Dictionnaire classique français-breton

Dictionnaire classique français-breton eo anv ar geriadur gallek-brezhonek, savet gant Reun ar Glev, hag embannet gant Al Liamm e 10 levrenn etre 1983 ha 1994.

Perzh bras ar geriadur-mañ eo ar skouerioù niverus a gaver ennañ. Darn anezho avat n'eo ket merket splann a belec'h e teuont.

An dek levrenn

kemmañ
  • Levrenn I, A - B, eus A da BUVEUR, miz Gwengolo 1983,
  • Levrenn II, C - Debla, eus ÇA da DÉBLAYER, miz Du 1984,
  • Levrenn III, Deblo - Embeg, eus DÉBLOQUER da EMBÉGUINÉ, miz C'hwevrer 1986,
  • Levrenn IV, Embel - Fileri, eus EMBELLIE da FILERIE, miz Meurzh 1987,
  • Levrenn V, Filet - Impuni, eus FILET da IMPUNIE, miz Mezheven 1988,
  • Levrenn VI, Impunité - Marche, eus IMPUNITÉ da MARCHE, miz Du 1989,
  • Levrenn VII, Marche - Passant, eus MARCHE da PASSANT, miz Kerzu 1990,
  • Levrenn VIII, Passe - Racontar, eus PASSE da RACONTAR, miz Meurzh 1992,
  • Levrenn IX, Raconter - Sitôt, eus RACONTER da SITÔT QUE, miz Genver 1993
  • Levrenn X, Situation - Zygoma, eus SITUATION da ZYGOMA, miz C'hwevrer 1994.