Kerlenn Sten Kidna
Kerlenn Sten Kidna zo ur gevredigezh ha skol-noz brezhoneg e bro an Alre (Mor-Bihan).
Istor
kemmañGanet eo Kerlenn Sevenadurel An Alre e penn kentañ ar blezadoù 1970, d’an termen ma rae berzh en-dro « spered », sonerezh ha sevenadur Breizh. Job Jaffre, kazetennour e La Liberté du Morbihan, Guenél Herrieu, Octave Quigna, Jean Peron ha re arall a venne dezhe sevel ivez krog an danvez-se en Alre. A-benn e oa bet savet kentelioù brezhoneg evit an dud en o ment, kinniget prezegennoù (e galleg) àr danvez ar vro. Un daouzek vlez bennak goude he doa kollet ar gevredigezh un tamm lañs (kuitaet ar vro get lod tud, koshaet an holl) ha ne chome mui nemet ar skol-noz. E 1985 e voe adlañset, kempennet ar statudoù ; èl ma ne oa ket gwall werso e oa marv an ao. Quigna e oa bet staget e anv-pluenn doc’h anv kozh ar gevredigezh a zaas neuze da vout Kerlenn Sevenadurel Sten Kidna An Alre. E 2007, evit diskouez pegen pouezus e oa daet da vout lec’h an daremprediñ tud, an aoziñ abadennoù e brezhoneg, An Dasson hag an dastum komzoù e oa bet oc’hpennet « Komzomp Asampl » d’an anv.
Prezidanted
kemmañ- 2008 [?] – 2012 : Christian Le Meut
- 2012 – 2014 : Daniel Carré
- 2014 – Hiriv : Padrig Drean
Skol-noz
kemmañA-c’houde 1985 enta e labour ar Gerlenn àr an hevelep tachenn get an hevelep palioù bet kinniget e mellad 2 he lezenn diazez : « Derc’hel bev ha pinvidikaat ar glad sevenadurel brezhonek e bro An Alre ». Kreskaet he deus a galz a-fet niver an izili (etre 20 ha 30 ezel e 1985 ; 155 e 2012) èl a-fet an oberiantizoù kaset : ur skol-noz lieslive get tost 110 studiour (brasañ skol-noz er Mor-bihan hag unan ag ar re vrasañ e Breizh a-bezh, abadennoù a bep sort, ar gazetenn An Dasson, stajoù « gober e brezhoneg », darempredoù hag emglevioù get aozadurioù foran (kumunioù, an departamant, ar rannvro) get skolajoù ha kevredigezhioù arall dre ar c’hornad bro. Anavet eo evit bout ur skouer a-fet dalc’husted àr he zachenn labour er Mor-Bihan (Priz Dazont ar Brezhoneg 2007). Ezel eo ag ar gengevredigezh Deskiñ d'an Oadourien (DAO).
Embannadurioù
kemmañGet Kerlenn Sten Kidna ema bet embannet ur levrig-deskiñ, anvet Chom bev e brezhoneg, hag iwe ur benveg n'en deus ket e bar e brezhoneg, na pas muioc'h e yezhoù bihan arall e Frañs : an DVD Daet eo genin !, graet evit spisaat e skouarn ha kompren gwell ar brezhoneg. Dizingal e vez embannet iwe ar gelaouenn An Dasson.
Liamm diavaez
kemmañPorched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |