8 Genver
deiziad
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 1297 : dieubidigezh Monaco.
- 1499 : eured Anna Vreizh, dugez Breizh, gant Loeiz XII, roue Bro-C'hall, e Naoned.
- 1780 : rannvro Tabriz, en Iran, zo distrujet gant ur c'hren-douar ma varv war-dro 200 000 den.
- 1877 : emgann diwezhañ Crazy Horse a-enep marc’hegiezh SUA.
- 1912 : savet eo an African National Congress e Suafrika.
- 1959 : dont a ra Charles de Gaulle da vezañ prezidant ar Pempvet Republik c'hall.
- 1979 : 50 den a varv e gwallzarvoud an eoullestr Bételgeuse e bae Beanntraí en Iwerzhon.
Ganedigezhioù
kemmañ- 1793 : Ludwig Reichenbach, loenoniour ha louzawour alaman.
- 1823 : Alexandre de Lamothe, skrivagner gallek.
- 1824 : Wilkie Collins, skrivagner saoz.
- 1867 : Emily Greene Balch, kazetennerez ha sindikalourez stadunanat, Priz Nobel ar Peoc'h e 1946.
- 1870 : Octave-Louis Aubert, embanner ha skriver gall.
- 1870 : Miguel Primo de Rivera, diktatour spagnol.
- 1905 : Clarice Benini, mestrc'hoarierez echedoù italian.
- 1912 : Vincenzo Nestler, mestrc'hoarier echedoù italian.
- 1934 : Jacques Anquetil, reder marc'h-houarn gall.
- 1935 : Elvis Presley, kaner rock 'n' roll stadunanat.
- 1937 : Louis Le Pensec, politikour breizhat.
- 1942 : Stephen Hawking, astrofizikour saoz.
- 1946 : Robby Krieger, kaner-sonaozer ha soner gitar stadunanat, unan eus pevar c'hrouer ar strollad The Doors.
- 1947 : David Bowie, aktour ha kaner-sonaozer saoz.
- 1984 : Kim Jong-un, penn Norzhkorea.
Marvioù
kemmañ- 1198 : Selestin III, pab.
- 1324 : Marco Polo, merdeer hag ergerzher Venezia.
- 1570 : Philibert Delorme, tisavour gall.
- 1642 : Galileo Galilei, jedoniour ha steredoniour italian.
- 1713 : Arcangelo Corelli, biolinour ha sonaozour italian.
- 1878 : Nikolai Nekrasov, barzh rusianek.
- 1896 : Paul Verlaine, barzh gall.
- 1941 : Robert Baden-Powell, saver ar skoutelezh.
- 1949 : Yoshijiro Umezu, jeneral japanat en arme impalaerel e-pad an Eil Brezel-bed.
- 1976 : Zhou Enlai, Kentañ ministr Republik pobl Sina.
- 1981 : Aleksandr Kotov, mestrc'hoarier ha skrivagner echedoù rusian ha soviedat.
- 1995 : Carlos Monzón, bokser eus Arc'hantina.
- 1996 : François Mitterrand, Prezidant ar Republik C'hall.
- 1997 : Melvin Calvin, kimiour stadunanat, tapet gantañ Priz Nobel ar Gimiezh e 1961.
Lidoù
kemmañDeiziadur kristen
kemmañSexto Idus Januarii = Viivet devezh kent Idus (13) Genver
- Venezia : Laurentius Justinianus, patriarch kentañ ha kofesour
- Beauvais e Galia : Lucianus, beleg ha merzher
- Libia : Theophillus, diagon, merzher
- Augustodunum (?) : sant Eugenius, merzher
- Hierapoli, en Azia : Apollinaris, eskob
- Neapoli (Napoli) : Severinus, eskob (breur ar merzher Victorinus)
- Metis (Metz) : sant Patientus, eskob
- Papiae (Pavia) : Maximus, eskob he kofesour
- Ratisbona (Regensburg), e Bavaria : sant Erhard, eskob
- Norica : sant Severinus, abad
- Brabant : santez Gudula, gwerc'hez (652-712)
Sent Breizh
kemmañ- sant Filiz, eskob Naoned (VIvet kantved)
- sant Gurvan