Vladimir Lenin

(Adkaset eus Lenin)

Vladimir Ilitch Oulianov (Влади́мир Ильи́ч Улья́нов e ruseg – distagadur ), lesanvet Lenin (Ле́нин – "Paotr al Lena"), bet ganet d'an 22 a viz Ebrel 1870 e Simbirsk (Impalaeriezh Rusia) ha marvet d'an 21 a viz Genver 1924 e Vichnie Gorki (URSS, hiriv Gorki Leninskie), a oa un damkanour politikel, dispac'hour ha den-Stad rusian ha soviedat.

Vladimir Lenin
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhUnaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denВладимир Ильич Ленин Kemmañ
Anv ganedigezhВладимир Ильич Ульянов Kemmañ
Anv-bihanVladimir Kemmañ
Anv-familhUlyanov, Lenin Kemmañ
Deiziad ganedigezh22 Ebr 1870 Kemmañ
Lec'h ganedigezhOulyanovsk Kemmañ
Deiziad ar marv21 Gen 1924 Kemmañ
Lec'h ar marvBolshiye Gorki Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvcerebral hemorrhage Kemmañ
Lec'h douaridigezhLenin's Mausoleum Kemmañ
TadIlya Ulyanov Kemmañ
MammMaria Ulyanova Kemmañ
Breur pe c'hoarMaria Ulyanova, Olga Ulyanova, Aleksandr Ulyanov, Dmitry Ulyanov, Anna Ulyanova Kemmañ
PriedNadejda Kroupskaya Kemmañ
FamilhBlank family Kemmañ
Yezh vammrusianeg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetrusianeg, galleg, saozneg, alamaneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridalamaneg, galleg, saozneg, rusianeg Kemmañ
Place of detentionPre-trial detention prison Kemmañ
Kondaonet evitpolitical activity Kemmañ
PenaltyQ16701550 Kemmañ
Micherpolitiker, reveulzier Kemmañ
Tachenn labourLeninism, Politikerezh, Komunouriezh Kemmañ
ImplijerSaint Petersburg State University Kemmañ
Bet war ar studi eFaculty of Law, Saint Petersburg State University, Kazan Imperial University, Simbirsk Classical Gymnasium Kemmañ
Lec'h labourSant-Petersbourg, Moskov Kemmañ
Strollad politikelRussian Social Democratic Labour Party, Russian Social Democratic Labour Party (bolshevik), Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel Kemmañ
Relijiondizoueegezh, Eastern Orthodoxy Kemmañ
Liv ar blevblev du Kemmañ
Kleñveddrougsant Kemmañ
Tuadur revelArallrevelezh Kemmañ
BrezelDispac'h Rusia 1917, Dispac'h miz Here, Brezel diabarzh Rusia Kemmañ
List of worksVladimir Lenin bibliography Kemmañ
Oberenn heverkImperialism, the Highest Stage of Capitalism Kemmañ
Luskadanti-imperialism, anti-capitalism, Marksouriezh, Emgann ar renkadoù Kemmañ
Ideologiezh politikelLeninism Kemmañ
Darvoud-alc'hwezNazi book burnings, Beaj Lenin en un tren plomet, Dispac'h miz Here Kemmañ
Prizioù resevetWork order of Corasmia, Honorary citizen of Kazan Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadVictoria and Albert Museum Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Facial hairVan Dyke beard Kemmañ
Documentation files atSAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts Kemmañ

E penn an dispac'herien anvet bolcheviked e voe adalek 1903. E 1917, diskaret Impalaeriezh Rusia hag an tsar, e voe kemeret ar galloud e Rusia gant ar volcheviked goude Dispac'h miz Here. Sinañ a reas gouarnamant bolchevik Lenin un emglev e 1918 evit echuiñ ar brezel, harpañ a reas an dispac'h er bed dre ar C'homintern ha lazhañ a reas e eneberien dre ar Spont Ruz. Kalz kampoù-bac'h a voe krouet gant an Tcheka, ar polis, ha lod a sell outo evel ar goulagoù kentañ. Trec'h e oa an Arme Ruz war armeoù an dud enep-bolchevik eus an tu-dehoù hag an tu-kleiz e Brezel diabarzh Rusia etre 1917 ha 1922, hag e fin ar bloaz-se e voe krouet an URSS. War an diskar e zeas yec'hed Lenin goude 1922 ha mervel a reas d'an 21 a viz Genver 1924. Dont a reas Stalin e-lec'h anezhañ.

Kalz e skrivas Lenin diwar-benn e vennozhioù politikel, awenet gant prederouriezh Karl Marx, hag an doare da gas an Dispac'h da benn : dezhañ eo ar strollad politikel a ro lusk da emgann ar renkadoù hag a rank ren diktatouriezh ar broleteriezh. Al leninouriezh a vez graet eus e vennozhioù, ur skourr eus ar marksouriezh.

Enorioù kemmañ

E 1924, bloaz e varv, e voe divizet reiñ enor dezhañ e meur a zoare. Simbirsk, kêr e c'hanedigezh, voe adanvet Oulianovsk ha Gorki, ur gêr e-kichen Moskou lec'h ma chomas e fin e vuhez, voe adanvet Gorki Leninskie. Ur mirdi zo hiriv er maner ma oa o chom. Diskouezet eo e gorf balzamet en ur mozoleon war ar Blasenn Ruz e Moskou abaoe 1930. Kalz delwennoù anezhañ a chom hiriv hon deiz e Rusia ha broioù all bet en URSS.

Tud zo bet anvet Vladimir Ilitch pe Lenin en enor dezhañ :

Gwelet ivez kemmañ

Daveoù ha notennoù kemmañ