Pleuwigner
kumun ar Mor-Bihan
Pleuwigner | ||
---|---|---|
An ti-kêr. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Pluvigner | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | an Oriant | |
Kanton | Pleuwigner | |
Kod kumun | 56177 | |
Kod post | 56330 | |
Maer Amzer gefridi | Gérard Pillet 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | An Alre Kiberen Douar Atlantel | |
Bro velestradurel | Bro an Alre | |
Lec'hienn web | Lec'hienn an ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 7 657 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 92 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 24 m — brasañ 144 m | |
Gorread | 82,83 km² | |
kemmañ ![]() |
Pleuwigner a zo ur gumun eus kanton Pleuwigner e departamant ar Mor-Bihan.
ArdamezioùAozañ
"palefarzhet etre aour ha gul, e vevenn koñchek an eil e egile"
Tiegez Brec'h |
IstorAozañ
Dispac'h GallAozañ
- Melestradurezh: krouet e voe ar gumun e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet da bennlec'h kanton Pleuwigner gant teir c'humun ennañ:Brec'h, Kamorzh ha Pleuwigner; e Bann an Alre e oa; miret ha brasaet e voe kanton Pleuwigner e 1801 gant al lezenn eus an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix; lakaet e voe Pleuwigner en Arondisamant an Oriant bet krouet e 1800[2],[3].
XXvet kantvedAozañ
- 239 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 4,33 % eus he foblañs e 1911[4].
- Mervel a reas 69 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel; tri anezhe a oa yuzev, drouklazhet e voent e kamp-diouennañ Auschwitz (Polonia) e 1942[5].
- D'an 23 a viz Genver 1943 e kouezhas un nijerez B-17 eus aerlu SUA (United States Army Air Forces) e Koad Keronig, e Pleuwigner; lazhet e voe seizh nijour a oa en he bourzh, an tri all a voe serret gant an Alamaned[6].
Brezelioù didrevadenniñ
- Seizh gwaz a varvas e Brezel Indez-Sina ha seizh all e Brezel Aljeria[7].
BrezhonegAozañ
Ar Brezoneg er SkolAozañ
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[8].
Ya d'ar brezhonegAozañ
- D’an 9 a viz Du 2006 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
- D'an 19 a viz Mezheven 2010 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 1.
DeskadurezhAozañ
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
Monumantar re varv ag ar Rezistañs eus Kanton Pleuwigner.
- An iliz katolik.
- Chapel Sant Klomer.
- Monumant ar re varv ag ar Rezistañs eus Kanton Pleuwigner.
- Monumant ar re varv ag ar gumun.
- Plakennoù an nijourion SUAat.
DouaroniezhAozañ
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

MelestradurezhAozañ
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
1904 | 1908 | Jules de Kerouallan | ||
1908 | 1944 | Paul Harscouet de Saint George | ||
1944 | 1945 | Pierre Pascal | Mezeg | |
1945 | 1947 | René Harscouet de Saint George | ||
1947 | 1966 | Guigner Le Strat | ||
1966 | 1995 | Eugène Le Couviour | ||
1995 | 2014 | Guigner Le Henanff | ||
2014 | → bremañ | Gérard Pillet | ||
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
TudAozañ
- Job ar Bayon, skrivagner, bet ganet e Pleuwigner d'an 12 a a viz Ebrel 1876.
- Jean-Marie Goasmat, marc'h-houarnour breizhat, a oa o chom e Pleuwigner.
GevelliñAozañ
- Cathair Saidhbhín (Iwerzhon) abaoe 1984
Liammoù diavaezAozañ
Notennoù ha daveennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajennoù 54 ha 284
- ↑ Cassini - EHESS - Pleuwigner - Fichenn ar gumun
- ↑ memorialgenweb – Monumant ar re varv
- ↑ memorialgenweb – Monumant ar re varv
- ↑ Pertes USAAF
- ↑ memorialgenweb – Monumant ar re varv
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Distro-skol ar c’helenn divyezhek