Donemat dit, a gile dinask ha dishual. Bianchi-Bihan 7 Her 2007 da 03:40 (UTC)


Bennozh 'vit an degemer!


Degemer mat dit. Setu amañ da bajenn bersonel dit-te, Dishual.
Gallout a rez en em ginnig warni ha kempenn anezhi evel ma kari.
Da skouer : ar yezhoù a gomzez, ar sujedoù a blij dit...

Benoni (Kaozeadenn) 7 Her 2007 da 10:36 (UTC)

Salud deoc'h,
Emaon o kempenn ar pennad, gwell e vije neuze na ouzhpennañ tra pe tra evit poent... Tost echu eo al labour ganin.
Trugarez deoc'h :) — 90.32.30.206 6 Meu 2016 da 13:01 (UTC)

Mil bennozh deoc'h evit an taol-dorn a zo degemeret mat ganin! Kudenn ebet! A greiz galon! Dishual

Setu echuet ma zammig labour. Evit doare, n'emañ ket an USMC e Band of Brothers (gwelit Band of Brothers), pa n'eo ket ar 506th P.I.R. ur rann eus an USMC ; da wiriañ neuze, ha da ziverkañ mar bez ret.
Gourc'hemennoù evit ar pennad, n'eus ket kalz par dezhañ, siwazh ! — 90.32.30.206 6 Meu 2016 da 14:12 (UTC)

Sapre labour ganeoc'h ha bennozh da vezañ chomet hep ober un adsevel evel ma ra lod en ur cheñch ster ar gerioù pe frazennoù hep gouzout eus petra 'zo kaoz er pennad! N'eo ket kalz tra, klask a ran degas ma zammig nerzh er stourm evit mat ar vro! Evit band of Brothers eo amañ: http://www.imdb.com/title/tt0374463/ Bennozh deoc'h hag un dro!

Wikicode : an urzh |thumb

kemmañ
Mentoù dre thumb
px upright=
440 2
420 1.9
400 1.8
375 1.7
350 1.6
330 1.5
300 1.4
285 1.3
260 1.2
240 1.1
px upright=
220 (1 = diouer)
200 0.9
175 0.8
150 0.7
(130) (0.6)
(110) (0.5)
• 0.6 ha 0.5 :
justik ;
• 0.4 betek 0.1 :
re vihan
evit an
alc'hwez
Salud deoc'h,
Kemmet eo reolenn Wikipedia evit a sell ouzh an urzh |thumb pa venter skeudennoù : arabat eo bremañ lakaat ar vent e pikseloù (e.g. |thumb|300px) ; dre an urzh |thumb|upright=1.4 e ranker ober evit ma vefe 300px ledander ar skeudenn.
Setu penaos e ya en-dro : 220px eo ledander ar skeudenn dre ziouer, pa skriver |thumb hepken neuze. Ar feur [Ment a venner ÷ 220] eo an upright (300 ÷ 220 = 1.4).
Kuit deoc'h da jediñ bewech e roan deoc'h ma zaolennig evit ar mentoù implijetañ.
Mar fell deoc'h kaout mentoù etre avat e rankot c'hoari gant jederez ho PC ! Tu zo evel-just da urzhiañ traoù evel upright=1.47 (323px), evit lec'hiañ ur skeudenn gant traoñ linenn diwezhañ ur pennad skrid, da skouer — unan eus troioù-micher arz ar pajennaozañ eo, war baper pe war ar skramm.
A galon, — Lagad Zoltec (kaozeal) 27 Her 2018 da 14:31 (UTC)

Bennozh mestr an urzhiataer!

A galon

.Opala ! Grit "milimestr" ac'hanon, kentoc'h, me ho ped ! ;) — Lagad Zoltec (kaozeal) 27 Her 2018 da 18:58 (UTC)

Salud dit, Dishual
Kemmet em eus traoù er pennad :
• tres al lestr am eus lakaet dindan ar skeudenn ; me soñje din e vrasaat, met dilennus eo c'hoazh da 1024px !
• "patrouilh" ha "minenn" am eus lakaet evel e geriadur M. Ménard ;
• al lec'hioù am eus liammet war-eeun ouzh Google Maps rak fazius eo ar patrom Coord, evel zo bet merzet e-kerzh skarzhañ ar fazioù Lint warlene gant Lagad Zoltec (kalz) ha me (kalz nebeutoc'h) : 2 wech e teu al lec'h war wel ;
• "e-pad" zo a-hed ur prantad → "e-kerzh" zo d'ur poent er prantad-se.
A galon, — Keritiad (kaozeal) 14 Meu 2019 da 13:28 (UTC)

Demat,
Mil bennozh evit an harp! Plijus gwelet tud o kemer perzh er wiki brezhoneg hep klask cheu!
A galon
Dishual (kaozeal) 14 Meu 2019 da 13:53 (UTC)

Demat, gallout a rez chom hep lammat war ur pennad emaon o treiñ ? Kollet em eus tout ma labour blam dit.

Demat, Sioul n'eus ket ezhomm bezan tagus. Digarez ne ouien ket. Liammet eo bet evit al liamm etreyezhel dreist-holl rak evel 'gwirioù an den' e oa dija eus ur pennad gwirioù Mab-den. Ali, ar pezh a ran me evit ur pennad hir eo tremen dre word hag ar rakwelet war Wikipedia, keit ha ma n'eo ket echu a-raok lakaat enlinenn. A galon Dishual (kaozeal) 22 Gwe 2024 da 07:57 (UTC)

Kollet em eus tout ma labour 'blam dit. Evit ur wech em boa lakaet ma labour treiñ enlinenn araok echuiñ anezhañ, gwir eo. Skuizh e oan dec'h da noz. Kompren a ran e oa ur fazi bremañ, peogwir e teues diouzhtu d'ober ur cheñchamant dister hep prederiañ, pa oan me o labourat abaoe un eur hanter ar beure-mañ evit peurechuiñ ma labour. Te zo chomet hep kompren e oa frazennoù e saozneg c'hoazh e-barzh an destenn peogwir e oan o labourat c'hoazh, ken boazet out da lakaat saozneg, galleg ha me oar me e pep lec'h war ar wikipedia brezhonek, o terriñ hor reolennoù.

N'ouzon ket piv out ha ne ran forzh met chom seven n'omp ket amezeien. En me zigarezet on. Ha merzhet peus ez eus nebeutoc'h-nebeutan a dud o labourat war ar Wiki brezhoneg? Ma n'out ket ul lodenn eus an diskoulm out ul lodenn eus an gudenn. D'an nebeutan ez eus tu chom seven etrezomp, ne vije ket fall dija. A galon