, ar c'horeaneg; meur a yezh genidik eus Amerika evel an navac'hoeg, an nahuatl hag ar yezhoù irokwoyek (en o zouez armohawkeg hag ar c'hetchwaeg ("runasimi").
Doareoù an sintezelezhAozañ
Meur a doare zo da lakaat e pleustr ar sintezelezh en ur yezh :
Kevrennadur sintezelAozañ
Savet e vez gerioù kevrennek hir a-walc'h war diazez morfemoù a bep seurt, da skouer verboù, anvioù-kadarn, kengerioù, hag all:
- alamaneg: Luftkissenfahrzeug "aer-torchenn-beaj-mekanik" = "bag risklañ dre aer" (galleg: aeroglisseur)
- japaneg: teishaeki "a-sav-karr-porzh" = "lec'h ma chom a-sav an treñ" ("arsavva")
- finneg: pikakaurahiutaleannos "buan-kerc'h-malzenn-pladad" = "ur pladad yod-kerc'h graet buan-ha-buan"
Liammadur sintezelAozañ
(dieplegadur). Amañ e vez ouzhpennet morfemoù stag (ul kenger) ouzh ur wrizienn (d.s. ober > gwrizienn (g)ra) evit merkañ perzhioù yezhoniel ur ger:
Derezioù sintezelezhAozañ
Setu un nebeud skouerioù reis evit diskwel mont-en-dro an heuliad o vont d'ar yezhoù dezrannelañ diouzh un tu d'ar re sintezelañ d'an tu all:
Dezrannel rikAozañ
tahiteg: Ua marere te manu na te ara = "Un evn a nijas pell ac'han". Kazi pep ger a zo anezhañ ur morfem distag.
DamdezrannelAozañ
saozneg: "He travelled by sailboat" ("Beajiñ a reas gant ar marc'h-du). Dre vras ez eo ar saozneg ur yezh techet war du an dezrannelezh met a-wechoù e sach ivez war-du an sintezelezh. Amañ, da skouer, ez eus daou vorfem er gerioù travelled ("beajet") travel (gwrizienn verb) +ed (lost-ger) ha steamtrain (sail "lien" ha boat "boat").
DamsintezelAozañ
japaneg: Watashitachi ni totte, kono naku kodomo no shashin wa miseraregatai mono desu = "Evidimp ez eo diaezet diskwel ar poltridi-mañ enne bugale o leñval." Kazi pep ger a zo ennañ ouzhpenn ur morfem hag en darn vrasañ anezhe ez eus kement ha 5 morfem.
Sintezel-treAozañ
finneg: Käyttäytyessään tottelemattomasti oppilas saa jälki-istuntoa = "Ma ne vez ket fur e vo kastizet ar studier." Kazi pep ger a zo ennañ meur a vorfem hag ur ger a zo liessintezel.
LiessintezelAozañ
mohawkeg: Washakotya'tawitsherahetkvhta'se = "Kaset en devoe da ras he sae". Ger-ha-ger: "Gantañ e voe lakaet divalav eviti ar pezh e vez lakaet war ar c'horf"). Gant ur ger hepmuiken ez eo gouest ar yezh-mañ da lâret ar pezh a rankfe ur yezh nann-sintezel ober gant ur frazenn a-bezh.
OligosintezelAozañ
Un isrummad yezhoù sintezel ispisial e vefe ar re oligosintezel enne nebeut-tre a vorfemoù en holl. Un deorienn an hini eo nemetken, ha n'eus bet kavet betek henn yezh ebet a c'hellfe bezañ renket evel ur yezh oligosintezel.
Gwelet ivez:Aozañ
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |