Yezhoù ouralek
familh yezhoù
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ur familh-yezhoù eo ar yezhoù ouralek (saozneg: Uralic), enni 38 yezh komzet gant tro-dro da 25 milion a dud en holl.
"Ouralek" a reer eus ar familh peogwir emañ he zachenn a bep tu da Venez Oural ; ivez, goulakaet e vez emañ he mammvro (Urheimat ar yezhoniourien) tost da Venez Oural.
E norzh Europa dreist-holl e vez komzet ar yezhoù ouralek, hag ivez en Azia : e Finland, Estonia, Rusia (Azia hag Europa), Sveden, Norvegia ha Hungaria.
Estoneg, finneg ha hungareg zo e-touez ar re yac'hañ.
Renkadur ar yezhoù
kemmañSetu penaos e vez renket ar yezhoù er familh-mañ :
Perzhioù boutin
kemmañ- Yezhoù daspegel gant meur a lostger;
- Meur a droad, ha ne vez merket gant lostger ebet an nominativel, d.s.:
- Erzyeg: 12
- Estoneg: 14
- Finneg: 15
- Hungareg: 18
- Komieg: 27
- Mokcheg: 13
- Nenetseg: 7
- Vepseg: 24
- Kensonerezh vogalennek (bet kollet nevez 'zo en estonieg unvan);
- jener ebet;
- verboù ispisial evit ar stumm-nac'h;
- Staonekadur kensonennoù zo;
- Rouez an araogennoù met ul lod mat a « araogennoù a-dreñv ».
- Geriaoueg boutin diazez ennañ tro-dro da 200 ger;
- Raganv perc'hennañ ebet, implijet e vez lostgerioù;
- Kavet e vez alies an daouder;
- Merk al liester -j (i) ha -t (-d);
- Verb ebet evit kaout (evel e brezhoneg);
- Implij an unander goude ur sifr (evel e brezhoneg);
- Taol-mouezh war silabenn gentañ ur ger peurliesañ.
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |