Kleñved

Puzzle stub cropped.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ar c'hleñved (liester : kleñvedoù pe kleñvejoù) a c'hoarvez pa vez gwelet pe santet un dra bennak direizh e mont-endro ar c'horf pe e hini ar spered a ya da grouiñ diaesterioù evit un den pe evit ar re zo en endro an den-se. Ar vedisined (pe mezeien) eo an arbennigourien a ra war-dro pare ar c'hleñvedoù.

Teuc'hegezh a oa un arouez d'ur statud uhel er gevredigezh e-pad an Azginivelezh: "ar jeneral Alessandro del Borro", 1645. Hiziv-an-deiz ez eo gwelet evel ur c'hleñved marvus.

Dispartiet e vez ar c'hleñvedoù hag a zeu eus un abeg pe eus abegoù resis (lakaet asamblez dindan an anv a etiologiezh ar c'hleñved) diouzh an sindrom hag a zo un hollad sinoù pe arouezioù en em diskouez asamblez.

Studi ar c'hleñvedoù eo ar batologiezh hag an nosologiezh a studi rummatadur ar c'hleñvedoù.

Kleñvedoù an anevaled hag ar plantAozañ

Kleñvedoù a zo evit an anevaled hag ar plant ha dre-vras ne c'hellont bezañ treuzkaset etre o spesadoù ha setu perak e vez komzet eus harz ar spesadoù lakaet d'ar c'hleñvedoù etre ar vevien. Koulskoude nemedennoù a zo evel anoued an evned. Keid-all e c'hell tapout kleñved Aujeski ar c'hizhier p'eo hemañ tapet gant ar moc'h da gentañ.

Kleñvedoù stagusAozañ

Ar c'hleñvedoù stagus a zo kleñvedoù zo hag a c'hell bezañ treuskaset eus ur bev d'un all. Ul lankad (amprevan, mikroboù, foue...) a zo ret evit ma vo treuzkaset an droug. M'eo stagus-kenañ ar c'hleñved eo ur c'hleñved-red a c'hell mont buan-kenañ eus ur bev d'un all ken e vez taget un toullad bras a dud, a loened, a blant war takadoù bras zo. C'hoarvezout a ra kleñvedoù-red marvel a gas da Anaon miliadoù a dud (pe a vevien all).
E-touez ar c'hleñvedoù-red marvel e kaver :

E-touez ar c'hleñvedoù stagus a c'hell bezañ marvel e kaver

E-touez ar c'hlenvedoù stagus ha n'int ket marvel e kaver

  • an anoued
  • ar bronkezfo
  • an droug-gouzoug
  • ar glaz kalon
  • an uswask

Kleñvedoù padusAozañ