Dindan e furm ez eo an drougsant[1], a vez graet doug-Sant-Yann[1], droug-uhel[1] hag epilepsiezh[2][3] anezhañ ivez, ur c'hleñved-spered hêrezhel unan dleet da labezioù en empenn. Ober a ra e reuz dre c'hloazioù, reuted e tout an izili hag ur barr-krenañ er c'horf en e bezh, dianalañ, ur seurt eon e pleg ar muzelloù betek koll e anaoudegezh. Ur waskenn, ar gwall g-"kelhienn" a vez degouezhet alies a-raok kouezhañ e drougsant. Cheñch a ra temz-spered an den a-damm-da-damm, mil inervet bepred, tout an traoù a zo sammus evitañ, koll a ra un tamm deus e skiant. Ar bredvezeg alaman Ernst Kretschmer a soñje gantañ e c'hellje prouiñ ez eo techet tout ar gwielennoù (tud gant ur skeledenn fortus ha kaherek) hag ar re all distumm d’an drougsant.

Ezhomm zo da vrezhonekaat ar pennad-mañ : treiñ an traoù manet en ur yezh all, pe lakaat en doare-skrivañ peurunvan ha netra ken, pe ober gant gerioù brezhonekoc'h ivez ouzhpenn.
drougsant
class of disease, dictionary page in Wikipedia
Iskevrennad eusensefalopatiezh, kleñved Kemmañ
Abeg pennañasphyxia neonatorum Kemmañ
EfedPostictal twilight state Kemmañ
Studiet gantepileptologiezh Kemmañ
Dibarder mezegelneurologiezh, epileptologiezh Kemmañ
ICPC 2 IDN88 Kemmañ
ID en Thesaurus NCIC3020, C3020 Kemmañ

E-pad pell ha betek bremañ zoken e veze sellet ouzh an drougsant evel un droug “santel“ (hag alese e teu an anv brezhonek); gw.: Droug- , -Sant) peogwir e krog e-barzh an den klañv evel pa vije "kaset" ar c'hleñved gant an droukspered marteze pe ar speredoù santel, hag evit lod a-berzh Doue e-unan. Gant ar respet kemmesket gant aon rak ar c'hleñved e weler un dra all a-bouez ivez: tud dispar zo bet tapet gant an drougsant a-sort gant unan deus ar re vrudetañ deus an dud a ijin a oa gant an drougsant: Fyodor Dostoyevskiy. Met evel an darn-vuiañ deus ar re zo gant an drougsant e oa kentoc'h tapet gant an arziotaj, tost-tre an arouezioù deus outañ hag ur c'hleñved-embredel-rik.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Daveoù ha notennoù

kemmañ
  1. 1,0 1,1 ha1,2 Grand Dictionnaire Français-Breton gant Frañsez Vallée
  2. Ger kinniget gant Termofis, Ofis Publik ar Brezhoneg
  3. Geriadur ar skiantoù hag an teknikoù, Kreizenn ar Geriaouiñ