Rummatadur
Ar rummatadur a zo ur reizhiad frammet hag urzhazaet lakaet e pleustr evit un hollad gouiziegezhioù pe en un dachenn arbennik pe evit ar gouiziegezh en he fezh. Implijet e vez ar rummatadurioù gant skiantourien an Natur, al levraouegourien hag ar brederourien peurvuiañ.
Aesoc'h eo kaout asant an arbennigourien pa dalv ur rummatadur evit o zachennoù labour rik, met ne c'heller ket sevel rummatadurioù war demoù ledan hep ma vezint burutellaet war boent pe boent pa vezont savet dre ret gant ur savboent ispisial. Un hent evit donoc'h e emskiant ar gouiziegezhioù int memestra pa vezont ur framm evit renkañ tammoù ar gouiziegezh ha rakwelet labour an arbennigourien. Mat eo meskañ savboentoù disheñvel evit o sevel.
Rummatadurioù implijet e skiantoù an Natur
kemmañ- Rummatadur skiantel ar spesadoù pe "rummatadur reizhiadek ar spesadoù". Savet eo bet adalek labourioù Carl von Linné dre genveriañ ar perzhioù morfologek ken e vez kustum rummata ar bevien e pemp renad ha meur a rummad dindanno.
- Rummatadur filogenetek. Rummataet e vez ar bevien hervez o c'herentiezhioù ha klask a reer mont pelloc'h eget renkañ anvioù ar bevien. Gant deskrivadurioù perzhioù all (morfologiezh, genetik) e klask an arbennigourien war ar filogenetik skeudenniñ ar bevien evel m'emaint hiziv an deiz en ur reiñ ur sell war istor o emdroadurioù.
- Rummatadur APG II. Rummatadur skiantel an angiosperien savet a-nevez gant an l'Angiosperms Phylogeny Group.
- Rummatadur ar stered.
- Taolenn beriodek an elfennoù. (Taolenn Mendeleev), rummatadur periodek an elfennoù pe simploc'h an daolenn beriodek. Ennañ eo bet renket an holl elfennoù kimiek hervez o niverenn atomek.
Rummatadurioù savet el levraouegoù
kemmañ- Rummatadur dekvedennel Dewey (CDD)
- Rummatadur dekvedennel hollvedel (CDU). Un astenn d'ar CDD.
- BBK. Rummatadur hervez ur savboent marx-ha-leninour, un astenn d'ar CDU implijet en URSS.
- Rummatadur Levraoueg ar C'hendalc'h (LCC). Rummatadur al levraoueg brasañ er bed, savet e kêr-benn ar SUA. Implijet stank el levraouegoù saoznek.
- Rummatadur dre duigoù savet gant Ranganathan
- "Pennaennoù evit rummata an teulioù sonerezh". Implijet e levraouegoù sonerezh gall zo (PCDM e galleg)
- Rummatadur Freinet