23 Genver
deiziad
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 1556 : kren-douar bras e Sina, e proviñs Shaanxi, gant miliadoù ha miliadoù a dud lazhet.
- 1579 : deroù savidigezh Republik an Izelvroioù gant Unaniezh Utrecht.
- 1719 : Liechtenstein zo krouet, en Impalaeriezh Santel Roman ha German, gant an impalaer Karl VI a ra ur briñselezh eus kontelezhioù Vaduz ha Schellenberg.
- 1793 : rannet eo Polonia etre Rusia ha Prus.
- 1897 : niverenn gentañ Kroaz ar Vretoned, ar gazetenn vrezhonek savet gant Frañsez Vallée.
- 1904 : tan-gwall bras e kêr Ålesund e Norvegia.
- 1963 : deroù ar brezel dieubidigezh e Ginea-Bissau a-enep an arme portugalat.
- 1967 : savet eo kêr nevez Milton Keynes e Bro-Saoz.
Ganedigezhioù
kemmañ- 1350 : Visant Ferrer, sant katalan marvet e Gwened.
- 1598 : François Mansart, savour tiez gall.
- 1783 : Stendhal, skrivagner gall.
- 1832 : Édouard Manet, livour gall.
- 1855 : John Browning, krouer armoù stadunanat.
- 1868 : Yann Mari Ewan Heneu, skrivagner brezhonek, kenlabourer er gelaouenn Dihunamb.
- 1872 : Paul Langevin, fizikour gall.
- 1876 : Otto Diels, kimiour alaman.
- 1881 : Kliment Vorochilov, politikour ha milour soviedat.
- 1897 : Subhas Chandra Bose, stourmer evit dizalc'hiezh India.
- 1898 : Randolph Scott, aktor stadunanat.
- 1907 : Hideki Yukawa, fizikour japanat, tapet gantañ Priz Nobel ar Fizik e 1949.
- 1910 : Django Reinhardt, jazzman ganet e Belgia.
- 1928 : Jeanne Moreau, aktourez c'hall.
- 1947 : Megawati Sukarnoputri, prezidantez Indonezia.
- 1952 : Henrique Mecking, meurc'hoarier echedoù braziliat.
- 1987 : Louisa Nécib, melldroaderez etrebroadel c'hall.
Marvioù
kemmañ- 1002 : Otto III (impalaer santel)
- 1516 : Ferdinant II Aragon ("Ferdinant ar C'hatolik"), roue Aragon.
- 1622 : William Baffin, moraer hag ergerzher saoz.
- 1803 : Arthur Guinness, krouer ar vreserezh bier Guinness.
- 1806 : William Pitt ar Yaouañ, kentañ ministr ar Rouantelezh Unanet.
- 1883 : Gustave Doré, livour gall.
- 1944 : Edvard Munch, livour norvegian.
- 1970 : Ifan ab Owen Edwards, saver Urdd Gobaith Cymru.
- 1989 : Salvador Dalí, livour ha kizeller katalan.
- 2007 : Ryszard Kapuściński, kazetenner ha skrivagner polonat.
- 2021 : Hal Holbrook, aktor stadunanat.
Lidoù
kemmañ- Sent an deiz :
- santez Pezen, merzherez e Bro-Naoned