Teuc'hegezh[1],[2], pe teuregezh[3],[4] c'hoazh, a vez graet eus stad un den, paotr pe plac'h, en deus re a lard-marv. An deuc'hegezh denel a zo gwelet evel ur c'hleñved abaoe 1997 gant Aozadur Bedel ar Yec'hed (OMS-WHO).

Gwellaat ar pennad-mañ a vo ret a-raok ma vo gallet lavarout ez eo ur pennad a live holloueziadurel, ken e-keñver danvez, ken e-keñver brezhoneg.
Ma fell deoc'h reiñ hoc'h ali, resisaat petra zo da wellaat, grit e pajenn ar gaozeadenn.

  • Pa vo bet graet ar gwellaennoù e vo ret dilemel ar patrom-mañ.
Tri skeud tud : unan normal, unan gant
dreist-pouez hag unan klañv gant an deuc'hegezh.

An aozadur-se a zispleg ez eo "An deuc'hegezh pe dreist-pouez, evel un daspugn direizh pe revec'h a lard-korf o vezañ arvarus evit ar yec'hed".

Er broioù diorroet ez eo ur skoulm an doare da dalañ outi dre ma 'z eo arvarus evit yec'hed an dud ha dre ma vez ur c'hresk dizehan eus ar c'hleñved-se.

Kartenn emdroadur an dreist-pouez
hag an deuc'hegezh er Stadoù-Unanet (1985-2008).

Meur a abeg a c'hall bezañ da'n deuc'hded : degasadennoù boued re vras, mank a obererezhioù sport, aezamantoù genetek. Ouzhpenn se met raloc'h e vez tu kaout un awen dre al louzoù, kleñvedoù spered. Ar sell ma vefe an dud tapet gant an deuc'hded met o tebriñ nebeut, awenet gant ur c'horf o koazhañ re goustadik n'eo ket degemeret pe dost. Dre vras an dud re lart a implij muioc'h a energiezh evit ar re treutoc'h dre ma vez ponner ar c'horf da fiñval.

Teuc'hegezh a oa un arouez d'ur statud uhel er gevredigezh e-pad an Azginivelezh: "ar jeneral Alessandro del Borro", 1645. Hiziv-an-deiz ez eo gwelet evel ur c'hleñved marvus.

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. Gwelet Geriadur Vallée (1931) «obésité: teuc'hded» p.505a, adkemeret gant Roparz Hemon en e c'heriadurioù (Geriadur istorel ar brezhoneg, p. 3063, Nouveau dictionnaire breton-français (1970), p. 787a).
  2. TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg [1].
  3. Dictionnaire classique français-breton gant Reun ar Glev, miz Kerzu 1990, Levrenn VII, pajenn 2446.
  4. Dictionnaire breton/français français/breton, An Here/Al Liamm, 2002, pajenn 1171 (el lodenn galleg-brezhoneg).