7 Genver
deiziad
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 1325 : Afonso IV a ya da roue Portugal.
- 1489 : aloubet eo Dugelezh Breizh gant armeoù Charlez VIII.
- 1558 : Frañs a gemer Calais, ar c'hreñvlec'h saoz diwezhañ er c'hevandir.
- 1610 : arsellet a ra Galileo Galilei peder loarenn vras Yaou (anvet “al loarennoù galilean”).
- 1921 : kadarnaet eo gant Parlamant Iwerzhon ar feur-emglev etre Bro-Saoz hag Iwerzhon.
- 1927 : pellgomzadenn etrebroadel gentañ (etre New York ha Londrez).
- 1971 : abadenn gentañ Breiz o veva kinniget gant Chanig ar Gall.
- 1979 : kouezhañ a ra Phnom Penh etre krabanoù arme ar Viêt-Nam. Kouezhañ a ra galloud ar Khmered ruz.
- 2012 : degouezhout a ra ar merdeer Loig Peyron e porzh Brest bet tapet an Trofe Jules Vern gantañ.
- 2015 : daouzek den drouklazhet hag unnek all gloazet gant daou sponter er gwalldaol ouzh burevioù ar gazetenn flemmus Charlie Hebdo e Pariz.
Ganedigezhioù
kemmañ- 1502 : Gregorius XIII, 226vet pab.
- 1800 : Millard Fillmore, trizekvet prezidant Stadoù-Unanet Amerika.
- 1844 : Bernadette Soubirous, santez c'hall.
- 1858 : Eliezer Ben Yehouda, saver an hebraeg modern.
- 1873 : Charles Péguy, barzh, skridarnodour ha skrivagner gall.
- 1899 : Francis Poulenc, sonaozer gall.
- 1916 : Paul Keres, mestrc'hoarier echedoù estoniat.
- 1924 : Maurice Régamey, aktour (c'hoariva ha sinema), filmaozer ha saver senario gall.
- 1932 : Max Gallo, skrivagner gall.
- 1939 : Ivan Radoulov, mestrc'hoarier echedoù bulgar.
- 1985 : Lewis Hamilton.
- 1988 : Hardwell (Robbert van de Corput), DJ ha produer sonerezh izelvroat.
Marvioù
kemmañ-
Paul Verlaine
-
Nikola Tesla
- 1477 : Charlez an Her, dug Bourgogn.
- 1896 : Paul Verlaine, barzh gall.
- 1943 : Nikola Tesla, ijiner an tredan.
- 1950 : Alfonso Daniel Rodríguez Castelao, skrivagner galizat.
- 1951 : René Guénon pe ’Abd al-Wâhid Yahyâ c'hoazh, metafizikour gall broadet ejiptat.
- 1984 : Alfred Kastler, fizikour gall, tapet gantañ ar Priz Nobel.
- 1989 : an impalaer Hirohito.
- 2008 : Marivon Dupureur (Samson hec'h anv plac'h yaouank), atletourez war ar redadeg damhir.
- 2010 : Philippe Séguin, politiker gall.
- 2015 : Cabu, Charb, Tignous, Wolinski, treserien c'hall evit Charlie Hebdo.
- 2017 : Mário Soares, politiker portugalat.
- 2021 : Tommy Lasorda.
Lidoù
kemmañDeiziadur henroman
kemmañVII ante idus Januarias = VIIvet deiz kent idus (>13) miz Genver. Gouel ebet
Deiziadur kristen
kemmañ- Nikomedia : sant Luciani, beleg ha merzher dindan Galer Maksimian. Douaret eo bet e Helenopli, e Bithynia.
- Antakya : sant Kler, diagon
- Heraclea : Felicius ha Januarius, merzherien
- Dania (Danmark) : Kanut, roue ha merzher
- Dacia : Nicetus, eskob
- Ejipt : Theodorus, manac'h.
- Nedeleg evit an deiziadur julian kozh (heuliet gant darn eus an ortodoksed).
- Sant Remont Penyafort, eus Spagn, diazezer Urzh an Drugarez
- Sant Tillon pe Theau, manac'h Solignac (c. 608-702)
e Breizh
kemmañ- E Breizh : sant Gourzelv, manac’h e Breizh (VIvet kantved)