Sten Kidna, Octave Quigna ent-ofisiel, zo bet skolaer ha skrivagner brezhonek.

Ganet e voe e 1916 e Toulon lec’h ma oa mekanisian e dad en arme-vor. E vugaleaj a dremenas en Alre (eno e veze e vamm é chom d’al liesañ) ; studioù e skolaj Jules Simon e Gwened hag e Gwengamp goude. Mestr-skol (skolioù Stad) adalek 1936 ha bet éc’h ober skol e meur a lec’h er Mor-Bihan (Pleuwigner, Edig, Gwegon, Seglian, Bartelame…) ; anvet e skolaj ar Verjer en Alre e 1956 lec’h ma chom betek e leve.

Klask a ra tostaat doc’h danvez sevenadurel Breizh kent ar brezel ; en em lakaat a ra da zeskiñ brezhoneg. Kentañ pennad e brezhoneg bet embannet e 1943 er gelaouenn Arvor ; siniñ a ra Sten Kidna (Sten = Sant-Sten, porzh an Alre ; Kidna = a-zoc’h Quindenac, stumm kozh an anv familh Quigna). Klask a ra sevel krog ar brezhoneg ha sevenadur Breizh adalek 1950 kenkoulz en e vicher (ezel ag Ar Falz) èl en diavaez : darempredoù get Loeiz Herrieu, perzh (get Jean Peron…) e krouidigezh Kevrenn an Alre e 1951, e krouidigezh Kerlenn Sevenadurel an Alre tro 1970 (eno e kas skol-noz ar brezhoneg get Yvonne Arzur-Petitbon). Savour ha renour En Had, ur gelaouenn lennegel, etre 1951 ha 1956 ; barzhonegoù ha danevelloù embannet e meur a gelaouenn (Al Liamm). Kenlabourer d’An Doere.

Emsavour politikel e oa ivez (ezel ag an UDB adalek 1964), ha sindikel (SGEN-CFDT) ; gredus da zifenn gwirioù mab-den.

Oberennoù

kemmañ
  • En Had, embannet en Alre etre 1951 ha 1956.
  • Kanenn d’ar Vuhez, barzhonegoù, rakskrid gant Langleiz, ti-moullañ Sant-Mikael, Prizieg, 1974.
  • Petite histoire de Saint Goustan, port d’Auray, Éditions des Paludiers, ar Baol, 1984.

Liamm diavaez

kemmañ

Gwelet ivez

kemmañ