Kaozeal:Teuc'hegezh

Evezhiadenn diwezhañ: 9 bloaz zo gant Llydawr

Ar pennad a zo bet savet ganin-me mes diluget e oan bet hep gwelet dres a-raok enrolañ, setu. A galon Dishual (kaozeal) 7 Ebr 2015 da 12:57 (UTC)DishualRespont

Demat, C'hoarvez' 'ra, petra 'refet... A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 7 Ebr 2015 da 13:16 (UTC)Respont

Sklaer evel lagad an naer, 'se oa kenkas ma savfe goulennoù war an danvez. Dishual (kaozeal) 7 Ebr 2015 da 13:43 (UTC)DishualRespont

Eus pelec'h e teu ar ger teuc'hegezh? Eus teuc'hek? Netra da welout gant lard. Boued teuc'h? A zo diaes da zebriñ. Ha lart e vezer diwar boued teuc'h/sammus/stambouc'hus? Goulenn graet ouzh tud ar vagadurezh. Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 Ebr 2015 da 17:06 (UTC)Respont
Eus TermBret OPaB ; teuregezh e geriadur Reun ar Glev... evel e-barzh hini An Here/Al Liamm 2002--Prieladkozh (kaozeal) 7 Ebr 2015 da 17:14 (UTC)Respont
teuc'hek, troet "obèse", a gaver e Geriadur ar Brezhoneg a Vremañ (Favereau) p. 732 ; teuc'hded ha teuc'hder a gaver da dreiñ "obésité" e Geriadur galleg-brezhoneg Ménard, p. 931 ; teuc'h, troet "qui a trop d'embonpoint" a gaver e geriadur brezhoneg-galleg Troude, p. 615, ha kemend-all a adkaver e Geriadur Istorel Roparz Hemon ("lourd, obèse") hag e geriadur brezhoneg An Here, p. 1279 ("re dev"). A-hend-all e kaver ivez teur, teurenn troet "bedaine", teurek, teurennek, troet "ventru, qui a une grosse bedaine" e meur a c'heriadur (Geriadur Istorel, Troude, Favereau, Vallée, ar Merser). --Llydawr (kaozeal) 13 Ebr 2015 da 21:38 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Teuc'hegezh".