Daniel Carré
Daniel Carré | |
---|---|
Obererezh | kelenner alamaneg, brezhoneg hag istor-douaroniezh, enseller brezhoneg |
Ganedigezh | e 1947 e Ploue, ![]() |
Enorioù | Palmes académiques |
Oberennoù pennañ | |
Loeiz Herrieu, un paysan breton dans la Grande Guerre. Analyse de sa correspondance avec son épouse | |
kemmañ ![]() |
Daniel Carré, ganet e 1947 e Ploue, zo bet kelenner alamaneg, brezhoneg hag istor-douaroniezh, hag enseller brezhoneg.
Labouret en deus evel skolaer ha kelenner e skolioù katolik er Mor-Bihan a-raok tapout ar c'h-CAPES brezhoneg ha dont goude da vezañ enseller brezhoneg. Un dezenn doktorelezh e galleg en deus savet diwar-benn Loeiz Herrieu, e Skol-veur Roazhon 2. Kendalc'het en deus goude da studiañ buhez hag oberenn Herrieu hag embannet en deus meur a bennad diwar e benn.
Oberiant eo e-barzh Kerlenn Sten Kidna hag e Ti Douar Alre m'eo ar prezidant anezhañ.
OberoùAozañ
Labour skol e gallegAozañ
- Loeiz Herrieu, un paysan breton dans la Grande Guerre. Analyse de sa correspondance avec son épouse, tezenn doktorelezh, Skol-veur Roazhon 2, 1999
Troidigezhioù e gallegAozañ
- Le tournant de la mort, troet diwar Kammdro an Ankou gant Loeiz Herrieu, Travaux d'Investigation et de Recherche, 2014
- Et nos abeilles, troet diwar lizheroù gant Loeiz Herrieu d'e wreg, Travaux d'Investigation et de Recherche, 2016
- Lizig, princesse des eaux, troet diwar an droidigezh wenedek gant Loeiz Herrieu eus Prinsesje Sterremuur gant G. Th. Rotman, Ti Douar Alre, Emglev Bro an Oriant, 2020
Pennad e gallegAozañ
- Courrier de guerre de Loeiz Herrieu à son épouse. Considérations stylistiques et style épistolaire, La Bretagne Linguistique niv. 19, CRBC, 2015, pp. 329-342.
EnorioùAozañ
- Ordre des Palmes académiques, Bro-C'hall