Embannadurioù Al Liamm

Embannadurioù Al Liamm zo un ti-embann brezhonek krouet gant Ronan Huon, stag ouzh ar gelaouenn lennegel brezhonek Al Liamm-Tir na Óg, houmañ ur c'hevarzhe hervez lezenn 1901. Un hêr eeun da Walarn, pa voe meur a den pouezus en Emsav sevenadurel brezhonek kent an Eil Brezel-bed o sevel skridoù evitañ, en o zouez Roparz Hemon, Abeozen, Youenn Drezen, Yeun ar Gow ha Zavier Langleiz[1]. Ur roll eus ar bouezusañ en doe, koulz evit kendalc'h gant embann ul lennegezh a live uhel hag evit skignañ oberennoù brezhonek lies o seurtoù hag an ostilhoù gallek evit deskiñ ar yezh. Ar sez a voe e Brest[2], nemet e-pad ur prantad berr e 1999-2002[3]. Pelloc'h, goude marv Ronan Huon e 2003 e voe lakaet e ti e vab, Tudual Huon, rener an embann war e lec'h, e Dirinonn. Kevredet eo Embannadurioù Al Liamm e-barzh Kuzul ar Brezhoneg. Koulskoude, p'emañ burevioù Kuzul ar Brezhoneg e Lannuon, ha kevredet eo Al liamm e-barzh, c'homlec'h ti-embann evit an diavaez eo.

Embannadurioù Al Liamm
ti-embann
Deiziad krouiñ1948 Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.alliamm.bzh Kemmañ

Istor kemmañ

Embann levrioù gant skipailh bodet tro dro da Ronan Huon, Pêr Denez, Arzel Even ha Pêr ar Bihan (merour kentañ ha, pelloc'h, teñzorer), hag harpet a-bell gant Roparz Hemon o chom e Dulenn, evit warlec'hiañ kelaouenn Gwalarn hag e Levraoueg Gwalarn, a voe adkemer hêrezh an tri di-embann brezhonek a voe bet savet etre 1922 ha 1943. Enno e kaver daou zen boas ouzh labourat asamblez, Youenn Drezen ha Florentin Goinard. Ar re-se o doe kenlabouret gant ar c'hentañ ti-embann brezhonek savet e 1922 diwar atiz Yann-Vari Perrot, Emgleo Sant Iltud.
Sevel a reont, e 1934, Skrid ha Skeudenn a voe tuet da embann levrioù kaer o tispakañ skeudennadurioù arzourien ar Seiz Breur. E 1925 en doe krouet Roparz Hemon ar gelaouenn lennegel Gwalarn ha staget Levraoueg Gwalarn outi, en ur embann levrioù e-kreiz heuliadenn ar gelaouenn pe distag.
E 1943 e voe savet Skridoù Breizh gant Florentin Goinard, aet eus penmouller da embanner, o pourveziñ da [Strollad Broadel Breiz]], hag eñ tost outañ, un eil ti-embann damofisiel[4]. Rediet da chom pell eus Brest ha dimezet gant ur bet-embannerez eus Brest[5] e kendalc'has gant Skridoù Breizh |er Baol, e-lec'h e renas ur voullerezh, Moullerezh ar Skrev[6] (Imprimerie de la Mouette). Moullet e voe er voullerezh-se ar gelaouenn Al Liamm ha darn eus Embannadurioù Al Liamm e-pad hanter-kant bloaz.
E 1957 e fellas da Florentin Goinard herzel gant e labour moullañ hag embann hag e ginnigas da Ronan Huon ma preno an holl levrioù brezhonek moullet evit Skridoù Breizh hag e a voe bet chomet en e gerz[7].

E 1999 e oa bet adkemeret gant An Here. Pan eas An Here d'ar strad e 2001 e voe adstaget ouzh ar gelaouenn, met un troc'h a zeuas diouzh-se e produaur an ti-embann e 2003 ha 2004.

Ti-moullañ ar Baol arbennikaet war voulladennoù brezhoneg a-feson kemmañ

Ur chañs en deus bet embregenn Al Liamm kaout tu da fiziañ darn vuiañ eus he embannadennoù d'ur voullerezh renet er bloavezioù kentañ gant ur penmouller tost-tre d'an Emsav, ha goude ma voe hennez aet war e leve, e chome micherourien lizherennerien gouest da reizhañ an testennoù brezhonek o-unan. Ha feal da servij ar moullerezh-se e chomas skipailh Al Liamm e-pad 42 bloaz[8].
Treuskaset e voe skiant-prenet an embann hag ar fardañ levrioù dastumet gant tud Gwalarn, Skrid ha Skeudenn ha Skridoù Breizh da remziad an emsaverien yaouank (Ronan Huon, Pêr Denez, Frañsez Kervella, Andrev Latimier, Pêr ar Bihan, Pêr Bodenan, Loeiz Bihanig) gant un den arbennigour war ar moullañ ha war an embann ivez hag en doe labouret a-dost gant ar Walarniz a-raok hag e-pad ar brezel, Florentin Goinard, e anv.
War eil ziwezhañ pajenn niverennn 7 Al Liamm-Tir na n-Og (Meurzh-Ebrel 1948) e lenner «Imprimerie de la Mouette, avenue de Paris, La Baule». Krouet e voe bet an ti-moullañ-se e 1926 gant tri den, François André, an hini pouezusañ,[9]Florentin Goinard, teñzorer hag embanner ar Framm keltiek, a voe tamallet ha toullbac'het un nebeut amzer e mare an Dieubidigezh hag e kavas ul labour penmouller er Voullerezh ar Skrev, en e bastell-vro ganedigezh. Kendalc'hañ a reas gant embann un nebeut levrioù dindan verk Skridoù Breizh.
Estreget kelaouenn hag embannadurioù Al Liamm e weler ma voe bet moullet ar gelaouenn divyezhek Ar Vro-Gwirionez er Baol gant an hevelep lizherennoù-moull Times e mare ma veze implijet ar plom. Moullet e voe ar gelaouenn en ti-moullañ, anvet pe Ti-moulerezh ar Skrev, pe Ti-moulerezh ar Baol, pe Éditions La Baule, pe, en diwezh, Imprimerie de la Mouette betek an niverenn 317 (Du-Kerzu 1999). Tregont bloaz kent ne veze ket mui moullet al levrioù er Baol nemetken, met gant an Imprimerie administrative et commerciale e Brest (adalek 1957), an Ti-moulerezh Simon, e Roazhon, ar Presses bretonnes, e Sant-Brieg, [10], Staol ha Speied, Cloître, e Sant-Tonan, Ouestélio, e Brest.
Fiziañ moulladennoù al levrioù da Graphe war-dro 1980 a seblant liammet ouzh donedigezh an offset.

Reteradur politikel kemmañ

O vezañ ma n'eo ket un aozadur politikel, pennadurezh ar gelaouenn, eiltitlet «dastumadenn sevenadurel daouviziek», ha darn eus an oberourien o deus techoù politikel o tennañ da savboentoù e-keñver Breizh hag ar brezhoneg, evel m'en doe displeget splann Andrev Latimier e 1948 en ur ziskouezañ ar pal uhelañ, « (adsevel) an Emsav evit mat », goude m'en doe pouezet war skouer Stad dieub an Iwerzhoniz, pa 'z eus « ret d'ar vrezhonegerien plediñ gant pep kudenn a-bouez a sell ouzh hor stourm broadel, ha prientiñ an amzer da zont a zle bezañ ar muiañ ar gwellañ “marevezh ar brezhoneg”. »[11]
Meur a vloaz pelloc'h, war dreuz ar bloaz 2000, e savas pennadurezh Al Liamm ur pennad-stur ma lenner al linennoù-mañ ennañ :
«Spered Al Liamm evel hini Gwalarn zo ur spered krouiñ, ur spered studi, ur spered digor war ar bed ha doujus e keñver an dud, ur spered a-vremañ troet war un dazont birvidik hag entanus mar fell d'an holl Vretoned labourat ha stourm a-gevret war-du an hevelep pal : difenn ar gwir da vevañ e Breizh, da gomz, da zeskiñ ha da gelenn hor yezh ha da lakaat un termen da c'halloud ur Stad kreizennet-rik, tra c'haonac'h evidomp-ni Bretoned hag evit an darn vrasañ eus an dud o vevañ e Bro-C'hall.» [12]. N'eus ket mui anv eus ar stourm broadel, met gant un doare didrouz ez eus bet eztaolet an hevelep mennozhioù.

Levierezh an embann kemmañ

M'eo Al Liamm, ur c'hevarzhe (kevredigezh dic'hounid), ne vez ket meneget anv ar prezidant, ur rener eo an hini a zo meneget war golo pevar ar gelaouenn, ha, da heul, ur merour (pe ur sekretour) hag un teñzorer. Rener eo Ronan Huon, betek e varv, hag e vez merket «Embanner : Ronan Huon» war golo tri pep levr. Roll tud ar c'huzul-ren a vo dispaket goude re ar pennadurezhioù e 1999, pa yeas Tudual Huon e-barzh.
N'eus ket bet den gopret ebet evit obererezhioù embannerezh e-pad pell ha hogos an dispignoù a denn d'ar moullañ evel ma weler en tiez-embann meret gant tud a-youl-vat. An arc'hant postet a zeue eus ar gwerzhioù, ar roadennoù hag an astennoù aotreet gant ar skrivagnerien o-unan. Abaoe 1982 eo erruet un chañchamant bras, pa voe divizet gant ar Stad, heuliet gant ar strollegezhioù lec'hel debarzhañ yalc'hadoù evit ar frejoù-moullañ, da gentañ, hag ar frejoù-treiñ da c'houde. Met, bloavezioù-pad, e nac'has Kreizenn vroadel al lizhiri anavezout diouzhtu an embannerien a youl-vat evel embregerezhioù da veza~~skoazellet.
N'eus ket ditouroù war arc'hantaouiñ al levrioù e-barzh ar gelaouenn, na war ar pezh a vez roet d'ar skrivagnerien e-keñver o gwirioù aozer, met dister a-walc'h eo, pa ne ya ket niveroù an embann da liveoù uhel-tre.
P'eo metoù ar brezhoneg skrivet ur bedig gant nebeud a dud (miliadoù nemetken) e c'heller ma vez muioc'h a skoazell roet d'an oberourien, hag a ya pelloc'h eget en tiez-embann o plediñ gant yezhoù muioc'h implijet. Implij ar peurunvan a zegase ul labour prientiñ donoc'h eget ar reizhañ boas, pa voe oberourien kozh (Yeun ar Gow, Abeozen, Maodez Glanndour, da skouer) hag skrivagnerien yaouank o doe boazioù all evel Mikael Madeg. Er bloavezhioù 1978, pemp den, Ronan Huon, Pêr Denez, Andrev Latimier, Loeiz Bihanig ha Pêr ar Bihan a rae war-dro kempenn an dornskridoù evit ar moullañ, unan e pep tro, met war-dro 1975, Yann Erwan an Abalan, studier e Kevrenn ar yezhoù keltiek, e Skol-Veur Roazhon, en doe kroget gant kemer an darnvuiañ eus ar c'harg [13]. Meneget e voe al labour kent-moullañ arbennik-se e derou embannadennoù Lan Inizan (1977), «modernaet ar yezh ha kempenn evit an embann» hag hini Yann-Vari Kerwerc'hez (En ur rambreal, 1980). Ha pa eo bet embannet muioc'h eget 270 levr a bep seurt n'eo ket bet divizet o rannañ dre dastumadoù, evel ma vez graet gant an tiez-embann kenwerzhel. P'eo an darnvuiañ eus an embann gouestlet d'ar romantoù pe d'an danevelloù, n'eus ket tu sevel rummadoù diouto, dreist-holl evit an teskadoù danevelloù ken liesseurt o neuzoù hag o amzerioù sevel. Ha ne vez kavet den a c'hellfe bezañ gwelet evel rener an dastumad. Koulskoude ez eus anv eus daou dastumad levrioù, unan gozh, «Studi ha dudi», evit Gwerzhioù kozh dastumet gant Fañch an Uhel (1970), hag unan krouet e 2015, «Didermen», glas-teñval ar goloioù ha mentoù bihannoc'h, evit studiadennoù berr. Ne vez ket sklaeroc'h an traou evit al levrioù yaouankiz, ar re-se rouez a-walc'h, hag e vez gwelet daou pe dri wezh, «Evit ar vugale».

Kent-moullañ kemmañ

Skeudennadur ha kaite ar paper kemmañ

N'eo ket bet klasket fardañ levrioù kaer evel ma oa bet graet gant Youenn Drezen, harpet gant Florentin Goinard, en ur sevel Skrid ha Skeudenn e barr ar Seiz Breur ma voe arzourien dispar a felle dezho ergerzhout domanioù ar gened evit brezhonegerien eus ar vegenn. Dister a-walc'h eo lodenn an oberennoù skeudennet. Levrigoù yaouankiz e liv, bihan o mentoù a zo bet embannet dizingal ha biskoazh ne voe ur wir zastumadenn evit ar vugale, met un nebeud kontadennoù boutin (Andersen, Perrault, mui istor kazh Abeozen).
Pa voe troet Tudal Huon yaouank war-zu ar bannoù-treset e kaver daou albomoù bihan diwar e bluenn. E 2022 e kave dezhañ e vanke d'ar grennarded traou da lenn pe da vezañ podskignet[14].

Maketennerezh ha goloioù-levr kemmañ

Ne veze ket anv eus maketenniñ al levrioù e derou an ti-embann, ha pa voe un nemedenn pa fizias Zavier Langleiz Tristan hag Izold da embann, met hemañ, un arzour ha treser eus ar varrekañ, en doe adkemeret neuz ha stil al levrioù en doe lakaet da embann a-gent : An div zremm (e Levraoueg Gwalarn, 1933; Skridoù Breizh, 1943) hag Ene al linennoù (Skridoù Breizh, 1942) ha dreist-holl, Enez ar Rod (Ar BALB, 1949), dezhañ an hevelep ment ha treuz hag e pikol romant marc'hegerezh.
E 1959, goloenn ar romant mor a vent bras, An teirgwern Pembroke (Jarl Priel) a zo ul livadur, penn skeudennerezh an holl levr, Yvonne Jean-Haffen, houmañ un arzourez vrudet. Pa voe bet skeudennet an doare gallek ganti (Le trois-mats errant, Les Portiques, 1931), ne voe ket un gwir choaz gant an embanner.
E 1962 e voe gwisket ar romant Mari-Vorgan gant ur goloenn, tresadenn ur vezhinenn warni, ha melen he foñs, ul liv divoas en embannerezh vrezhonek hag e 1964 tresadenn un bambouzeg e voe dispaket war ar goloioù unan ha pevar, war un foñs melen ur wezh c'hoaz. Ledskeud du-pod treset ur c'hastell a yeas d'ober goloenn Diamantoù Keroulaz (R. Hemon, 1965)). Kentañ goloenn ul luc'hskeudenn du ha gwenn warni a zeu gant An irin glas ((R. Huon, 1966) hag e vo kendalc'het gant an neuz-se evit ar romantoù hag an teskadoù danevelloù, nemet un dresadenn ur wezh an amzer (E Penn an hent gant Youenn Olier, 1975, dezhañ ur c'holoenn gant c'hoari lizherennoù a-feson, met hep meneg an arzour). Etretant e weler anv ur arzour maketenner a vo merket kenkoulz evel oberour maketenniñ ar gelaouenn[15] hag saver goloioù levr, Yann Vaze, un emsaver anavezet a-walc'h.

Politikerezh embann kemmañ

E 1978 e tisplege Ronan Huon) ne veze ket kaset dezhañ trawalc'h a destennoù mat da vezañ embannet, pa lavare n'en doe nac'het, nemet daou dornskrid, unan diouto « evit abegoù doare-skrivañ ».[16]. Skrivet en doa e derou 1968 e kave diaes, a-wechoù, kavout ur c'hempouez , « en ur c'helaouiñ an dud, o diduiñ hag o c'helenn war un dro… pa ne zegouezh ket d'ar rener trawalc'h a skridoù ».[17]. Da gempouez etre lodennoù ar gelaouenn e soñje, met darn an embannadurioù a zepend eus an testennoù a zo bet embannet e stumm un danevell pe ur studiadenn. Dindan renerezh e vab, Tudual, ne vez ket kaset re a zornskridoù, pa en doe pouezet ivez war

Embannerezh geriadurioù, hentennoù (Cours élémentaire de breton ha goude Méthode rapide de breton) ha yezhadurioù Roparz Hemon zo bet ul labour a-bouez, koulz e-keñver ledanaat implij ar brezhoneg ha degas arc'hant d'an embanner. Pa veze moullet 500 skouerenn eus ul levr faltazi gwerzhet e-pad dek vloaz e veze gwerzhet kantadoù a levrioù deskiñ e levrdioù kar-o-bro ha dre lizher gant an Dimezell Janed Queillé o chom e Gwengamp.

Gwerzhañ kemmañ

Gwerzh war eeun kemmañ

E pad an deg bloavezh kentañ e voe lakaet e-barzh gelaouenn ur chomlec'h evit urzhiañ levrioù, hini Pêr Bodenan, hag eñ o chom en Erge-Vihan, tost da Gemper. Er bloavezhioù 60 ha 70 e veze meneget hini Janed Queillé, e Gwengamp, e-barzh al liketennoù (sterniet pe get) ma veze roet kelou eus embannadenn pep levr enno. Ur c'hont-post arbennik e voe displeget. E 1994 e voe erlec'hiet chomlec'h Janed Queillé gant hini Ronan Huon hep niverenn kont-post.
Er mare-se e veze dispaket levrioù Al Liamm gant re Skrid ha Skeudenn he re Skridoù Breizh e lec'hioù ma yae stourmerien evit adsevel Breizh (kampou hañv, festoù, emvodoù politikel hag all). Tud a youl vat a brene un nebeut levrioù evit o werzhañ d'o c'heneiled diwar staligoù dibad.
Pa voe savet Diffusion Breizh e voe dasparzhet gwelloc'h levrioù Al Liamm el levrdioù, hag e zeuas an embannerezh brezhoneg er-maez eus an deñvalijenn. Koulskoude, e 1994, e diwezh ar gelaouenn eo meneget n'eo ket bet kavet nemet 8 levrdi e Breizh a ginnig levrioù brezhonek nevez (tri eus ar chadenn Ar Bed keltiek, tri eus Coop Breizh ha daou all e Gwengamp ha Lannuon).

Bruderezh hag hevouezhañ kemmañ

Pa ne veze ket ur marc'had digor evit al levrioù brezhonek el levrdioù e voe rediet ar embannerien a-youl vat klask prenerien dre ur rouedad tud hag aozadurioù. Dastum ha renkañ chomlec'hioù an dud kar-o-yezh a voe unan eus al labourioù a c'heller fiziañ d'un den ha ne ket ret kejañ gantañ alies-kenañ. Hervez Pêr ar Bihan[18] e voe graet gant Andrev Latimier (aet e 1948 e-barzh ar skipailh ha marvet e 1998) a renas an darnvuiañ eus e vuhez e Rannvro Pariz. Evel-se e veze posubl kas follennoù-bruderezh evit broudañ an danvez-lennerien da rakprenañ pe brenañ al levrioù dre hanterouriezh Janed Queillé.

Arc'hantaouiñ diwar rakprenadennoù, profoù arc'hant hag lodennoù a-stroñs an embannadennoù kemmañ

Ne veze ket moullet muioc'h eget 500 skouerenn evit pep levr, estreget al levrioù-deskiñ (hentennoù yezh, yezhadurioù ha geriadurioù), a-raok ma teuas muioc'h a arc'hant hag e voe dilezet ar voullerezh dre ar plom war-dro ar bloavezioù '90.

E-touez ar skrivagnerien vrudetañ:

Embannadennoù hervez ar bloaz kemmañ

brezhoneg
  • 1950
    • Jarl Priel, Ar spontailh : pezh-c'hoari e 3 arvest / Jarl Priel, 3 skeudenn gant Koroller, Arelli ha Ralph Soupault, 168 p. C'hoariva.
    • Theodor Storm, Aquis submersus, troet diwar ar germaneg ha kinniget Pêr Denez, 74 p. Romant.
    • Tangi Malmanche, An Antekrist, Tri arvest gant ur ragarvest, 84 p. Moulladenn a-ziforc'h niverennet : 300 skouerenn niverennet war baper leuegen alfa. Anv an embanner : Al Liamm-Tir-na n-Og. C'hoariva.
  • 1952
    • Jarl Priel, Kleñved an Togn, 32 p. Anv an embanner : Al Liamm-Tir na n-Og. C'hoariva.
  • 1953
    • Barzhaz : kant barzhoneg berr 1350-1953, kentskrid Hent hor barzhoniezh gant Pêr Denez, 151 p. Notennoù war an oberourien. Moulladennoù niverennet : 20 skouerenn war baper leuegen neud disi Outhenin-Chalandre ha 480 war baper alfa Navarre. Anv an embanner : Al Liamm-Tir na n-Og. Antologiezh barzhonegoù.
  • 1954
    • Jarl Priel, Ma zammig buhez"". 1, 193 p. Emvuhezskrid.
  • 1955
    • Lenn a ran (evit bugale Vreizh), 24 p. Levr yaouankiz.
    • Jarl Priel, Ma zammig buhez. 2, Va buhez e Rusia, 190 p. Emvuhezskrid.
  • 1957
    • Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, 116 p. Moulladennoù a-ziforc'h niverennet : 40 skouerenn war baper leuegen neud disi Rives ha 60 war baper alfa Rives. Danevelloù.
    • Abeozen, Istor lennegezh vrezhonek am amzer-vremañ, ur ger a-raok, gant Ronan Huon, 253 p. Istor al Lennegezh vrezhonek.
    • Jarl Priel, Ma zammig buhez. 3, Amañ hag ahont, 290 p. Geriaoueg ar gerioù tregeriat rik. Moulladennoù a-ziforc'h niverennet : 30 skouerenn war paper leuegen neud disi Rives ha 50 war baper alfa Mousse. Emvuhezskrid.
  • 1958
    • Langleiz, Tristan hag Izold, 25 skeudenn koadengravet gant an oberour, 200 p. Moulladennoù a-ziforc'h  : 25 skouerenn war baper neud disi eus an dibab merket A betek Z, 50 skouerenn niverennet war baper neud disi eus an dibab, 75 skouerenn niverennet war baper offset kaer ha 400 niverennet war baper tev, hep niverenn. Levr kaer arz.
    • Arzel Even, Istor ar yezhou keltiek... 1, X-263 p. Liesskrivet. War ar golo Hor Yezh. Yezhoniezh.
  • 1959
    • Jarl Priel, An teirgwern Pembroke, skeudennet gant Yvonne Jean-Haffen, 215 p. Roll ar gerioù micher implijet el levr-man. Troididigezh gant an oberour e-unan eus Le trois-mât errant, Éditions Les Portiques, 1931, skrivet gant Jarl Priel. Romant mor.
  • 1962
    • Roparz Hemon, Mari Vorgan, 166 p. Moulladennoù a-ziforc'h  : 20 skouerenn war baper-lin Montgolfier A betek Z, 30 skouerenn niverennet war baper Lafuma. Romant dre lizhiri.
    • Ar Roue ha Meudig e vab, 62 p. Levr yaouankiz.
    • Abeozen, Damskeud eus hol lennegezh kozh. Istor al lennegezh brezhonek.
    • Marianna Abgrall, Gwinizh hepken, kentskrid gant Zavier Langleiz, koadengravadurioù gant Xavier Haas, 76 p. Barzhonegoù.
  • 1964
  • 1965
  • 1966
    • Ronan Huon, An irin glas, 202 p. Moulladennoù a-ziforc'h niverennet : 50 skouerenn war paper leuegen neud disi Arches ha 30 war baper neud disi Johannot. 13 danevell.
  • 1967
    • Roparz Hemon, Barzhonegoù, 142 p. Barzhonegoù.
  • 1969
    • Reun Menez Keldreg, Merc'hed, 98 p. Moulladenn a-ziforc'h niverennet : 50 skouerenn war baper leuegen neud disi Johannot. 2 danevell.
    • Ar Bibl Santel, 1. An Testament nevez, Ar Pevar aviel. troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, 270 p. Relijion.
  • 1970
    • Fañch an Uhel, Gwerzioù kozh Breizh, dibab kempennet gant Pêr Denez, Anna ar Beg ha Morwenna Denez, kentskrid gant Pêr Denez, 115 p. Dastumad Studi ha Dudi.
    • Youenn Drezen, An dour en dro d'an inizi, eil embannadur goude hini Skridoù Breizh, 78 p. Romant.
    • Roparz Hemon, Ho kervel a rin en noz, 258 p. Moulladenn a-ziforc'h niverennet : 50 skouerenn war baper Lafuma. 35 danevell.
  • 1971
    • Youenn Drezen, Sizun ar Breur Arturo, 86 p. Dastumad Studi ha dudi. Moulladenn a-ziforc'h niverennet : 50 skouerenn war baper Condat diwar 1000 en holl. Heñvel ouzh moulladur e gelaouenn Al Liamm, nn 14, 1949. Romant.
    • Roparz Hemon, War ribl an hent (pempzek kontadenn), 290 p. 15 danevell.
    • Roparz Hemon, Tangi Kerviler, 290 p. Moulladenn a-ziforc'h niverennet : 30 skouerenn war baper Johannot. Romant.
    • Ar Bibl Santel, 2. An Testamant Nevez, Oberoù an ebestel, Al Lizheroù, An Diskuliadur. Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour , 623 p.
  • 1972
    • Roparz Hemon, Ur Breizhad oc'h adkavout Breizh, 252 p. Teskad pennadoù skrivet evit Breiz Atao pe Gwalarn etre 1923 ha 1929.
    • Youenn Drezen, Skol-louarn Veig Trebern hag e "frai" Paotr-tev. 1, kinnig[où] gant Ronan Huon ha Per-Jakez Helias, 182 p. Moulet ez eus bet 1500 skouerenn, en o zouez 70 war baper kaer lafuma niverennet.
  • 1973
    • Youenn Drezen, Skol-louarn Veig Trebern hag e "frai" Paotr-tev. 2, 171 p. Moulet ez eus bet… 1500 skouerenn, en o zouez 70 war baper kaer lafuma niverennet.
    • Anjela Duval, Kan an douar, 182 p. Barzhoniezh.
    • Tangi Malmanche, An intañvez Arzhur, drama e pevar arvest, 120 p. C'hoariva
  • 1974
    • Youenn Drezen, Skol-louarn Veig Trebern hag e "frai" Paotr-tev, 3, 171 p.
    • Ar Bibl Santel, 3. Ar Psalmoù, troidigezh gant Maodez Glanndour, 224 p. Relijion.
    • Tangi Malmanche, Gwreg an toer. Marvailh an ene naonek, 84 p. C'hoariva.
  • 1975
    • Romant ar roue Arzhur. Levrenn I, Marzhin, lizherennoù treset ha skrid gant Langleiz, rakskrid Vefa de Bellaing, 191 p. Levrlennadur. p. 189-190.
    • Youenn Olier, An deiz-ha-bloaz, 180 p. 50 war baper kaer Romana. 14 danevell..
    • Jarl Priel, Va zammig buhez, levrenn 1, 193 p. Roll gerioù tregeriat rik. Eil mouladur. Moulladenn a-ziforc'h niverennet : 70 skouerenn war baper kaer Ingres. Emvuhezskrid.
    • Tangi Malmanche, Gurvan ar marc'heg estrañjour, 140 p. C'hoariva.
    • Tudy, Fri Korloko, 40 p. Bannoù-treset.
  • 1976
    • Tangi Malmanche, Ar Baganiz, pezh-c'hoari e tri arvest, 132 p. C'hoariva.
    • Ronan Huon, Evidon va-unan : barzhonegoú 1944-1961, kentskrid gant Maodez Glanndour, 118 p. Barzhoniezh.
    • Frañsez Kervella, Yezhadur bras ar brezhoneg, XII-499 p. Gevellun embannadur Skridoù Breizh, 1947.
    • Solzenitsyn, Ti Vatriona, lakaet e brezhoneg gant Ernest ar Barzhig (titl orin Matrenin dvor), 79 p.
  • 1977
    • Youenn Drezen, Itron Varia Garmez, skeudennoù gant R. Y. Creston, kentskrid gant Roparz Hemon, 321 p. Geriaoueg. Eil embannadur diwar hini Skrid ha Skeudenn e 1941. Moulladenn a-ziforc'h niverennet : 100 skouerenn war baper ridennet. Romant.
    • Lan Inizan, Emgann Kergidu ha traoù-all c'hoarvezet e Breizh-Izel e-pad Dispac'h 1793, Levrenn I ha II, kentskrid gant Ronan Huon, kempennet evit an embann ha modernaet ar yezh gant Yann-Erwan Abalan, 237+ p. Moulladenn a-ziforc'h niverennet : 100 skouerenn war baper kaer c'hwezet arvelen.
    • Strollad ar Vro Bagan, Ma c'helljen-me kanañ laouen : pezh-c'hoari 35 p. C'hoariva.
    • Goulven Jacq, Pinvidigezh ar paour, 161 p. Moulladenn a-ziforc'h niverennet : 70 skouerenn war baper kaer Ingres. Emvuhezskrid.
  • 1978
  • 1979
    • Roparz Hemon, Yezhadur berr ar brezhoneg, 128 p. Yezhoniezh.
    • Pêr Denez, Glas evel daoulagad c'hlas na oant ket ma re, 102 p. Moulladenn a-ziforc'h niverennet : 70 skouerenn war baper kaer Ingres. Romant.
    • Pêr Denez, Diougan Gwenc'hlan, 140 p. Romant.
    • Tudual Huon, Ar chalboter huñvreoù, 133 p. Moulladenn a-ziforc'h niverennet : 70 skouerenn war baper kaer c'hwezet arvelen. 8 danevell.
    • Benead, Gwiadenn ar vuhez, 34 p. Barzhonegoù.
  • 1980
  • 1981
    • Reun ar C'halan, Levr ar blanedenn, 137 p. Moulladenn a-ziforc'h niverennet : 60 skouerenn war baper Arches. Barzhonegoù.
    • Youenn Olier, E penn an hent, 190 p. Gerioù dibaot. Eil embannadur goude emembannadur 1964[19] e stumm ur c'haier liesskrivet. Romant.
    • Jakez Konan, Ur marc'hadour a Vontroulez, 99 p. Roll-gerioù. Moulladenn a-ziforc'h niverennet : 50 skouerenn war baper Arches.
    • Ar Bibl santel. 4, Izaia, troidigezh gant Maodez Glanndour, 156 p. Relijion.
  • 1982
    • Herve Herri, Evel-se e oamp, 221 p. Moulladenn a-ziforc'h niverennet : 70 skouerenn war baper ivoire roudennet. Emvuhezskrid.
    • Kenan Kongar, Barzhonegoù, 159 p. Barzhonegoù.
    • Anjela Duval, Traoñ an Dour, 144 p. Barzhonegoù.
  • 1983
    • Jef Philippe, En tu-mañ d'an Ifern, 161 p. Geriaoueg. ISBN2-7368-0000-1. 10 danevell.
    • Maodez Glanndour, Va levrig skeudennoù, 54 p.
  • 1984
    • Yann Gerven, Brestiz o vreskenn, 91 p. ISBN2-7368-0086-4. Romant-polis.
    • Roparz Hemon, An tri boulomig kalon aour, 203 p. ISBN2-7368-0004-4. 26 danevell evit ar vugale.
  • 1985
    • Goulc'han Kervella, Laeneg, medisin, 206 p. Moulladenn a-ziforc'h niverennet : 70 skouerenn war baper kaer. ISBN2-7368-0010-9. Buhezskrid.
    • Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl, 2, 254 p. ISBN2-7368-0013-3. Moulladenn a-ziforc'h niverennet : 70 skouerenn war baper kaer. Kontadennoù bobl.
    • Maodez Glanndour, Komzoù bev, 1985, 194 p. ISBN2-7368-0012-5
    • Maodez Glanndour, Telennganou, 87 p. ISBN2-7368-0009-5. Barzhoniezh.
    • Reun ar C'halan, Klemmgan Breizh, 80 p. ISBN2-7368-0011-7. Barzhoniezh.
  • 1986
    • Jakez Konan, Kenavo, Amerika. 166 p. Gerioù ne gaver ket er geriadurioù. Moulladennoù a-ziforc'h niverennet : 50 skouerenn war baper roudennet. Romant.
  • 1987
    • Maodez Glanndour, Kregin-mor, 251 p. ISBN2-7368-0019-2
    • Abeozen, Bisousig kazh an Tevenn; skeudennoù gant Tudual Huon, 120 p. Kenembann gant An Here. ISSN
  • 1988
    • Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl, 3, 224 p. ISBN2-7368-0021-4. Moulladenn a-ziforc'h niverennet : 70 skouerenn war baper kaer. Kontadennoù bobl.
    • Lukian Tangi, Pêr, Jakez, Yann hag ar re all, 166 p. ISBN2-7368-0022-2. 8 danevell. Priz Langleiz 1987.
  • 1989
    • Abeozen, Argantael, golo e liv gant Tudual Huon, 77 p. ISBN2-7368-0025-7. Romant.
    • Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl, 4, 112 p. ISBN2-7368-0023-0. Moulladenn a-ziforc'h niverennet : 70 skouerenn war baper kaer. Kontadennoù bobl.
  • 1990
    • Youenn Drezen, Sizun ar Breur Arturo, 86 p. Golo e liv gant Tudual Huon. ISBN2-7368-OO29-X. Moulladenn heñvel ouzh hini 1970 gant lizherennoù fonnuzhoc'h. Romant.
    • Tad Medar, Istorioù beleien, 191 p. ISBN2-7368-0027-3. Fent.
    • Yann Gerven, Bouklet ha minellet, 200 p. ISBN2-7368-0028-1. Romant.
  • 1991
    • Maodez Glanndour, Dre inizi ar bed keltiek, 231 p. ISBN2-7368-0031-1. Yezhoniezh
    • Roparz Hemon, Barzhonegoù, 142 p. 3de moulladur. Barzhonegoù.
  • 1992
    • Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien aet da anaon a-raok miz Meurzh 1992, 432 p . Roll an oberourien hag an arallanvioù. ISBN2-7368-0034-6
  • 1993
    • Frañsez Kervella, Skridoù Frañsez Kervellla dastumet ha kinniget gant Pêr Denez. 216 p. ISBN2-7368-0038-9. Skridoù liesseurt.
  • 1994
    • Kristol Goulm, Levr bourzh ar veaj kentañ, Levrenn gentañ 3 a viz Eost 1492 - 5 a viz Kerzu 1492, kinniget ha troet diwar an destenn orin kastilhanek gant Filip Oillo, 219 p. ISBN2-7368-0039-7. Deizlevr mor.
    • Goulc'han Kervella, Brezel ar rigadell, 203 p. ISBN2-7368-0041-9. Romant.
    • Loeiz Herrieu, Kammdro an Ankoù, kempennet ha lakaet e peurunvan gant François Louis get sikour Gwenael ha Meriadeg Herrieu, Herve Huon, Daniel Kare, Martial Ménard, Frañsez Favereau, ha Daniel Doujet, 317 p. Gerioù nebeut anavet. Eil embannadur adwelet eus an embannadur 1974 e doare-skrivañ gwenedek. ISBN2-7368-0043-5. Kenskriverezh brezel.
    • Fañch an Uhel, Kontadennoù ar bobl. 5, prientet evit an embann gant Divy Kervella ; rakskrid gant Per Denez, 185 p. Levrlennadur p. 177-185. ISBN2-7368-0042-7. Kontadennoù pobl.
  • 1995
    • Yann Gerven, Plac'hedigoù o ler rouz,. Danevelloù 1, 303 p. ISBN2-7368-0047-8. 16 danevell.
    • Yann Gerven, Ifern yen ha merc'hed klouar. Danevelloù 2, 304 p. ISBN2-7368-048-6. Danevelloù.
  • 1996
    • Filip Oillo, Blaz an Holenn, 224 p. Romant. Priz Langleiz 1995.
  • 1997
    • Youenn Gwernig, Un dornad plu = A handful of feathers, 1997, 208 p. ISBN2-7368-0050-8. Testennoù kenstur.
  • 1998
    • Yeun ar Gow, Kontadennoù Kernev. 1, 192 p. ISBN2-7368-0054-0. 14 kontadenn bobl
    • Roparz Hemon, Eñvorennoù, 158 p. 14 luc'hskeudenn. Emvuhezskrid.
  • 1999
    • Goulc'han Kervella, E vrennigenn zivezhañ, 176 p. 10 danevell.
    • Yeun ar Gow, Kontadennoù Kernev. 2, 198 p. ISBN2-7368-0055-9. 9 kontadenn bobl.
  • 2000
    • Loeiz Bihanig, Gant avel ar vuhez, 157 p. Emvuhezskrid.
    • Anjela Duval, Oberenn glok, renet gant Ronan Koadig, prientet an embann gant Corinne ar Mero, testennoù renket gant Jelvestr Jardin, 1281 p.-XLVIII p. Pennadoù brezhonek ha gallek. Levrlennadur p. 1241-1253. Notennoù levrlennadur. Meneger. ISBN 2-9512668-1-2. Kenembann gant An Here, Hor Yezh. Levr a vent bras war baper cheuc'h. 1 000 skouerenn a zo bet moullet. Barzhonegoù.
  • 2001
    • Filip Oillo, Blaz an Holenn, 224 p. Eil embannadur. Romant.
  • 2002
    • A-stroll, Danevelloù divyezhek : nouvelles bilingues, 284 p. ISBN2-86843-227-1. Kenembann gant An Here. Eil emmbannadur divanket. 8 danevell.
    • Goulc'han Kervella, Lara, 215 p. Kenembann gant An Here. 13 danevell.
    • Jarl Priel, An teirgwern Pembroke, 255 p. ISBN2-86843-258-1. Kenembann gant An Here. Tennet ez eus bet 1000 skouerenn. Romant mor.
  • 2003-2004 Embannadennoù ebet.
  • 2005
    • Daniel Defoe, Robinson Crusoe, brezhoneg gant Yeun Ar Gow, 156 p. Geriaoueg. ISBN2-7368-0060-5. Romant.
    • Garmenig Ihuellou, Argantael ha tro Breizh, 208 p. ISBN2-7368-0059-1. Romant.
  • 2006
    • Évelyne Brisou-Pellen, Ar pemp skoed a Vreizh, brezhoneg gant Mark Kerrain, skeudennaouet gant Filip Motais, 224 p. ISBN2-7368-0064-8. Romant.
    • Robert Louis Stevenson, Enez an teñzor, brezhoneg Yeun ar Gow, skeudennaouet gant Tudual Huon, 207 p. ISBN2-7368-0051-6. Romant.
    • Donnachadh Mac Dhomhnaill, Ur brezelour e oan (bha mi n'am fhear-cogaidh) lakaet e brezhoneg gant Mikael Madeg, 2006, 391 p. ISBN2-7368-0065-6. Emvuhezskrid.
  • 2007
    • Maguy Kerizit- Rederig-e-galon-noazh, 110 p. ISBN2-7368-0068-0. Romant.
    • Ronan Huon, Danevelloù, 282 p. ISBN978-2-7368-0069-7. Danevelloù.
    • Yann Bijer, Avel gornôg, 454 p. Geriadurig. ISBN978-2-7368-0067-3. Romant istorel. Priz Langleiz 2006 (merket war ar bajenn ditl).
    • Yann Gerven, Tonkad kriz Tom Bruise, 87 p. ISBN978-2-7368-0071-0. Romant polis.
    • Tugdual Kalvez, War barlenn an amzer, rakskrid gant Aline Gleoneg, 83 p. ISBN978-2-7368-0070-3. Barzhonegoù.
  • 2008
    • Herve ar Gall, Koulz ar c'hastrilhez, 230 p. ISBN978-2-7368-0073-4. Romant.
    • Goulc'han Kervella, Aada ha Narki. 1, 63 p. ISBN978-2-7368-0072-7.
  • 2009
    • Herve Gouedard, Liñvadenn Kastellodren ha danevelloù all, 393 p. ISBN978-2-7368-075-8. 14 danevell. Priz Sten Kidna-Le long cours du Bono 2010.
    • David ar Gall, Hent Arkadius, 171 p. ISBN978-2-7368-0076-5. 21 danevell.
    • Yann Gerven, Cheeseburger ha yod silet, 368 p. ISBN: 978-2-7368-0074-1. Danevelloù.
    • Reun ar C'halan, A-bell hag a-dost, 364 p. ISBN978-2-7368-0077-2. 20 danevell.
    • Erwan Hupel, Barzhaz an naon du, 32 p. ISBN978-2-7368-0078-9. Bannoù-treset.
  • 2010
    • Riwal Huon, Ar marc'h glas. 171 p. ISBN978-2-7368-0080-2. Romant.
    • Herve Bihan, Traou kouer, tresadennoù gant Mael Verot, 146 p. ISBN978-2-7368-0079-6. 18 danevell.
    • Herve Gouedard, Kergelenn, alouber an dremmwel, 129 p. ISBN978-2-7368-0081-9. Romant.
    • Céline Soun, Gisel Sparza, Murielle Lorant, Al Loar en Islonk, 32 p. ISBN: 978-2-7368-0082-6. Bannoù-treset teiryezhek brezhoneg, kanjobaleg (Guatemala), spagnoleg.
  • 2011
    • Yann Bijer, Torrebenn!, 411 p. ISBN978-2-7368-0083-3. Romant istorel. Priz Sten Kidna-Le long cours du Bono 2012.
    • Anjela Duval, Kan an Douar, eil embannadur, 182 p. ISBN978-2-7368-0084-0. Barzhonegoù.
  • * A-stroll, Anken, 75 p. ISBN978-2-7368-0085-7. Staget ganti ur CD enrolladurioù an testennoù warnañ savet gant skoazell ar Redadeg. 9 danevell gant 9 oberour war dodenn an anken hag ar spont.

Riwal Huon, ar marc'h glas, 173 p. ISBNISBN978-2-7368-080-2. Romant. Priz Sten Kidna-Le long cours du Bono 2011

  • 2012
    • Yann Gerven, Brestiz o vreskenn, 91 p. ISBN978-2-7368-0086-4. Romant polis.
    • Pierre-Emmanuel Marais, Alje 57, 90 p. ISBN9788-2-7368-0088-8. Romant.
    • Monika Piarden, An avel en ho plev, savet dre zouarn Yann-Charlez Kaodal, Patrick Drean, Gael Drion ha David ar Gall, 212 p. Romant polis.
    • Paskal Tabuteau, Lae Izold, 145 p. ISBN978-2-7368-0089-5. Barzhoneg.
    • Maodez Glanndour, Jakez Konan, Yvon Gourmelon, Notennoù yezhadur, 96 p. ISBN978-2-7368-0090-1. Yezhoniezh.
    • Goulc'han Kervella, Boned glas ar Pagan, 156 p. ISBN978-2-7368-0091-8. Danevelloù.
  • 2013
    • Herve Gouedard, Paul Sérusier, ul livour e Breizh, 219 p. Levrlennadur. ISBN978-2-7368-0098-7. Romant.
    • Erwan Hupel, Yudal!, 130 p. ISBN978-2-7368-0097-0. Romant.
    • Yann Bijer, Kan ma bro, 250 p. ISBN: 978-2-7368-0092-5. Barzhonegoù.
    • Gerry Mc Donnell, Distro : pezh-c'hoari en un arvest troet gant Kristian Braz, mouezh Gerry Mc Donnell, 39 p. + 1 CD ISBN 978-2-7368-0096-3. Titl orin : Making it home. C'hoariva.
  • 2014
    • Abeozen, Dremm an Ankou, 140 p. Roll gerioù micher ISN978-2-7368-0101-4. 18 danevell brezel.
    • Herve Gouedard, A-dreuz ar c'hantvedoù, 111 p. ISBN978-2-7368-0103-8. Danevelloù istorel.
    • Goulc'han Kervella, Aada ha Narki. 2, Etrezek an inizi, 54 p. ISBN978-2-7368-0099-4
    • Jakez Konan, Ur marc'hadour a Vontroulez, Eil embannadur, 90 p. ISBN978-2-7368-0104-5. Romant.
  • 2015
    • Youenn Gwernig, Kleier an trec'h, 76 p. ISBN978-2-7368-0108-3. 6 danevell.
    • Alistair MacLeod, Tev ar gwad, tanav an dour, lakaet e brezhoneg gant Kristian Braz, 295 p. ISBN 978-2-7368-0109-0. Titl orin : No great mischief. Romant.
    • Jef Gedez, En-dro d'al lenn-vor, 136 p. ISBN978-2-7368-0095-6. Danevelloù.
    • David ar Gall, Bara Brith, 186 p. ISBN978-2-7368-0106-9. Romant.
    • Yann Gerven, Diskrap e Skrabyar , 128 p. ISBN978-2-7368-0110-6. Romant polis.
    • Pierre-Emmanuel Marais, Divemor, 128 p. ISBN978-2-7368-0112-0. Romant.
    • Paskal an Intañv, Udora pe afer an ed-du, 142 p. ISBN978-2-7368-0111-3. Romant skiant-faltazi.
    • Riwal Huon, Merc'hed gwisket e du, 58 p. ISBN978-2-7368-0105-2
  • 2016
    • Yann Bijer, Bar Abba, 255 p. ISBN978-2-7368-0119-9. Romant.
    • Homeros, An Ilias, brezhoneg gant Paskal Tabuteau, 53 p. ISBN978-2-7368-0114-4
    • Goulc'han Kervella, Ar roc'h toull livet, 58 p. ISBN978-2-7368-0115-1. Romant.
    • Herve Seubil gKernaoudour, Keridwal, 80 p. ISBN978-2-7368-0116-8. Barzhonegoù.
    • Goulc'han Kervella, Mari-Vorgan ar glandour, tresadennoù, Christophe Babonneau, 109 p. ISBN978-2-7368-0113-7
    • Kristian Braz, Rebetiko hag istorioù all, 143 p. ISBN978-2-7368-0117-5. Danevelloù.
  • 2017
    • Malo Bouessel du Bourg, Du evel an noz liesliv, 135 p. ISBN978-2-7368-0125-0. 12 danevell.
    • Riwal Huon, Park Balan, 169 p. ISBN978-2-7368-0122-9. Romant. 2018
    • Roparz Hemon, Gevred ha skridoù diechu all, aozet ha kinniget gant Erwan Hupel, 146 p. ISBN978-2-7368-0127-4. Testennou diechu a bep seurt.
    • Yann Guillamot, Straed ar sec'hedien ha koñchennoù all, skeudennet gant Erwan Corlouer, 92 p. ISBN978-2-7368_0121-2. 14 kontadenn.
    • Filip Oillo, Blaz an Holenn, 202 p. Romant. 3de embannadur. Priz Langleiz 1995.
    • Jan Veldmman, Feulster… nann!, troet gant Goulc'han Kervella, 43 p. ISBN978-2-7368-0124-3. C'hoariva.
  • 2018
    • Erwan Evenou, Bugale milliget ar baradoz kollet, 196 p. ISBN978-2-7368-0132-8. Romant.
    • Jerome David Salinger, An diwaller er segaleg, troet gant Kristian Braz. 262 p. ISBN978-2-7368-0131-1. Titl orin : The catcher in the rye.
    • John McGahern, Merc'hed war-dro, brezhoneg gant Kristian Braz, 263 p. ISBN978-2-7368-0135-9. Titl orin : Amongst women.
    • Jean Le Clerc de la Herverie, Seizh tra da ober, 146 p. ISBN978-2-7368-0128-1. Priz romant brezhonek Ti-kêr Kemper 2017. Romant.
    • Erwan Hupel, Penaos dont da vezañ brezhoneger a-vihanik ?, 88 p. ISBN978-2-7368-0130. Romant.
  • 2019
    • Erwan Hupel, chuchumuchu, 56 p. ISBN978-2-7368-0137-3. Romant.
    • Yann Gerven, Dre faot Fauré, 248 p. ISBN978-2-7368-0134-2. Romant.
    • Fulup Lannuzel, Koroll an dasorc'h, 216 p. ISBN978-2-7368-0136-6. 9 danevell.
    • Yann Bijer, Diougan ar Seizh Sant, 154 p. ISBN978-2-7368-0138-0. Romant polis.
    • Annie Coz, Lucio E-kreiz K., 110 p. ISBN978-2-7368-0133-5: Romant.
  • 2020
    • Loeiza an Duigoù, Rampo, 46 p. ISBN978-2-7368-0141-0. Romant*
    • Yann Guillamot, Ar vuhez diamzeriet ha marvailhoù all, 130 p. ISBN978-2-7368-0142-7. Kontadennoù pobl. 1 pladenn-arc'hant.
    • Fulup Lannuzel, Kaour ar Barzh, galeour, 250 p. ISBN978-2-7368-0147-2. Romant.
    • Jil Penneg, Koktel ar vuhez, 146 p. ISBN978-2-7368-0140-3. Danevelloù.
    • Anjela Duval, Traoñ an Dour, Eil embannadur, 140 p. ISBN978-2-7368-0139-7. Barzhonegoù.
    • Fañch an Uhel, Kure Brelevenez, 20 p. ISBN978-2-7368-0150-2. Kontadenn e bannoù-treset gant Tudu embannet e 1980 war Yod-Kerc'h.
    • Erwan Hupel, Gisti, tout! : istor blev ar Bretonezed, 56 p. ISBN 978-2-7368-0148-9. Romant.
    • Youenn Drezen, Pellgent loc'h Laoual ha danevelloù all, 134 p. ISBN978-2-7368-0146-5. Danevelloù.
    • Kristian Braz, Kroashent-tro, 153 p.) ; 20 cm, ISBN978-2-7368-0143-4. Danevelloù.
    • Herve Gouedard, Karnedoù un ergerzhour difiñv, 222 p. Dastumadenn pennadoù embannet gant Ya! ISBN978-2-7368-0145-8. Danevelloù-beaj.
  • 2021
    • Filip Oillo, Dindan ar bili, an traezh, 285 p. ISBN978-2-7368-0155-7. Romant.
    • Jil Penneg, Koktel ar vuhez. 2, 132 p. ISBN978-2-7368-0149-6. Danevelloù.
    • Fulup Lannuzel, Pik pe vran 130 p. ISBN978-2-7368-0153-3.
    • Jack Kerouac, War an hent, brezhoneg gant Kristian Braz, 451 p. ISBN978-2-7368-0154-0. Titl orin : On the road. Romant.
    • Jil Penneg, Koktel ar vuhez. 3, 134 p. ISBN978-2-7368-0149-6. Danevelloù.
    • Jules Verne, An enezenn gevrinus, lodenn 1, Peñseidi an oabl, brezhoneg gant Stefan Carpentier, 289 p. ISBN978-2-7368-0151-9. Titl orin : L'île mystérieuse, 1. Les naufragés du ciel. Romant.
    • Herve Gouedard, Enez Vriad : un damsell istorel, 112 p. ISBN978-2-7368-0152-6. Istor lec'hel.
  • 2022
    • Herve Gouedard, Renabl peuzhollek an netraigoù, 238 p. ISBN978-2-7368-0159-5. Pennadoù a bep seurt.
    • Herve Gouedard, Marc'hadour livioù, 68 p. Dastumad Didermen. ISBN: 978-2-7368-0156-4
    • Jil Penneg, Koktel ar vuhez. 3, 90 p. ISBN978-2-7368-0158-8. Danevelloù.
    • Yann-Charlez Kaodal, Fulenn, 187 p. ISBN978-2-7368-0160-1. Romant.
    • Youenn Drezen, An dour en dro d'an inizi, skeudennet gant Robert Damilot, 80 p. ISBN978-2-7368-0163-2. Romant. Moulladenn niverennet 200 skouerenn.
    • Yannig Audran, Kan ar mel, 234 p. ISBN978-2-7368-0157-1. Romant.
  • 2023
    • Goulc'han Kervella, Karnak, 58 p. ISBN978-2-7368-0171-7. Romant.
    • Peter Stamm, Dremmvro amspis, troet gant Kristian Bras, 156 p. ISBN978-2-7368-0164-9. Titl orin : Ungefähre Landschaft. Romant.
    • Yann Bijer, Ar peñsead, 250 p. ISBN978-2-7368-0166-3. Romant.
    • Joan Bodon, Ar vein war an hent, troet diwar an okitaneg gant Joel Donarzh, 160 p. ISBN978-2-7368-0168-7. Romant.
    • Jules Verne, An enezenn gevrinus, lodenn 2, An den dilezet, brezhoneg gant Stefan Carpentier, 292 p. ISBN: 978-2-7368-0169-4. Titl orin : L'île mystérieuse, 2. L'homme oublié.
    • Herve Gouedard, Enez-ar-Gerveur : un damsell istorel, 166 p. ISBN978-2-7368-0165-6. Istor lec'hel.
    • Iwan ar Fur, Kañv ha diskañv, 380 p. ISBN978-2-7368-0170-0. Romant.
    • Loeiza an Duigou, Tan de’i, skeudennet gant Anna Duval-Guennoc, 168 p. Dastumad ZH, ISBN978-2-7368-0161-8. Romant.
    • Fulup Lannuzel, Mall achap! ha danevelloù all,  218 p. ISBN: 978-2-7368-01-7368-01. 10 danevell.
    • Riwal Huon, Micha Riou (1993 - ?) & Gwastell ar Rouaned, 108 p. ISBN978-2-7368-0167-0. 2 danevell.
    • Kristian Braz, Moussa, istorioù berr, 180 p. ISBN978-2-7368-0172-4. Danevelloù.


diwar-benn ar brezhoneg (e galleg peurvuiañ)
    • Roparz Hemon, Grammaire bretonne, 103 p. (embannadur kentañ Gwalarn, 1940) : Eil embannadur, 1948; 3de embannadur, 1957; 4vet embannadur, 1962; 5vet embannadur, 1966; 6vet embannadur, 1970; 9vet embannadur, 1984, ISBN2-7368-0001-X;
    • Roparz Hemon, Cours élémentaire de breton = Kentelioù brezhoneg eeun, 141 p. : 5vet embannadur, 1967; 6vet embannadur, 1970; 7vet embannadur, 1984,
    • Roparz Hemon, Méthode rapide de breton
    • Roparz Hemon, Dictionnaire Breton-Français, roll lec'hanvioù ha tud : 3de embannadur, 8vet embannadur adwelet ha kresket, 836 p.
    • Roparz Hemon, Dictionnaire Français-Breton : 422 p. : 1añ embannadur, 19--; 3de embannadur, 1964. Adwelet ha kresket ; Embannadur nevez, 1970; 7vet embannadur, 1984. Moulet 1500 skouerenn gant golo plastik.
    • Roparz Hemon; Ronan Huon, Dictionnaire Breton/Français; Français-Breton An Here/Al Liamm, 2002, 1367 p. ISBN2-86843-237-9
    • A-stroll, Nouveau dictionnaire Breton/Français; Français-Breton, 1518 p. Roll lec'hanvioù ha tud : 1añ embannadur, 2014. ISBN978-27368-0100-7;
    • René Le Gléau, Dictionnaire classique français-breton. 1, A-B, 1983, 351 p.Keinet.
    • René Le Gléau, Dictionnaire classique français-breton. 2, C-debla , p. p. 360-704. Keinet.
    • René Le Gléau, Dictionnaire classique français-breton. 3, Déblo-Embég, 1986, p. 413-105
    • René Le Gléau, Dictionnaire classique français-breton. 5, Filet-Impuni, 1988, p. 1450-1824
    • René Le Gléau, Dictionnaire classique français-breton. 7, Marche-Passant, 1990, p. 2216-2592. ISBN2-7368-0026-5
    • Dictionnaire classique français-breton. Tome 9, Raconter-Sitôt, 1993, p. 3018-3455
    • Roparz Hemon, Dafar geriadur istorel ar brezhoneg. Levrenn 1. A. "Contribution à un dictionnaire historique du breton". Levrenn 1, 1958, 208 p.


Levrlennadur kemmañ

  • Fulup Lannuzel, Al Liamm : war an dachenn abaoe 78 vloaz. E-barzh Bremañ, niv. 444, Kerzu 2022-Genver 2023. Pennad-kaoz gant Tudual Huon.

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Ronan Huon aterset gant Le Peuple breton, niv. 151, Mezheven 1976 : «Pal ar gelaouenn Gwalarn a oa krouiñ ul lennegezh a blom gant hini n'eus forzh peseurt bro dre ar brezhoneg, ne ra Al Liamm nemet mont war he lerc'h ». Arroudennet e-barzh Christian Rogel, Dindan ar wask, les éditeurs en langue bretonne de 1944 à 1977, kounskrid 1978, École nationale supérieure des bibliothécaires.
  2. Chomlec'h kentañ : Ronan Huon, 133 rue de Verdun, ha pelloc'h, Ronan Huon, Banell Poulbriken.
  3. Diwar un emglev e veze fiziet embannadurioù Al Liam, da An Here, e Plougastell.
  4. Un ti-embann damofisiel all a voe eus an Imprimerie commerciale krouet a-raok ar brezel gant Frañsez Debauvais e Roazhon.
  5. Suzanne Le Masurier, intañvez da André Derrien, warlec'hier d'an embanner-levrdier Lefournier.
  6. A-wezhioù market evel Ti ar Skrev, pe Ti-moulerezh ar Baol, er bloavezioù 70.
  7. Ne brenas ket Al Liamm al levrioù gallek, evel an hini kaer diwar-benn Pierre Mac Orlan.
  8. Meneget e voe er pennad-stur an niverenn 318 (Genver-C'hwevrer 2000) m'eo bet fiziet labour moullañ an niverenn-mañ da Keltia Graphic, e Speied
  9. Meneget war lec'hienn an embregerezh La Mouette Communication. hag eñ lesanvet impalaer ar c'hazinoioù ha poulzer an touristerezh er Baol.
  10. Mouller ar gelaouenn eo bet Graphe e Kintin adalek 2000 hag hiziv eo aet ar marc'had da Ouestélio.
  11. Pennad-stur titlet Stourm , e-barzh Al Liamm-Tir na n-Og, niv. 7, Meurzh-Ebrel 1948.
  12. Al Liamm, nn 318, p. 6.
  13. Christian Rogel, les éditeurs en langue bretonnes…, ENSSIB, 1978
  14. Atersadenn embannet e-barzh Bremañ, niv. 444, Kerzu 2022-Genver 2023.
  15. Ijinet en doe an divlizherennad AL a gaver war ar gelaouenn hag keinoù al levrioù keit hag hanter-kant bloaz.
  16. Christian Rogel, Les éditeurs en langue bretonnes…, ENSSIB, 1978.
  17. Al Liamm, niv. 127, Meurzh-Ebrel 1968.
  18. Al Liamm, niv. 310, 1998, p. 403.
  19. Er raklavar e skriv an oberour ez eo bet savet ar skrid etre 1956 ha 1962.