Brec'h (kleñved)

Ar vrec'h, anvet ivez verol vihan, a oa ur c'hleñved degaset gant ur viruz, pe poksviruz, eus ar re begusañ. Trec'het eo bet e 1977.

Plac'hig eus Bangladesh tapet gant ar vrec'h en 1973.
- Ar verol vras eo an naplez, ur c'hleñved disheñvel-mik.
Dont a ra an anv latin variola eus an anv varus, a dalvez kement ha burbuenn, hag eus varius, a zo brizh pe brizhellet.
Tud bet tapet gant ar vrec'hAozañ
Tud marvet gant ar vrec'h:
- Loeiz XV, roue Bro-C'hall
- José, Priñs Brazil (1761-1788), priñs pennhêr Portugal
Hag ivez
- Turlough O'Carolan, dallet gant ar vrec'h d'an oad a 18 vloaz.
- Stalin a oa bet tapet gant ar vrec'h, ha chomet e oa ar roudoù war e zremm; ne vez ket gwelet war ar skeudennoù ha diverket eo bet ar brizhelloù.